ALIOU EUR VAMM D’HE BUGALEZ.
————
War donn : Zantez Mari, Mam Doue…
————
1.
Klevit amann, bugalez,
Klevit eun ali mad :
Roit d’in ho karantez
Hen-nez eo ho tlead ;
Rak Doue a c’hourc’hemenn…
Na vezit ket digar…
Anez n’ho pezo biken
Eur-vad war ann douar !…
Diskan :
Mamm vad, zec’hit ho taelou
Ha bezit laouen c’hoaz,
Rag ho kwir vugaligou
Ho karaz a viskoaz !…
2.
Eur vamm a ro d’he bugel
Leaz he broun d’hen maga ;
Gwelloc’h ve gant-hi mervel
Ha dilezel pep tra
Kent evit gwelout he mab
Re bell enn dienez ;
Euz ann holl draou ann dibab
A vezo da hen-nez.
3.
Gant-han bepred trubuillet
Enn noz ma gousk taken ;
Kerkent ha m’he deuz klevet
Gant-han eur griaden,
E tilamp euz he gwele
Evit hen luskella,
Ha d’ezhan e ro goude
Eur banne da eva !…
4.
Ne-ket awalc’h en maga,
Deski komz a raio ;
Lavaret : Mamm ha tata ;
Breton mad e vezo ;
Galvet eo ar c’hemener
D’hen gwiska penn-da-benn :
Bragou braz, chupen vezer,
Eur pennad bleo melen !…
5.
Ha goude kemend a boan,
Breman, p’eo eunn den kaer,
Gand ar roue, a glevann,
D’ar brezel hen galver…
Torret en deuz kalz pennou,
Desket en deuz gallek…
Allaz ! Doue, ma Aotrou !
Ne oar mui brezonek !…
6.
Ma flaneden zo kalet ;
Setu petra c’hoarve :
Bugalez em euz ganet
Ha n’ounn ket evit-he ;
Breman e komzont gallek,
Eur iez ken dishano !…
Ha me a gomz brezonek…
Tud digar, it enn dro !…
7.
Me zo evel eur goz iar
O sevel houidi ;
Pa gerzont war ann douar :
Ez int ier emezhi ;
Hogen pa ’z eont enn dour
Ar vamm baour zo spontet ;
Kemerit da vezelour
Ar pez em euz laret.
8.
Karit ervad Breiz-Izel,
Hen-hez eo ma hano,
Ha mirit bete mervel
Iez koz Barzed ho pro,
Enorit neb ho magaz,
Ho mamm ez eo bepred ;
Doue hen gourc’hemennaz
Ha n’ho tilezo ket !…
Diskan diveza :
Mamm vad, zec’hit ho taelou,
Na vezit mui mezek ;
Breman ho pugaligou
A gomzo brezonek.
|
Gwengamp, Eost 1869.