An Dube hag he Vestr

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 462-465)



An Dube hag he Vestr
————

Eur bourc’his pinvidig en devoa eur vanden dubeed. Great en doa evitho, e pignon he vaner, lochouigou euz ar re vrava, hag eur blijadur vraz a gemere o teleur greun dezho, oc’h ho guelet o kempen ho flun hag oc’h ho c’hlevet o roucounellat.

An dubeed ne garont nemeur mont pell dioc’h ti ho ferc’hen. Gant ma vezo taolet dezho eur c’hreunen bennag evit beva, gant ma cavint eur banne dour da efa ha d’en em gempen, eur vruzunen blous pe foen bennak da ober ho neiziou, e kemeront ho ebat tost d’ar gær, ep clask mont da velet pe e zeo frang ar bed pe ne deo ket. Gouscoude avechou hiniennou anezho a drec’h gouenn, hag a zao c’hoant gantho da veachi.

Evelse unan euz ar re ma eun dervez a droaz eur frouden en he benn. Sonjal a reas mont a bell da velet hag hen a gafje eun dra bennak guelloc’h ha caeroc’h eget ar pez en doa guelet bete neuze.

Red eo din lavaret ive e voa an dube-ma moumon he vestr. Pa deue ar bourc’his da deleur greun d’he laboused, e talc’he aliez eun nebeut en he zorn. Neuze an dube mignon a nije var he scoaz hag ac’hano var he vrec’h evit dibri e dorn he vestr. Neuze e veze poket dezhan, flouret dezhan he blun, hag al labous, e c’hellit cridi ne voa ket nebeut a fouge enhan oc’h en em velet likaouet evelse gant he vestr. Kementse, credabl, a reas dezhan cridi e voa huelloc’h eget an dubeet all, hag a zigasaz ar sonch dezhan da vont da redeg bro evit gallout goudeze en em fougeal muioc’h dirazho.

Marteze ive ec’h anaie an amzeriou, hag e c’houie e cafje neuze eun dra bennak dioc’h he zoare en douarou, rak pa deuaz ar frouden-ze dezhan edo dres ar mare ma c’hounit al labourerien douar ho ed du.

Daoust petra voa, mont a reaz en hent. N’oa ket eat a bell na zigoezas gant eun dachen vinis du nevez hadet. An douar fresk ha laboused all a vele o clask ho zam eno hen touellas da zisken, ha setu hen o tigouezout etouez eun torrad glujuri a ioa eno o scrabat d’ho bek guella ma c’hellent.

Ar glujuri a zo labouset dizroug hag egarad. Ne rejont van evit guelet ar beacher-ma o tisken en ho zouez. Al laboused-ze o deus calon vad, ha ne c’hinont ket evit ranna gant ar re all, dreist oll pa vez peadra evit an oll evel a ioa eno. Ep lavaret eta eur ger d’an divroad-ma, hen leschont da ober he geusteuren evel ma care. Pa vezer o veva divar ar bern ha pa vez cals muioc’h eget na ve izom, ne vezer morze ker kivioul na ker chich oc’h an estren. Lezel gant ar re all ar pez a vez a re ne deo morse dies.

An dube-ta a gemer he frankiz, en em laca da vont ha da zont, da rei taol beg en tu-ma taol beg en tu-hont, dre ma vel eur c’hreunen bennag, ken diencrez evel pa vije bet o rodal en dro d’he gouldri. Hogen pa sonje nebeuta setu hen o velet he amezegezed strafuillet, o plafa evel pa o divije c’hoant da vont en douar, ha kerkent eur sparfel a gouez a blom var eur c’hlujar, he zam abouez he ivinou hag he c’has ganthi o lezel da goeza dre ma zea plun ha beradou goad.

An dube strafuillet oll ne chom ket da c’hortos hirroc’h. Lacat a ra he ziouaskel da c’hoari, hag e za da gonta d’he vestr ar pez zo digouezet ganthan. He bidi a ra da zont da zifen al laboused coant ha dizrouk-ze, liou dem-alaouret dezho hag eun ear lent hag aounig, a enep al labous rouz, al labous bek cam, ar c’higer a deue d’ho laza ep abeg ebet.

Ar bourc’hiz, o clevet comzou he zube, a anavezas mad oa glujuri hag eur sparfel eo en doa guelet. Kemeret a ra he fuzil hag e za varlerc’h he labous d’an dachen ed-du. Eleac’h avad clask ar sparfel evit he distruja, e clask ar glujuri, hag ho veza ho c’havet, e tenn varnezho, e laz diou, hag o c’has ganthan d’ar gær, fouge meurbed enhan.

An dube en doa c’hoant da lavaret dezhan ne ket var al laboused-ze dizroug ha dinam eo e tlie tenna, eo ho difen eo a dlie a enep al labous rouz, al labous criz, a rea ar brezel dezho ; hogen ker sebezet, ker mantret e chomaz o velet fallagriez ha dislealdet he vestr, oc’h he velet o vont a unan gant ar sparfel evit he zicour da zistruja ar glujuri, ma na c’hellas ket lavaret eur ger, hag abaoue, a leverer, an dubeet ne gozeont ket ouz an dud.

Hogen ar bourc’his-ze ha na d’eo-hen ket henvel mad oc’h an dispac’herien-ze a veler, kerkent ha ma clevont ez euz eun tam freuz, eun tam tousmac’h en eur vro bennak, prez varnezho da vont di, ne ket da zifen an dud honest a voal gaser hag a alouber ho zra, mes da zicour an dispac’herien hag an alouberien evit gallout caout ive ho lod euz an traou aloubet. Peadra a ve evit meur a hini da chom dilavar evel an dube, mac’h evesafent mad petra a rer hirio euz al lealdet.

————