Ar barz hag he viniou

D. Derrien, 1902  (p. 95-96)



AR BARZ HAG HE VINIOU
————


War ribl ann hent, e-skeud ann deliou
Poultrennet euz eur c’harz,
Mantret ha beuzet enn he zaelou,
Em euz gwelet ar barz ;
He dal a ioa tenval ha soublet,
Ha gand eur vouez truezuz
E roaz, heb dale, d’in da glevet
Ar c’homzou-ma klemmuz :


DISKAN


Brema, siouaz ! ne vez mui kanet,
E Breiz-Izel, gwerziou, souniou,
Hon amzer gaer a zo tremenet,
Marvomp eta, paour keaz biniou !

Sonj ec’h euz, gwech’all ar Vretouned
A galoun a ioa gae,
Hag er pardoun koulz hag enn eured
Ann dud holl a zanse ;
Me, gant va mouez, ha te, gant da zoun,
A skuille levenez,
Evel ann heol, ebarz e kaloun
Tener ann den-nevez.


Evit gallek draillet eunn hanter
E lozer ar iez koz,
D’en em vezvi, da zul, e chomer
Er bourg beteg ann noz ;
E leac’h dansal hag e leac’h kana,
Ann dud iaouank, hirio,
Ne c’houzont mui nemed azeza
Da c’hoari domino.

Ne garomp nemet iez Breiz-Izel
Biniou, va mignoun ker,
E-touez Breiziz, ma teu da vervel,
Petra c’hallfemp ober ?
Doue ra viro n’ho defe keuz-braz
D’ar barz ha d’he viniou,
Sklaved vezint ma kollont, siouaz !
Ho iez hag ho giziou.

Med, petra lavar mouez ann ekleo,
War eunn ton kaer-meurbed ?
Klevet a rann, e iez c’houek ar Vro,
O kana c’hoaz barzed ;
Daoust ha Gwenned, Leon, Treger, Kerne
En em glev vid herzel,
Daoust e ve dihunet adarre
Spered koz Breiz-Izel ?


DISKAN DIVEZA


A ! m’eo gwir e tle beza kanet,
E Breiz-Izel, gwerziou, souniou,
Hon amzer gaer n’eo ket tremenet
Hag e vevimp c’hoaz, va biniou !


————