Eun den ancien, oajet mad,
En eur mene o troc’ha coat,
Var e choug gantàn voa zammet :
Eur pennat an ent en deus gred.
Dreist ordinal en devoa nec’h ;
Scuiz hac accablet gant e vec’h.
E vemprou a voa scarnilet,
E groc’hen sec’het ha ridet,
Carget a oad hac a anvi,
Fall ha simplêt gant ar gozni.
Pa dol e vec’h var an douar,
Neuse e clemm hac e lavar,
O chaly var e oll souffranç,
Er maro e lacq esperanç,
An den ordinal en deve
Inclination d’ar vue,
Memeus en creis an anvio,
Er boan, en afflictiono.
Cousgoude alies dre glemm
Ar maro a zeblant goulen.
Evit qement-ze e car guel
Chom en bue evit mervel,
Ha mar roër dezàn da choas
Ne vo qet an ancqo e voaz.