L. Prud’homme, 1817  (p. 25-27)
◄  Doue An Dreindet Doue Crouer  ►


An Dreindet Santel.

Dre ar guer a Vister, e c’hententer ar guirioneo eus ar religion, pere so dreist hon ræson : rac ar pez a gomprener n’en deo quet myster. Douguen a reomp pep hini ac’hanomp ur represantation eus ar myster adorabl eus an Dreindet : hon ine, e songeo, e desir, e garantez, pere so tri zra distinct en unan hepquen. Mæs credomp, adoromp hep curiosite. Ar myster eus an Dreindet adorabl eo ar principala eus hon religion santel. Ranfermi a ra cals a articlo a fe ; chetu amàn ar re principala.

1.° Bezàn a so un Doue en tri pherson, da c’houzout eo penaus n’en deus en Doue nemet un natur divin, non-obstant ma so tri pherson en natur divin-se, an Tad, ar Map, bac ar Speret-Santel. Jesus-Christ pa gassas e Ebestel evit instrui ha badezi an nationo, a lavaras deze en ober en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel ; ar pez a discoe sclær e c’heus tri pherson en Doue, hac un natur divin hepquen.

2. Pep hini eus an tri pherson divin a so veritablamant Doue peguement benac na vent o zri nemet un Doue hepquen.

3. An tri pherson divin a so egal en pep tra tout.

4. Ne dleer quet separi an natur divin eus an tri pherson : quement-se a ve un erreur condaonet ; pep person eo an natur divin hep division na separation.

5. Ar map a so angeandret gant an Tad, da laret eo, n’en deus quen princip nemet an Tad.

6. Ar Speret-Santel a deu eus an Tad hac ar Map.

Alies e ve attribuet d’ur person epquen eus an Dreindet adorabl, ar pez so commun deze o zri. Dre exempl, d’an Tad e ve attribuet an oll c’hallout, abalamour ma zeo ar princip eus ar Map hac ar Speret-Santel, da bere e communiq e oll c’hallout hac e oll berfectiono, en ur gommunica e natur divin. D’ar Map e ve attribuet an œuvro eus ar furnez divin, abalamour ma zeo ar furnez eternel eus an Tad. D’ar Speret-Santel e ve attribuet an œuvro a vadelez hac a garantez, abalamour ma zeo carantez an Tad hac ar Map. Mæs an obero-se tout a so commun d’an tri pherson ; rac an natur divin na ell quet bezàn partaget evel-se : pa recevomp Jesus-Christ er gommunion, e recevomp ive an Tad hac ar Speret-Santel.

REMARQ.

An Ilis dre ar formulen-màn peini a hanver Doxologie, Gloria Patri, etc., pe gloar d’an Tad, ha d’ar Map, ha d’ar Speret-Santel, a rent san-cess henor ha gloar d’an Dreindet adorabl. Ar c’hantico, an hymno, ar psalmo, an oræsono a so tout adresset d’an Dreindet. An oll Oferenio, an oll Sulio ha Goelio a so tout evit henori an Dreindet adorabl. Ar Sul goude ar Pentecost a so specialamant consacret evit excita hon fe, hon c’harantez, hon adoration evit an Dreindet adorabl. Stephan Escop a Liege (910) a eure dressa an ofiç a Sul an Dreindet. Doue an Tad en deus hon c’hrouet, Doue ar Map en deus hon frenet, Doue ar Speret-Santel hon rent santel. Fe, enor, gloar ha meuleudi d’an Dreindet santel hac adorabl epad an amser hac an etemite. Amen. Greomp eta alies acto a fe, a adoration hac a garantez voar ar myster bras-màn, evit m’or bezo un deiz ar bonheur da gontempli epad an etemite, hon Doue muya caret, en palæs an Dreindet. Amen.