An azen clàn var e voele,
E voa ar brud dre ar c’hontre
En em gave fall bras ha clàn,
E voa ar maro tost dezàn.
Neuse ar chas hac ar bleizy
A deu d’en bizita d’e dy,
Hac e c’houlennet deus ar mab
Penaus en en gave e dad.
An azen bian pa glevas
Ho c’histion, a zifinas,
Ma respont ane en tenor,
Ha deus ar faout a voa en or :
Guelloc’h e màn, certenamant,
Evit n’oc’h eus-u santimant.
Sans moral.
Meur a hini a seblantfe
Cavet cunz eus marv egile
Ha cousgoude e vent contant
E varfe prest incontinant.