◄ Ar re a oar lenn | Ali | ► |
Na eûz ket a welloc’h embannou (annonces), dreist holl evit ann dud diwar ar meaz, eget a re a ve lakêt en un almanak ; ar re-ze a chom epad ar bloaz en ti, indann dorn pep hini, hag a ve kavet d’oc’htu, pa ve ezomm.
Ann dud ho defo c’hoant da lakâd embannou en Almanak Breiz-Izel evit ar bloaz 1873, a zo pedet da skriva, a-raok ann de kenta a viz Du 1873, d’ann otro Gadreau, imprimeur, streat ar Ramp, 55, en Brest.
Un embann a ur bazenn pen-da-benn a gousto pemp skoed (15 fr.)
Un embann a un hanter pazenn, — daou skoed eiz real (8 fr.)
Pedi a reomp ive ar Meariou, pe ann dud all a gavfe faziou (des erreurs) en hon Almanak diwarbenn ar foariou, ar marc’hajou pe un dra all bennag, da skriva d’imp (M. Gadreau, Imprimeur, rue de la Rampe, 55, à Brest), hag ar bloaz da zont a refomp welloc’h.
En timbr-post a vezo gallet paea ann embannou.