L. Prud’homme, 1817  (p. 86-87)


An Dradition.

Comzo Doue pere ne dint quet scrivet er levro sacr, mæs pere a so bet communiquet a c’heno gant J. C. ha conservet gant an Ebestel pere a c’heno da c’heno o deusse disquet dimp, eo ar pez a henver tradition. An Ebestel, instruet gant Jesus, o deus instruet an Esquibien o heriterien, hac ar re-màn a re da re o deus ordrenet hac instruet re-all. Erguisse en em gonserv ep chanchamant comso Doue ; rac an Ilis a so asistet gant ar Speret-Santel peini n’e c’habandono jamæs ha ne bermeto jamæs e alfe en em drompla voar ar fe ha comportamant ar gristenien. Un usaich generalainant recevet en Ilis ep ma anaveer e gommançamant a so a dradidon, evel ma zeo yun ar cnoraïs, sign ar groas, badiziant ar vugale quent an usaich a ræson, observation pe sanctification ar Sul, etc.,