Eun den koz, hanvet an amzer,
Ha bepred ho veachi,
Digouezet var bordik eur ster,
En em laka d’huanadi :
« Hag ama ’ vezin lezet
» Hep truez ouz va mizer,
» Ha c’houi c’helfe, va mignouned
» Chom hep tremen an amzer ?
E’n tu all, eur bodad merc’hed,
A lavar an eil d’heben :
« E bagik an amourousded,
» Deomp-ni, deomp d’hen didremen
Unan a respount gant furnez :
« Petra ’ zeomp-ni da ober ?
» En em goll a rear aliez
» Ho klask tremen an amzer. »
An amourousded p’ho c’hlevaz,
Ho fignaz e’n he vagik :
Daou roenvik flour a gemeraz
Evit sturia e lestrik ;
Heana ’ra, gueachouigou
E’n eur gana dibreder :
« Ganhen-me, va merc’hedigou
» Eo e tremen an amzer.
Pa voa guir well’ ar blijadur
An amourousded, treitour,
A daol ar roenv a lez ar stur,
Ar vag a ia gant an dour,
Neuze an amzer ho roenvad
A gân : « An amourousded
» Ganhen da m’ zro, c’hui ’vel ervad
» A dremen, eta, merc’hed. »