An Daou Gaz hag ar marmouz





XVIII


AN DAOU GAZ HAG AR MARM0UZ


――――


Daou gaz o doa tapet eur fourmach, ha neuze
N’hellent ket em glewet d’hen rannañ entreze ;
Eno oa bec’h, avat, war al laeron lipous !
Ma tivizjont goulen ali gant eur marmous.


Hennes oe laouen bras eus an enor d’o barn.
Penn-abeg ar breujou ’n eus troc’het en diou zarn,
Hag o laket en pep skudel eus eur balans
A blantas sonn a-blom gant kals a goustïans.

— Gwelomp ! ’mezañ… Oc’ho ! hemañ zo re bonner ! —
Hag heñ dantañ ebars, ha lonkañ eun tam kaer
Da gonpeza ’r poueziou ; ’met, sellet ar chans fall !
En em gavas kenkent ponneroc’h an tu all.

Pesort ’raje, nemet krigi, barner gwirion,
En eil darn ? Ar c’hejer a nec’has, ha gant aon
E c’harmjont : — Paouezet ! roet d’imp peb a dam,
Ha ni a yei kontant d’hen dibri heb estlam.



— Mar doc’h kontant, eme ’r marmouz, ar Reiz n’eo ket ;
’Vez ket eur seurt kuden ken prim-ze diluiet :
Pa vez tennet emaes Balans al Lezennou,
N’aje ket ’rauk, nemet even mat e boueziou. —

Hag heñ derc’hel d’ober eun tu pe du dantad,
Ken a yae an diou zarn bepret war vihanad ;
Hag heñ derc’hel d’ober dantad eun tu pe du,
Ken a zeue ’n diou zarn da voanat mu-ous-mu.

Ar c’hejer keis, spontet evit mat, hen pedas
Da rei d’e, hep kemer ken poan, pez ’vane c’hoas.
— Goustadik, mignoned ! ma gwir, na petra ta,
A renkañ kaout kenkouls ha c’houi, da vihana :



An dilerc’h-se a zo gopr ma c’harg enorus. —
Ha tapout en diou zarn, hag o floupañ fonnus ;
Ha pa oa deut ingal balans-meur al lezen,
E troas didrous kaer e lost d’ar vreutaerien.