Ar C’hreg iaouank ho luskellat

Société de la Presse catholique, 1900  (p. 75-78)



AR C’HREG YAOUANK
HO LUSKELLAT E MAB ENA


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.

AR C’HREG YAOUANK
HO LUSKELLAT E MAB ENA


————


I


Pa voan e’r ger, e ti ma zad,
Me ne valejen ket var droad.


II


Var droad, me ne valejen ket,
Ato kar pe varc’h torchennet.


III


Me ’ zouge, neuze, eur boutaou
Ha na velet ket ho zeuliaou.


IV


Ha na velet ket ho zeuliaou,
Goloet ma z’oant a c’halonsaou.


V


A c’halonsaou arc’hant ag aour
Ha me zoug brema truillou paour !


VI


Me zonje d’heon, pa zemejen ;
Tol labour mui ne rajen.


VII


Netra, nemet hervez ma c’hoant,
Ruilla ’r voul ha dispign arc’hant.


VIII


C’hoari gant ma daou zorn ho daou
Ha torri kraon e’r pardoniaou,


IX


Mez siouas ! goude labourad
Me ro ma joug da gant bazad !


X


Red mad d’heon gober goassoc’h c’hoaz,
Pilad al lann gant ma zreid noaz,


XI


Tud iaouank paour, pa zimezet
C’houi na zounjit ket petra ’ ret.


XII


Ha mont da gredi, ne ra de,
Na gouez an aour a vegou ’r goue,


XIII


Na gouez an aour a vegou ’r goue !
Ha pa dal delliou melen ’ ve.


XIV


Ha pa dal delliou melen ’ve,
O roi ho flas dvar re neve,


XV


Tud iaouank, abars dimezi
Klozit eul liorz e tal ho ti.


XVI


C’houi ’ lakai e’n han, bep eil tro,
Goude ’n eured dri bod c’huero.


XVII


Bod nec’h a ziou, bod klemm a gleiz,
Ha bod rann-galon e’n ho c’hreiz,


XVIII


Tro var dro greun pasianted
Ha mont aliez d’ho gueled.


XIX


D’ho doura mad dour ne vanko
Eus ho taoulagad e kuezo.


XX


Chetu ma zôn, brema ma zud,
Hervez ho c’hoant choasit ho klud.