Ar C’heginer ha daou Scolaër.

◄   An Den coz. Ar C’heginer ha daou Scolaër. An Difiner.   ►



FABL 120.


Ar C’heginer ha daou Scolaër.


Daou scolaër en ty antreet,
Ar c’heginer voa occupet
Gant e afero domisticq.
Unan a laëras ur pez qig :
Ma ro anezàn d’egile.
Ar c’heginer a santas ze,

En devoa deffaut a eun dra,
Ma c’houlen neuse digantàn
Hac int o devoa qemeret
Ar pez qig a gave mancqet.
An hini en devoa laëret
A doue gantàn ne voa qet,
Hac an hini gantàn ma voa
N’en devoa qemeret netra.
Ar c’heginer a anveas
Ho maliç, hac a lavaras :
Ma zrompla a ellet patant
Er fesson-ze gant ho sermant ;
Trompla Doue ne ellet qet,
A voel qement oc'h eus dìn gred.

Sans moral.


An dud a ell en meur a c’his
Golo ha coach ho c’holl maliç,
Ha trompla ho nessa ezet ;
Evit Doue ne dromplfont qet.


————