Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Azen gwisket gant kroc’hen al leon.
FABL 88.
An Azen guisqet croc’hen al Lëon.
Eun azen a voa egaret,
Dre eur forest vras o redec,
Eur c’hroc’hen leön a gavas
Ha gant ennes en em voisqas.
An oll loenet-all spourounet
A gommanç redec allarmet :
Ma clascqe aneàn e vest
A beb coste dre ar forest.
P’er guelas, e voe zoezet,
Dre ar fesson-ze dic’hiset.
Mæs estonetoc’h e voe c’hoas :
An azen d’e gaout a deuas
Gant bleujadenno direzon
O clascq yudal evel al leön.
E ziou scouarn dizolo chomet,
E vest gante a so lammet,
En eur lavaret evellen :
Ma c’hamallat coant an azen,
Trompl ar re-ally er blazen ;
Mèn anve facil da c’hoari,
Ne oufes qet ma zrubulli.
Sans moral.
Ne gemer qet eur galite
Ma na pe ’neï en guirione :
N’en em vant qet bea zavant
Mar dout eun azen ignorant,
Na beza nobl ha pinvidic
Mar dout eur paour qez reuzeudic ;
Rac pa voefer ar voirione,
E vi goapeet dre ar c’hontre.
|
————
|