Tri bloaz a oa bet, d’an Nedeleg, abaoue ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They. Ya, tri bloavez dioc’htu-dioc’htu, ha bouzar me lavar d’eoc’h, bouzar dioc’h an daou du. Ha c’hoaz, hep d’ezan gouzout doare penôs : nijet e oa ar c’hlevout diouz e ziouskouarn hep lavaret da belec’h ez ee na netra, egiz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoaz evel ma tec’h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc’h ober e dro en eun tiegez bennak. Bouzar, hep doueti penôs na perak, ma n’eo ket eun druez, Aotrou Doue ! Red eo lavaret, emichanz : eur barrad avel fall en doa kavet e du da vont en e ziskouarn, ha ne c’helle ken dont a-benn da gaout an hent da zont er-meaz diouto ; hag e chomme, al loen fall anezan, da c’hoari troï-distroï, da gantreal ebarz penn Noun al Ludueg, egiz eul logoden o firbouchat a-raok mervel en eun trap logod.
Koulskoude an droug n’oa ket bet ken gwaz adalek an deiz kenta, nan ! Met petra verne kement-se, p'eo gwir en em astenne ar c’hlenved a vloaz da vloaz, siouaz d’ar paour kez Noun al Ludueg. Rak en em astenn a ree, ha Soaz Gamm a ouie mad ez ee diouskouarn he gwaz war izellât.
Er bloaz kenta, Noun a gleve c’hoaz trouz gant ar peziou dek gwenneg a leze Soaz da goueza a-drenv e gein ; e-pad an eil bloavez, ne gleve mui nemet trouz ar peziou eiz real ; hag abaoue dibenn an trede bloavez, pegen alies bennak ma leze Soaz he fez ugent real da goueza a-drenv e gein, Noun ne ree van ebet.
Marteze en dije klevet trouz ar peziou aour, met tiegez boutaouer-koad Sant-They ne anaveze ket ar boutoniou melen-ze, hep toull na gar ; a-boan ma oa deut o brud beteg eno.
Petra ober ? Netra ! Ha setu great e zonj gant Noun : « Arabad d’in klemm, emezan d’e hini-gamm ; an den a jomm den, evit d’ezan beza bouzar, n’eo ket gwir ? Hag a vefen gwelloc’h evit en em jala, me ? An Aotrou Doue, me ’oar mad, en deus skrivet war e leor bras, e-lec’h ma ’z eus meneg ac’hanon-me : « Noun al Ludueg, gwaz Soaz Gamm boutaouer-koad e Sant-They, a chomo bouzar betek… klevout! » ⁂
Eur zulvez, dioc’h an abardaez, war-dro mare Gouel-Yann, en eur dana e gorn-butun dre e liorz, Noun al Ludueg a welas e oa ruz ar c’herez e blenchen ar gwez. En eur zellet outo, an dour o tont en e c’henou gleb, Noun a chomas eur pennadig da zonjal. « Nag int a zo flour ha ruz, va c’herez ! E-giz muzellou gwerc’hezed o c’hoarzin da bôtred yaouank. N’o c’hlevan ket, met kaout a ra d’in e lavaront : « Ne boki ket d’eomp ! Nann, ne ri ket ! Re goz out ! » — « Re goz oun, eme Noun ; tanfoeltr ! gwelet a rimp ! » Hag hen tenna boutou, tok ha chupenn, hag o pigna da gaout ar c’herez. E penn eur brankig kamm e welas eun toullad egiz o c’hoarzin goap ; ha Noun d’ezo ! Paour kez ! Emichanz e droad a risklas, e zaouarn ne oant ket krog mad a-walc’h, ha… pouloudoufez ! setu Noun al Ludueg o vont war e benn d’an traon, dre douez an deliou. — « Aotrou Sant They benniget ! e mezan en e zonj ; ema great evidon ! »
Soaz Gamm hag eun amezeg a glevas trouz al lamm ; kaout a rejont Noun astennet dindan ar wezen hag, unan krog er penn, egile en divesker, e kasjont anezan d’e wele. — Koulskoude al Ludueg n’edo ket maro, met eun tammig badaouet, mezevennet ; dislounka ’ree zoken bras e zaoulagad en e benn, en eur c’houlen penaos ne oa ket en em lazet.
— « En em jalez ket, Nounig, a responte Soaz Gamm ; eun taol netra eo heman, te ’welo ! Ne varvi ket kentoc’h, te ’welo ! Me a ya da lakaat ac’hanout da c’houezi. » Evit Soaz Gamm ne oa nemet al louzou-ze mat ouz pep klenved. Klevit kentoc’h : pa oa bet Herri ar Marichal gant ar remm pe droug sant Urlou en e zargreiz, Soaz he doa gwelleat anezan en eur ober d’ezan c’houezi. — Eun niz d’ezi, an dreuz warnan gant an derzien bep tri pevar devez, en doa ranket choucha ha chomm war e wele ; mâ, Soaz a deuas a benn da derri an derzien warnan, atô en eur ober d’ezan c’houezi. — Ha me oar, me, ped all a voe gwelleat c’hoaz ganti en doare-ze ! Beteg an aotrou person, pa dorras e c’har ; Soaz a reas d’e c’har parea, atao en eur ober d’ezan c’houezi !
Setu ’ta ma oa klenket Noun, penn hag all, etre diou c’holc’hedad pell, ken ne weled ken anezan na fri, na skouarn, na bleven. — Eun heur pe ziou e chommas moredet, ha, pa zivorfilas, eur c’houezen warnan ken ma zave ar moged dioutan, oh ! burzud ! Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They, a gleve kouls pe welloc’h eget biskoaz !
— « Aotrou sant They benniget, emezan, eat eo ar bouzar diouzin ! »
— « Da zorc’hennou da vihana n’int ket eat kwit ! » eme Soaz Gamm, diskredik an tamm anezi. — Mes gwir edo, hag an hini goz a rankas kredi, rak he Noun al Ludueg a gleve trouz o koueza gant ar peziou ugent real, eiz real, dek gwenneg, ha daou liard toull zoken.
Hopal a ree gwasoc’h eget eun diskiant : « Gwelleat oun, Aotrou sant They, gwelleat oun ! Emaoun pare, ha va gwezen kerez eo he deus great ar burzud ! »
— « A gav d’it ? » eme Soaz Gamm.
— « Ya, ya, va gwezen kerez, ha piou ken nemeti, mar plij ? Pebeuz louzaouer am eus aze !…
Ah ! va diouskouarn, siouaz d’eoc’h ! pell zo e vijec’h bet pareet, m’am bije gouezet e oa awalc’h kaout eul lamm diouz va gwezen kerez ! »
Ar vrud, ar wreg divalo-ze, kant genou d’ezi, a skignas buhan ar c’helou tro war dro, hag hep dale eun engroez a dud a ziredas betek Sant-They da welet gwezen-kerez ar boutaouer. Doareou ar burzud a oa zoken moulet war ar c’hazetennou, ha lod a lavar e tennas ar mestr-skol poltred ar wezen : me n’ouzoun ket, me ! Ar pez a c’houzoun evit gwir eo e oa dre ar vro neuze eur Zaoz droch bennak hag a ginnigas mil lur eus ar wezen. Noun a felle d’ezan kaout pemp kant skoed, met ar Zaoz ne fellas ket d’ezan o roï.
Neuze eur zonj dispar a zidenvas e spered Noun al Ludueg : « Soaz, emezan, d’e hini-gamm, hor gwezen-kerez a dalv eur binvidigez. Sonj nag a dud bouzar a zo aman dre ar vro. Mâ ! Evit parea n’o deus nemet koueza eveldon-me diwar hor gwezen-kerez. Te welo, dastum a rimp leve, ha pa na rofe pep bouzar d’eomp nemet pewar real, ne gousto ket c’hoaz re ger d’ezan parea. »
D’ar zul war-lerc’h, Soaz Gamm a roas pemp gwenneg da Ber ar C’hloc’her evit embann diwar ar Groaz, goude an oferennou, e c’helle ar re vouzar, gant ma paefent pewar real, mont da barea diwar gwezen-kerez Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They ».
Ha goude ar gousperou, meur a hini a oa digouezet da glask ar pare digant ar wezen vurzudus. Bez’ e oa eno Yan Dreboul, unan teo ha kofek etre bras ha bihan : egiz kanolier war vor en doa great e amzer-servij, ha trouz-kurun an tennou kanol o krozal en doa e vouzaret krak. Hag abaoue e oa deut da zerc’hel hostaliri an Tri-Lounk, tost d’an Ankou. Hen ivez en dije karet gwellât, rak an hanter eus an amzer ne gleve ket petra felle d’e everien kaout.
— « Ac’hanta ! Yan Dreboul, a c’houlennas Noun digantan diou pe deir gwech, pignat a rez war ar wezen ? »
— « Re a boan am befe, rak re a bouez a zo ennon ; arabad d’eoc’h koulskoude kredi em befe aon da goueza en traon ; nan ! mes arôk klask netra, red eo d’in moanât eun tammig ; ha goude-ze ni a welo. »
Unan bouzar all oa e hano Tin ar C'hozdanvad, ginidik eus ar C’hap-Sizun, du-hont pell.
— « Me zo o vont da bignat, emezan da Nounig ; met easoc’h e vefe d’in tenna va zaol, ma vije ledet eun dra bennak dindan ar wezen evit souplât va lamm. » — Soaz Gamm a redas da gerc’hat ar c’holc’hedad-pell a-ziwar he gwele ; ha Tin ar C'hozdanvad el laez gant ar wezen, hag uhel c’hoaz ; mes kerez a gave dre ma pigne, hag e tebras, hag e lonkas kement, ken, pa oa leun e gof, ne zonjas mui, hen, en e ziouskouarn, nag en e bare hag, elec’h ober eul lamm en traon, e tiskennas war e bouezig. — Da vihana pevar real a baeas e gofad kerez : setu ar boutaouer n’en doa ket a goll dioutan.
Eun trede perc’hen da ziouskouarn vouzar a zigouezas : hennez a oa Filip ar Stroalleg, diouz kostez Kerblevek e Pouldregad, laer dre vicher, rak eur c’hemener brocher-laou edo ; hag eun amziod kaer a oa dioutan, daoust d’ezan da veza kemener. N’ouzoun ket mad a-walc’h pe oad a c’helle kaout ; etre ugent ha pevar-ugent koulskoude a gav d’in edo. A-hend-all, divesker hir-hir en doa, met ken treut ha ker moan hag eur spanell-krampouez.
Ker skanv hag eur gwiber pe eur c’haz-koad e pignas gant ar wezen-kerez, goude beza roet e bevar real. E oa o vont da lammet en traon, pa c’houlennas Noun digantan : « Ha laket e vo ar c’holc’hed dindan ? »
— « Petra ? » eme egile, pounner-klevout.
— « Laket e vo ar c’holc’hedad-pell dindanout ? »
— « Hag hi a oa dindanout-te ? »
— « N’edo ket »
— « Mâ ! kerzit holl diouz va hent ! »
Diou pe deir gwech e serras e zaoulagad ; krafignat a reas e benn diouz an daou du ; hag e tiskrogas e zaouarn diouz ar brank kamm, hag e kemeras an hent da zont en traon dre douez an deliou, buanoc’h eget m’edo pignet. War e benn e kouezas, dres, el lec’h m’edo kouezet Noun al Ludueg. — « Ac’hanta ! Filip, penôs emaout ganti ? Ac’hanta ! Stroalleg, klevout a rez ? » a hopas Noun warnan.
— « Egiz kent », emezan, en eur zevel divahagn.
— « Dont a reio ar pare, eme Soaz, met red e vo d’eoc’h mont d’ho kwele ha c’houezi e-tailh, kenta ma tigouezoc’h er gear. »
Antronoz boutaouer-koad Sant-They hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werza yer ha viou ; edont o-daou er c’hoc’hu, pa zigouezas gwreg Filip ar Stroalleg da ober reuz d’ezo. — « N’ho peus ket mez, eme houma ? Petra ’c’hoari ganeoc’h, chalopenned ? Klask lakaat an an dud da derri o izili ! Pe fur pe zod oc’h ?… Hag ober paea c’hoaz ?… Da vihana ma vije bet evit netra !… Neuze c’hoaz, c’hoaz !… Ha va Filip en deus bet an derzien evit an noz ; ha, siouaz ! ma teu da chom ganin pell war e wele, piou a vago ar Filiped bihan, ne ket c’houi eo ? »
Kant tra all a lavaras c’hoaz ; Nounig al Ludueg ne zizerre ket e rann. — « Petra ’fell d’eoc’h ? eme Soaz Gamm ; va Ludueg, plac’h paour, en eur goueza, en doa lezet e zroug bouzar dindan hor gwezen-kerez ; hag ho Stroalleg d’eoc’h-c’houi en deus sammet droug va gwaz war e hini. Setu aze ar stal…! »
Pa deuas da Zant-They, Noun al Ludueg, en desped da Zoaz Gamm hag a gare kalz ar c’herez, a droc’has e wezen vrudet, hag a reas bouteier-koad ganti, p'eo gwir ne felle ken d’ezi roï ar pare d’ar re vouzar !