A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 457-459)



AN ANKOU
————

E kær B… edo ar c’his pa veze bet an Ankou oc’h ober eun dro, ha pa gaset eur c’horf maro d’an douar, kerent ha mignonet a grie fors, a rea safar evel tud e dizesper. N’eus ket pell an ankou a deuaz adarre da ober eun dro di. En dro-ma avad n’edo ket he falc’h ganthan nag he zent discrognet ; ne ket da falc’hat e teue na da deleur strafuil hag anken, mes da zigas laouenedigez eur vech ive. Encanti a reas dre gær penauz, o c’houzout pegement a boan a rea dezho bevech ma samme unan bennag euz ho zouez, oa deut en dro-ma evit digas adarre e buez ar re en doa falc’het er gær-ze epad an daouzek vloas diveza, e vije er vered abenn tri dervez goude, hag e lacaje an daouzek bloaveziad-ze da zevel beo buezeg euz ar bez ; mar doa zoken unan bennag hag o doa kerent maro ouspen daouzek vloaz a ioa, hag o divije eur c’hoant bras da velet resusitet, n’o doa nemet scrifa dezhan en eul leac’h a vercaz, hag e roje dezho ho goulen gant ma o divije eur rezon vad bennak.

Antronos ne velet nemet tud o vont da gas liziri d’al leac’h merket gant an ankou. N’oa douet ebet n’o doa ar re-ze oll c’hoant da velet e buez adarre kerent dezho, maro ouspen daouzek vloaz a ioa, mes a ioa sonch mad anezho c’hoaz. An ankou he unan a grede kementse. Hogen souezet braz e voue pa zigoraz al liziri. Oll oant scrifet gant tud hag o doa collet unan bennag euz ho c’herent nesa n’oa ket c’hoaz a zaouzek vloas. Goulen a reant en han’ Doue ne vije ket digaset ho zud en dro.

Eun intanvez a bede caloneg an ancou da lezel er vered he fried e serr pehini, emezhi, e devoa bet poan avoalc’h. Eun intanv a lavare ne felle ket dezhan e teuje he bried e buez, rak cavet en doa eun all hag a blije dezhan cals muioc’h ; hag edo e sonch d’he c’hemeret. Bugale a ioa brema o veva en ho roll, ne rea netra muioc’h a aoun dezho eget guelet ho zad o tont adarre var an douar, rak n’o divije buez vad ebet diouthan. N’ous pet hini, o doa bet heritach en daouzek vloas diveza, a ioa mantret oll o sonjal e vije red dezho disteleur ar pez o doa bet. Eun amezek a ioa strafuillet oll o sonjal e teuje adarre he amezeg e buez, rag he stal a iea cals guelloc’h en dro abaoue m’oa maro an amezek-ze. Eur breur a grene gant aoun na deuje he vreur en dro, rak red e vije dezhan ranna ganthan, ha ne gave ket dezhan e vije tam re vraz he lod. Eur c’hulator a c’houlenne ma vije lezet er bez tad ar vinoret a c’houarne, rag en eur c’houarn tra ar vinoret-ze e c’helle gouarn cals guelloc’h he dra he unan. Bete tadou ha mamou a bede an ancou da lezel ar vugale o doa collet eleac’h ma edont, rak caout a rea dezho o devoa c’hoaz avoalc’h ha re da vaga, da zevel ha da argoulaoui.

Pa voa deut an dervez merket ganthan, an Ancou en em gavaz er vered, evel ma en devoa lavaret. Neuze tud kaer a ieas, ne ket a hiniennou, mes oll a vanden, d’he bidi da lezel ar re varo en ho beziou ; ne c’houlennent ken gras digant Doue, rak goude beza sonjet mad, eo’h anavezent ne vije ket eur vad evitho e safje ho zud euz a varo da veo.

— Anzao a rit eta, eme an ankou, ez eo eur vad, eur blijadur eo a ran deoc’h kentoc’h eget eun drouk pe eur boan pa deuan da ober eun dro en ho touez ! Anzao a rit eta n’oc’h eus ket kement a geus d’ho tud varo evel ma tiskuezit, rak ma o pije, e c’houlenjac’h ho guelet o tistrei. Perag eta kement a gri, a c’hrosmol var va lerc’h ? Perak kement a orbidou pa varf unan euz ho tud ?

Evit en dro-ma Doue a ro deoc’h ho coulen, mes bezit furoc’h eur vech all.

An Ankou a ieas kuit var gementse, hag ar re varo a chomaz er vered. Abaoue, a leverer, tud kær B… a vez didrousoc’h pa gaser ho re varo d’an douar, hag a zoug ho c’hanv siouloc’h.

————