D. Derrien, 1902  (p. 97)



AMZER GOLLET
————

Evel eunn huvre kaer, evel eul luc’hedenn.
Va iaouankiz a zo tremenet da-viken,
Hag evel-d-hi, brema, levenez ha frankiz
A zo nijet a bell, heb mui dont war ho c’hiz.

Setu perag, siouaz ! euz ann nevez-amzer
Ne c’hallinn mui karet ann derveziou ken kaer,
Ar bokejou n’int ket, a gav d’in, ken skeduz
Ha kan al laboused n’eo mui ken dudiuz.

Euz ann diskar-amzer ann derveziou tenval,
Ar mor braz e-kounnar, ann avel o iudal,
A blijo d’am spered leun a denvalijenn
Ha d’am c’haloun beuzet er glac’har, enn anken.

Perag em euz klasket en em zevel ken huel,
Evit koueza dostu, torret va diouaskel ?
Feiz, kaloun ha frankiz, ann aour a zo brema,
Gant Satan, mestr ar bed, c’houi ne dalit netra.

Ne glaskenn koulskoude nemed ober ar mad,
Digeri d’am c’henvroiz muioc’h ho daoulagad,
Hogen gwell eo gant-ho sellet oc’h ann tu kleiz
Ha mont, diot ha dallet, war-lerc’h ann dud direiz.

Nac’het ho deuz, siouaz ! ho zadou Chouanted,
Euz ar re C’hlaz, o mez ! e reont ho mignouned !
O Bretouned ! dre druez, ne nac’hit ket ho pro,
Evel ho tadou koz kit kentoc’h d’ar maro.


————