An Ifern (Catechis, 1817)

L. Prud’homme, 1817  (p. 201-202)



An Ifern.

Quen certen eo e heus un ifern evel ma zeo certen e heus un Doue. J. C. en lavar a benn seiz gueich en Aviel. An ifern eo al lec’h en peini an drouc-sperejo hac an ineo reprouvet a souffr ar supliço eternel. Al lec’h-se a so depeignet er Scritur sacr evel ur stang a dân, a soufr, carguet a loustoni, a devaligen, hac a guement tra spouronus a ouffet da imaginàn. Un articl a fe eo penaus an ineo collet eternellamant a vezo separet dious Doue, ar pez a henver ar boan a damnation, peini eo ar brassàn poan evit ur c’hrouadur formet evit Doue. Un articl a fe eo penaus ar re daonet a soufro a gorf hac a ine ar brassàn poanio ; ar pez a henver ar poanio eus ar squiencho naturel : rac ar poanio-se pe tân an ifern a vezo eternel. Cær o deus an dud impi ober o libertinet ha goab memes a Doue. N’en deo quet epquen ar fe a disq dimp e heus un ifern, ar ræson memes en lavar da biou benac a ra usaich a nezi. En effet, Doue a renq recompansi pe punissàn en Doue. Or lavaret a rer dimp penaus ne antre netra a souillet en rouantelez an env, en peini e ve quen gloriusamant recompanset an dud just. Eus ur c’hoste all ar ræson a lavar dimp penaus e heus sioas cals pere a sorti eus a vuez ar bed-màn en stad a bec’het marvel. Doue a so just, hac a renq o funissàn en Doue, da laret eo, dre boanio dign eus ar justiç divin, ar pez a ra dre boanio an ifern. Dre al liberte on deus da ober an drouc evel da ober ar mad, e veritomp recompanç pe punition. Or goude ar maro n’on deus quen al liberte-se ; parconsequant eo ret dimp bezàn eternellamant er stad en peini eo sortiet on ine eus ar bed-màn. Mar domp decedet en stad a c’hraç Doue, e vezomp eternellamant er stad-se, ha sur da vezàn recompanset. Mar domp decedet en stad a bec’het, e vezomp ive eternellamant er stad-se, ha punisset eternellamant, rac Doue a so just. Disquennomp eta a speret en ifern evit evitàn goude on maro e boanio terrubl hac eternel. Aretomp on daoulagat ; re an ineo collet a vezo tourmantet enpad an eternite dre ar guel spouronus eus an drouc sperejo. Stoufomp on diouscouarn ; re an dud daonet ne glevont nemet cri hac irvoud, clem ha blasphem a enep Doue, ar Verc’hes hac ar Sænt. Moderomp on zeod ; gueno ar re daonet a vezo tourmantet dre an naon hac ar sec’het, ha n’o defo da eva nemet ar væstl eus an dragonet. Mortifiomp on c’horfo ; re an dud reprouvet en ur stanq a dân hac a soufr a vezo tourmantet dre broportion ma voant bet er blijadur er bed-mân. Anfin ar re daonet a vezo tourmantet gant arraich, gant an drouc-sperejo, pere na squisont jamæs ous o c’hastiàn. Gravet doun en o calon ar c’homso màn eus a sant Yan « Evit ar pez a sel an dud laich, incredul, abominabl, impur, muntrerien, ampoesonerien, idolatret, gaouyadet, o fartaich a vezo en ur stanq a soufr hac a dân ardant, honnes eo an eil maro. »

Ur pec’het marvel epquen a briv an ine a c’hraç Doue ; eil maro an ine eo ar poanio eternel. Songet enne.