Disanv
J.-P. Gadreau, 1872 (pp. 59-64).
◄  Komzou distaget mad Ar re a oar lenn Ali   ►


AR RE A OAR LENN
————


Ar broio ar muia evuruz eo ar re lec’h ma oar ann holl lenn ha skriva.

Ar re a oar lenn ha skriva a anavez gwelloc’h ho micher. Gant ul levr mad, un oberour (ouvrier) a disk kalz a dreo ; gwelloc’h e labour, muioc’h e c’hone ha nebeutoc’h a em skuiz. Bars ul levr mad, al labourer douar a disk pe arar eo ar gwella, penoz e tle teila he douar, ha petra eo ar gwella hada ebars. Ur mesaër a disk iwe petra a zo mad ewit ann denved, ha petra ewit ann oc’henn hag ar saout.

Ar re a oar lenn ha skriva, na vent ket bourdet (trompés) eaz gant ar re-all. Goûd a reont mad pegement a tleont da baea ewit an taillo ; goûd a reont pegement a tleont prena pe gwerza ur pez douar ; goût a reont penoz tle bea rannet etre bugale ar madou a zigouez d’ezhe a-beurz ho zud ; goûd a reont en pe doare e c’hallont lakâd hoc’h arc’hant en tenzaour ar spernediges, pe ar Caisse d’épargne, evel ma ve lâret en gallek ; gwiziekoc’h int ha pinvidikoc’h, peurvuia, eget ar re na ouzont na lenn na skriva.

Ar re a oar lenn ha skriva a zo evuruz. Ar merdead a ve war-vor, pell ouz he vro, a glew dre ul lizer penoz he vamm, pe he vroeg, pe e vugel, a zo en iec’hed, er gêr, ha kement-se a ro d’ehan plijadur ha kalon. Ar soudard a ve êt d’ar brezel a zigas ul lizer da dud he vro ewit lâret d’ezho penoz ez eo beo ha iac’h, ha neuze na grenont ken evit-han. Ann hini a ve bet er skol, na ve ket nec’het pa ve en hent, pell ouz he vro. Skriva a ra d’ar gêr, hag e lâr : — « Grêt ann dra-man, pe ann dra-hont ; prenet buc’h ann amezek Iann, kement ha kement ; gwerzet ann ed-du ; laket kalz a gerc’h er bloaz-ma ; digaset d’in arc’hant ; deut ma bete, rag klanv-braz ez on. » — Hag a ve grêt holl kement-se, evel pa vefe er gêr he-unan.

Ar re a oar lenn ha skriva a disk bea neat, hag a dalc’h ho zi hag ho dillad neat ha kempenn, hag abalamour da se ho d-eûz gwelloc’h iec’hed. N’ho d-eûz ket ezom da vont d’ann hostaleri ewit em diskuiza, rag o lenn ul levr mad bennag a em diskuizont. Ul levr mad a zo d’ezhe brassoc’h plijadur eget ur voutaillad sistr pe gwin koz ; pelloc’h e pad al levr, ha na goust ket muioc’h. Ar re a gomer plijadur hoc’h eva a deu da em vezvi, hag a goll ho skiant vad hag ho iec’hed ; hag ar re a gomer plijadur o lenn ul levr mad, a disk bepred un dra talvouduz bennag, hag a vir ho skiant-vad hag ho iec’hed.

Ar re a oar lenn ha skriva a dibab gwelloc’h kuzulierienn ar baroz (conseillers municipaux), ho mearien, ho c’huzulierienn general (conseillers généraux) hag ho deputeed. Mar vije bet dibabet deputeed mad gant holl vroiou Bro-C’hall, na vije ket bet a vrezell, hag ann dud diwar ar meaz n’ho dije ket kollet ho bugale hag hoc’h arc’hant.

Tud diwar ar meaz, disket holl lenn ha skriva, hag a vefet muioc’h gwiek, pinvidikoc’h hag evurusoc’h. Mar d’oc’h re-goz ewit diski, kaset da viana ho pugale d’ar skol, hag a lenfont evidoc’h. Un dra vezuz eo ewit hon bro Breiz-Izel gwelet merc’hed a bemzek vloaz o vale epad ann dez, hag oc’h ober netra ; mar gwijent lenn, e lenfent d’ho zud koz, ewit ober d’ezhe plijadur ha diski un draïg bennag. Ho potred na labouront ket a-raok daouzek pe drizek vloaz ; da c’hortoz ann oad-se, ma ’z afent d’ar skol, ha mar redfent un tammig nebeutoc’h dre ar parko hag ann hentjo, a vefe gwelloc’h kement-se ewit-hê hag ewit-hoc’h, me oar-vad.

Potred Breiz-Izel, a-benn nebeud a vloaveziou a vefet soudardet ; mar na ouzoc’h netra, na vefet bikenn nemet soudardet simpl. It d’ar skol, disket lenn ha skriva, ha neuze e c’halfet dont da vea kaporaled, serjanted, hag hueloc’h, marteze. Muioc’h a c’honefet, ha nebeutoc’h a boan ho pezo. Disket lenn ha skriva, a lâran d’ehoc’h c’hoaz, hag un dez a vefet kuzulierienn munisipal, ha marteze mear en ho parrez : piou a oar ? Da vihana, a vefet tado a famill doujet, hag ann holl a c’houlenno digant-heoc’h kuzul. D’ar re a oar lenn a vreman ez eo da rei skouer d’ar re all. D’ann abardae, goude labour ann de, hag ar suliou, er goanv dreist-holl, pa ve holl dud ann ti hag a weziou amezeienn, dastumet en dro d’ann tan, lennet d’ezhe, a vouez huel, Almanak Breiz-Izel, hag an trajedienno koz a gaver da brena en Lanhuon hag en Montroulez, evel Santes Tryphina, Ar pevar Mab Emon, Santes Genovefa, ha re-all c’hoaz ; kanet iwe ar gwerziou hag ar soniou a wez-all, evel ar re nevez, hag evel-se a kavfet plijadur ha diskadurez, hep poan a-bed.