A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 459-462)



AR C’HANVAL
————

Er vro-ma ne vez ket guelet aliez a Ganvalet ; gouscoude eus bet digasset unan bennag avechou da ziskuez. Unan eus ar guechou kenta ma voue guelet eur c’hanval e Breiz-Izel, e tremene dre vourg G… hag oa bodet eur vanden dud var he dro da zellet outhan. Pephini, na petra-ta, a gave he bez da lavaret eus al loen-ze nevez evitho.

— Sellit, a lavare unan, setu aze eul loen hag a vef couls lavaret gant netra. Eur banne dour sclear hag eun dornat geot seac’h a zo avoalc’h evithan, ha pa vez e beach ec’h ell bale gant he zamm epad an deiz ep eana na dibri tam.

— Ia, a lavaras eun all, hag ar pez so guelloc’h, ker cre eo, ma c’heller lacat dezhan var he gein samm tri marc’h mad, hag e ra c’hoas gant an dra-ze tregont leo en he zervez ep diskuez beza skuiz.

— Guelloc’h evit an dra-ze so c’hoaz, eme eun trede. Ne ouzoc’h ket pe ger sentus eo al loen-ze ? Morse ne vez izom na baz, na fouet evit he gass. Gant eur ger he vestr hen laca da vont var bennou he zaoulin evit he zamma pe he zizamma, pe evit sevel he unan varnezhan ; gant eur ger e ra dezhan mont buan pe chom goustad dioc’h m’en devez c’hoant.

— Ne ket se eo a gavan-me caera enhan, a lavaras eun all ; mes guelit ta pe ger sounn eo var he garniou, pebez ment en deus, pe gen huel e sao he benn, pebez lorc’h so enha, pe gen dress eo var he izili pa za da vale !

— Mad, a lavaras eun all c’hoas, nicun ac’hanoc’h ne zonch er pez so a vraoa enha. Ha ne velit-hu ket pe ger coant eo gant an dorgennic-ze so aze var he gein ? Pegement eo scanvoc’h, dieupoc’h da vale ? Pebez ear a noblans a ro an dorgen-ze d’he izili-all ha d’al loen abez ?

Ama ann oll a droas da zellet oc’h an hini a gomze ; hag e veljont en doa ive eun tamic torgen var he chouc. C’hoarz a savaz, e c’hellit credi. Hogen evitho da c’hoarzin d’an tort, ar re o doa comzet en he raog o doa great eveldhan, o doa ive en em roet da anaout ; ha sur oun penaus al lenner n’en defe ket izom da jom pell da zonjal evit lavaret penaus ar c’henta en doa comzet a dlie beza eun den piz, stag he galon oc’h he zanvez ; an eil eun den a nerz, eus ar re a zo pe a gred beza potred vad ; an trede eun ozac’h pinvidic, eur Mestr otus ; ar pevare eur fougeer. Evelse pep hini a gaf tro da veuli ar pez a blij muia dezhan, ar pez en deus muia henveledigez outhan he unan.

Epad ma c’hoarze an oll d’ar c’heaz tort, ha ma o divije gallet c’hoarzin kercouls dezho ho unan, setu unan eus ar re n’o doa c’hoas lavaret ger o tont da chench soun : petra, emezhan, ne velit-hu ket pe gen diforc’h eo an aneval-ze ? He zivesker a ve mad d’ober guerzidi ; he gorf so seac’h d’ober tan ; he c’houzoug so henvel oc’h hini ar garc’heiz ; he benn a ve kemeret evit penn eun danvad ; he ziouscouarn so coezet evel re al loen all-ze pehini ne vez cavet coant nemet pa vez nevez dofet ; he gein guella ma ve eo da ober eur baluc’hen, ha c’hoas an dorgen-ze a virfe…

— Ha neuze, eme c’hoas eun all, guelit pe ger plad eo var he dreid, pe gen torret eo he garniou ! Penaus cridi e c’helfe an treid-ze dishouarn ober eur pennad mad a vale ep dont da dana ?

— Ha mar debr ken nebeut a vouet hag a leverer, eme adarre eun all, pe seurt ners a dle da gaout ? eul loen ken treud hag eur vaz hag hen a ell beza eul loen mad !

N’em eus ket izom da lavaret deoc’h, lenner, penaus ar c’henta eus an tri-ma a voa eur marc’hadour kezeg ha ne vele netra en tu all d’he varc’hadourez ; an eil eur marichal kezeg hag a elje serra he c’hovel ma vije lezet dishouarn al loenet labour, an trede eul labourer douar boaz da gass melchen e kær, ha ne voa ket e poan da velet loenet o veva gant geot pe blous seac’h. Ar re ma ta a gomze pephini evit he c’hodel ; hag e guirionez pa evessear mad oc’h an dud, e veler e comzont peurliessa pe eus an traou ma zint douget dezho, pe eus an traou ma cavont eur gounit bennag enho.

————