Bennoz d’hec’h, ma Doue !

◄  Ar falc’her Bennoz d’hec’h, ma Doue ! Aliou eur vamm d’he bugalez   ►






BENNOZ D’HEC’H, MA DOUE !


————


Gloria in excelcis Deo !

War don : Gralon ha ker Is.


————


O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet hoc’h euz d’in eur vamm vad,
Eur vamm meurbet karantezuz,
Evel ho Mamm, Salver Jézuz.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet hoc’h euz d’in eun el mad,
Zo diskennet euz ho palez,
’Vit ma hencha ’pad ma buez.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet hoc’h euz d’in sant Egarad,
Sant Egarad evit Patron ;
Vel-d-han ra vinn kristen gwirion !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Dre ho kraz me a zo Breizad ;

Breizad ha Kristen me a vo,
Kristen, Breizad, bete ’r maro !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in boet ha dillad,
Evel d’al labousik bihan
Epad ann hanv d’hec’h-hu a gann.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
N’ alfen ket hoc’h ankounac’haat,
Roet ho c’heuz d’in eun ene,
Evit ho karout, ma Doue !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gwelet rann gant ma daoulagad,
Ann héol, al loar hag ar stered,
Hag ann traou kaer hoc’h euz krouet.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in mignoned er-vad,
Kerloc’h[1], Daniel[2], an Eskop Gwen[3],
Karis[4], pevar zant, pevar den.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gan-hec’h eo bet harpet ma zroad,
Hag aliez oc’h deut d’am difen
Ha d’am derc’hel enn ho lezen.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Bet em beuz, ’vel-d-hoc’h, kalonad ;
Neuze me goueze d’ann daoulin,
C’houi, ma Doue, zelle ouz-in !


O ma Doue, c’houi a zo mad !
Sec’het c’heuz d’in ma daoulagad ;
Pa voann pleget gant ann anken,
Ma Doue, c’houi voa em c’hichen.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Ped gwech oc’h deut evel eun Tad
D’am zevel diwar ann douar,
Pa gouezenn dindan ma glac’har.

O ma Doue, c’houi azo mad !
Roet oc’h euz d’in ma mennad,
Pa oc’h euz lakeat em chreiz,
Karantez, esperans ha feiz.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Pedet, meuz ho Mamm e Bulat,
E Remengol, e Jossélin,
Hag e Gwengam, war ma daoulin.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Pa vo serret ma daoulagad,
Astennit ho torn gant true,
Salver Jezuz, war ma ene.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Me a deu d’ho trugarekat ;
Gloar d’hec’h, Jezuz, e Breiz-Izel
Gloar d’hec’h, Jezuz, gloar eternel !


J.-P.-M. Ar Skour,
Barz ann Itron Varia Remengol.


Enn iliz abati Landévének, e-tal bez sant Gwénolé ha bez he vignon ker, ar roué Gralon, 25 a viz Eost 1869.


————
  1. An Aotrou Kerloc’h, Person Hanvek, maro ar 17 a viz Genver 1860.
  2. An Aotrou Daniel, Vikel-Vraz a Eskopti Kemper, maro ar 26 a viz Du 1868.
  3. Ann Eskop Guen, — eur zant, ann Aotrou Joseph-Mari Graveran, Eskop Kemper ha Leon, maro ar c’henta deiz a viz C’houevreur 1855.
  4. Ann Aotrou Michel Karis, Barz Méné-Bré, Person Plougras, maro e Plestin, ar 15 a viz Mae 1867.