An Alarc’h tremor

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Alarc’h.

1930  (p. 14-15)



AN ALARC’H [1]
————

En amzer-ze e oa distag-kaer Breiz ha Bro-C’hall an eil diouz eben. Breiziz a oa mistri en o bro hag ar C’hallaoued en o hini, met brezel a oa e Breiz, tri bloaz war-nugent a oa, etre diou gostezenn, hini Yann Vontfort hag hini Charlez Bleiz, harpet, ar genta anezo, gand ar Zaozon hag eben gand ar C’hallaoued, o klask gouzout piou anezo o daou a zougje kurunenn Breiz, warlerc’h an Duk Yann III, marvet disher, d’an 30 a viz ebrel 1341.

Kostezenn ar Vontforted a jomas an trec’h ganti d’an 29 a viz Gwengolo 1364, pa voe lazet Charlez Bleiz, du-hont, war lanneier Alre, harp e Keranna.

Siouaz, trec’het war dachenn ar brezel, enebourien Yann Vontfort a labouras, dre zindan, hag a lakeas ar Vretoned d’en em zevel a eneb o duk, a rankas mont d’an harlu da Vro-Zaoz. Nebeud bloaveziou goudeze, pennou bras Breiz, pa weljont edo o bro o vont da veza staget ouz ar Frans, en em unanas hag a gasas eur c’hannad da Vro-Zaoz, da bedi Yann IV da zistrei : ober a eure e ziskenn e Dinard d’an 3 a viz eost 1379, da lavarout eo breman ez eus 550 vloaz, e kreiz ar bleuniou hag ar meuleudiou : Bretoned a bep renk a ziredas d’e zaludi. Intanvez Charlez Bleiz, Janned Penteur, hec’h unan, e giniterv-gompez hag e enebourez touet, betek neuze, a deuas da zaoulina dirazan hag a roas evelse eur skouer hep par o lakaat silvidigez ar vro da dremen a-raok pep tra hag eus an eil menez d’egile e klevjod o tregerni ar c’han-man, kan an alarc’h :



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \override Rest #'style = #'classical
      \autoBeamOff
      \tempo \markup {\italic "Tempo di marcia."}
      \time 2/4
      \partial 8*1
      e8 a b c r | a4 gis8 gis | \time 2/8 a8 e | \time 2/4 a8 b c r | a4 gis8 gis
      \time 2/8 a8 c | \time 2/4 c8 d e8. e16 | d8. c16 c4( | b2) | a8 b c b16 a
      a8 gis16 gis a8 r | e4\fermata r | a8 b c b16 a | a8 gis a4_\fermata \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Eun a -- larc’h, eun a -- larc’h tre -- mor, Eun a -- larc’h, eun a -- larc’h tre --
      mor, War lein tour moal kas -- tell Ar -- vor_! Din_! din_! daon_! d’an em --
      gann, d’an em -- gann, o_! Din_! din_! daon_! d’an em -- gann ez an_!
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #150
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 110 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


Eun alarc’h, eun alarc’h tremor,
Eun alarc’h, eun alarc’h tremor,
War lein tour moal kastell Arvor !
Din ! din ! daon, d’an emgann, d’an emgann, o !
Din ! din ! daon, d’an emgann ez an !

Neveenti vat d’ar Vretoned,
Ha malloz ruz d’ar C’hallaoued !

Erru eul lestr e pleg ar mor,
E oueliou gwenn gantan digor ;

Digoueet an Aotrou Yann endro,
Digoueet eo da ziwall e vro ;

D’hon diwall diouz ar C’hallaoued,
A vres gwiriou ar Vretoned.

Ken e laosker eur youc’hadenn
A ra d’an aod eur grenadenn.

Ken e tasson meneziou Laz
Ha ken e trid ar gazeg c’hlas.

Ken e kan laouen ar c’hleier
Kant leo tro-war-dro, e pep ker !

Deuet eo an heol, deuet eo an hanv,
Deuet eo en dro an Aotrou Yann !

An Aotrou Yann a zo paotr mat
Ker prim e droad hag e lagad.

Gand e gleze ker krenv e tarc’h
Ken e taouhanter den ha marc’h.

Neb a drouc’h ’vel ma trouc’hez-te,
N’en deus aotrou nemet Doue !

Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mat,
Arzav na truez, gwad ouz gwad !

Skrigna ’ra bleizi Breiz-Izel.
O klevout embann ar brezel ;

O klevout ar you e yudont ;
Gant c’houez ar C’hallaoued e reont.

Paotred Bro-C’hall, ’lec’h ma kouezint
Betek deiz ar varn e kouskint.

An diveradur eus ar gwez
’Ray dour benniget war o bez !

  1. Alarc’h = cygne, e galleg.