An daou vreur (Ledan)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An daou vreur.

A. Ledan, 1843 pe 1844  (p. 1-24)



AN DAOU VREUR.


————


En eur sclêrigenna ar bobl, e vezo guelloc’h hac eürussoc’h.


Goude maro Pierres Morin, e zaou vab, Yan ha Fanch, a rannas etrezo e heritach, pehini en em gompose eus a ziou ferm casi eus a eur memes talvoudeguez, Eur som a 600 franc a voe avoalc’h evit o ingali. Tenn a rejot d’ar blouzen vêr : ferm Ꝃgoat a zigüezas da Fanch, ha ferm Ꝃbrat da Yan.

— Mâ ! eme Yan, leun a joa hac en eur sqei var an daul, ouz pehini e voa azeet gant an noter ha darn eus ar c’herent ; mâ ! contant on eus va loden.

— Ha me ivez demeus va hini, eme Fanch, mes gant un êr tranqilloc’h.

Fanch a vire ferm e dad, Yan a zeue mestr eus a eur ferm a voa bet roet d’e vam gant un itron a voa maeronez dezi.

— Ma ve construet an hent a gonter ober, eme Yoen Vian, o c’henderv, ferm Yan a c’honesfe calz, rac tremen a rafe dirac an ty, e penn ar prat bras.

— Justamant en ze e sònjen ivez, eme Yan.

Fanch a voa er penn all eus ar gampr, e qever eur prennest, eus a belec’h e velet ar bourg, an ilis hac ar vêred, hac e voa var ar vêred e zoa fixet e zaoulagad leun a zaelou.

— Me ho trugareca, ô va Doue ! emezan, d’am miret en o c’hever… Sònjal a rê en e dad hac en e vam, a voa entêret eno.

Ober a rejot neuze ar partach eus ar meubl. Pa voe achuet, Yan, goude beza sònjet eur pennad, a lavaras :

— Clêo-ta, Fanch : Contant e vez-te da ober un arrànjamant ? Me viro ar 600 franc, mar qeres miret ar meublou-ze. Güelloc’h eo ganen prena re nevez. Ma ne fell qet did se, varc’hoas me o laco en güerz. Rac-se, lavar.

— Accepti a ràn, eme Fanch. Ne fell qet dìn, epad ma vezìn beo, e ve güerzet ar güele e pehini omp bet ganet, hac e pehini e zeo maro hon tad hac hor mam, na qennebeut ar bandulen-ze pehini, allas ! na verc mui an heuriou evito, nac ar meublou all pere a zo digüezet en da loden. O c’honservi a rìn gant va re.

— Mad evelse, va fautr Fanch, eme ar voereb Janned, en eur dorcha un daelen.

Yan a voe un nebeudic mezus ; mes ractal ma voe sortiet Fanch, e zoat deut da c’hervel, e lavaras Yan : Bah ! qement e caren va zad ha va mam eguetàn. Qement a lavar Fanch a guemer eus e levriou. Me na ouzòn qet lenn ; mes ma ne zòn qet savant, ne zòn qet goassoc’h evit se.

Den na respontas, rac ne zònjet qet ennàn.

Fanch a antreas ; achui a rejot an afferaou.

Yan a guemeras e ferm hac en em laqas d’e labourat gant courach. Prim ha nerzus e voa ; mes ne anaveze qet nemeur labour an douarou ; ha gant se, routinier ha pennec e voa meurbet.

Fanch oa chenchas netra en e ferm a Ꝃgoat ; dre eur zantimant a respet eo memes e lêzas an darnvuia a bep tra en e blaç ; mes gouscoude, ar respet-se n’en dallas qet : ober a eure chenchamantchou e peb lec’h ma cave deread en ober. Sònjal a eure dreist oll güellât e zouarou, en eur adopti ar fêçonniou nevez en devoa güelet laqat e pratic, hac eus a bere an excellanç a voa superiol d’ar re all ; rac ne chenche nemet evit ober güelloc’h.

Eur mintinvez, Yan a deuas da velet Fanch, pa voa o tempsi e zouar, hac er goapâs.

— Felvezont a ra did, emezàn, gouzout hirroc’h eguet da dad, te pehini na chenchfes qet a blaç d’ar pinçin dour binniguet a zo e penn e voele, hac e zez bremâ da zaccaji an douarou en devoa hadet ha labouret !

— Benediction Doue var hon tad, eme Fanch : ma ve beo, e volontez a vez va hini.

— Mes, hirio e zez da ober diouz da benn, eme Yan : n’eo qet güir ze ?

— Ober a ràn, eme Fanch, ar pez a gredàn rêsonabl hac avantajus da ober. Ellout a raes caout sonch, Yan, penos, ar bloaz tremenet, pa zistrois diouz ty va faeron, e lavaris d’am zad e fêçonniou nevez da labourat e zouarou, an implich eürus hac an issu vad eus e fêçon da labourat. Hon tad a gomprenas o avantach, hac a lavaras deomp : Ar bloaz a zeu e vezo ret profita eus a exempl va c’homper. Ah ! hon tad qez en devoa calz a furnes. Na zisprise netra var digare n’en anaveze qet ; mes clasq a rê en anavezout, ha da denna outàn ar güella profit. Mes allas ! re divezat e voe sclêrijennet.

— Ganes-te, michanç, eme Yan ; rac sònjal a res beza eur savant bras. Va zad a gare ar guelennadurez, emedout ; güir eo ze, mes an dra-ze yoa abaoue n’en devoa mui e benn dezàn. Dre ma poa disqet lenn ha scrifa epad ma voas e ty da baeron, va zad a grede e zoas un doctor bras !

— Ah ! Yan, cede aze eur goapêres fall eus da bers. Hon tad, hep mar, a voa contant e vouien lenn ha scrifa, ha chagrinet bras e voa abalamour na vouies qet qementse ivez.

— Eh bien ! De dón qet fachet ouz se, eme Yan gant humor. Gouzout lenn ha scrifa evit tud eveldomp, a zo ridicul hac inutil. Calonec òn d’am labour ; cundui mad a ràn an alar coulz ha te ; anavezout a ràn va douar ; gouzout a ràn soigni va chatal : gement a zo ret eo ze evidòn, hac e zòn contant. Sònjal a ràn demezi ; he bien ! me guemero eur vreg na vouio nac A na B, hac hor bugale na vouezint qet davantach. An A. Ꝃlorc’h, pehini a zo un den pinvidic hac a voar beva, a lavar dìn e meus rêson, hac e zeo un diotach güelet paysantet o felvezout dezo beza instruet, mont d’ar scol, consulti levriou ha beza cozeerrien gaer.

— An A. Ꝃlorc’h en deus gaou o lavarat se, eme Fanch. Calz a dud generus ha savantoc’h eguetàn, hep douetanç, ne sònjont qet evelse. Nan, neo qet güir, va breur, penos lenn ha scrifa a vez inutil ha ridicul evit neus fors piou, hac evidomp-ni, labourerien, pere a bren hac a voerz ; ni pere a dle derc’hel cont eus hor gounit, eus hor c’holl ; ni pere a dlefe anavezout qement en em bratic el labouradur vad an douarou, qement a zizoloer a vad : control a ze, precius eo ; ha neuze, un nebeut a zescadurez, pehini a zigor ar speret, ne ra qet a c’haou d’ar galon. Yan, abạoue ma ellàn, bep sul ha bep gouel, goude an ofiç hac er momentchou rar a vagder, lenn va-unan an Aviel, Imitation Jesus-Christ, Buez ar Zent, an Devez Mad, an Instructionou Christen, an Doctrin Gristen, — Simon a Vontroulez, Güizieguez ar pautr côs Richard, etc., e credàn e meus muioc’h gounezet eguet collet. Ne zàn qet da redec an hostaliriou, nac ar c’hoariou difennet, goude pere e scuis ar c’horf, e tispigner fall an arc’hant, hac e vez alies disputou.

— Evit drouc-comz diouzìn eo e lavares qementse, eme Yan, en eur disqeuz humor.

— Oh ! ar zonch-se, eme Fanch, a zo pell diouzòn, va breur ; va fêçon da velet eo a roàn did da anaout, goude ma c’heus lavaret dìn da hini. Petra zo a justoc’h ?

— Bah ! qementse oll a zo digareou fall ; derc’hel a ràn d’ar pez a meus lavaret da guenta.

— Inutil e ve dìn, va breur, essât disabusi ac’hanout. Ret eo gortos eus an amzer : an œuvrou a gomzo.

An daou vreur en em separas. Yan a voa fachet diouz Fanch ; Fanch a glême Yan.

O zad n’en devoa recevet nep descadurez, daoust d’e gueuz bras ; ha dre ma voa re yaouanq e vugale en amzer ar revolution, n’en devoa nemeur sònnjet rei dezo muioc’h. Fanch en devoa dija pemzec vloas, na vouie qet lenn. E baeron, mignon d’e dad, den a fêçon ha pinvidic, pehini en devoa ar boneur da veza instruet, hac a dleye d’e anaoudeguez el labouriou an douar ha d’an urz en devoa gouezet laqat en e afferaou, al loden vuia eus e fortun, a guemeras e fillor en e dy, hac epad tri bloaz ma chommas eno, e tisqas dezàn qement a zo mad, qement a zo ret da eul labourer da c’houzout evit ober prosperi e zanvez gant enor hac honestis. E laqat a rê da lenn gant ar brassa eves levriou an AA. Ol. de Serr, Parmantier, Dombasl, Beilladegou tud divar ar meaz, laqet e brezonec gant A. Lédan, approuvet gant A. ministr al labouradur douar, ha Simon a Vontroulez, meulet gant an A. ministr an instruction public.

Ajouti a rê e zêo d’an A. Parmantier eo e tleer ar patates e Franç, hac e zoar dleour d’an A. Dombasl eus a un niver bras a issuou mad e labour an douarou. Én eo en deus fontet ferm-model Rovill, e pelec’h e veljot calz a autrone yaouanq pinvidic o qüittât ar c’hæriou evit mont dî da zisqi gantâ ar fêçonniou nevez da labourat an douar. Lavarat a rê : Depordit da gaout un issu mad en ho fêçon da labourat, ha neuze ec’h antreprenot eur reform brassoc’h, gant calz nebeutoc’h a zanjer, gant calz muioc’h a experianç hac a voyen.

Un assamble, eme va faeron, dindan an hano a Association Breizis, zo bet en em formet e Güenet, evit ar c’henta güech, e mis guengolo 1843.

An eil assamble e devezo lec’h e Roason, an 29 eus a vis guengolo 1844.

An histor e deveus lêzet deomp, evel eur feat a sonch eus a labouriou hon tud côs, ar guenta fondation a societe a labouradur an douar eus a stajou a Vreiz, er bloa 1757, dre an A A. Montaudouin, La Chalolais, Abeill, etc. Ar chenchamachou digüezet ha division ar brovinçou en departamantchou, hac ivez rann ar fortuniou bras, o deveus neantet ar greizen guenta eus a sclêrijen hac a avançamant. Dre suit eas ar reol nevez, Associationou a zo en em formet e meur a lec’h. Dre oll hon eus societeou a labouradur douar, pere o deveus rentet calz a zervich. Ma ve possubl hirio unvani labouriou an oll societeou-ze ha guervel ur vech ar bloaz o oll memprou en un assamble vras, an amzeriou tremenet a ve liamet d’an hini a vremâ, hac ar societe gôs eus a stajou a Vreiz a guemerfe a nevez eur vuez a yaouanqis, a oberidiguez hac a anaoudeguez acqüisitet, pehini a drofe e profit an oll bobl eus a Vreiz. Qementse a vez ar pez a zo tremenet unvanet d’ar studi eus a vremâ, o prepari an hent d’an amzer da zont. An Association vras-se eus a Vreizis, unvanet bep bloaz, a velfe en he c’hreiz an dud a vez choaset eus a bep lec’h, pere a rafe anavezout o ezomou hac o c’hoantchou. An den yaouanq disqet en anaoudegueziou nevez, a zicouro al labourer cos, pehini a zisco dezàn d’e dro, ar guentelliou eus an experianç hac eus an evessa. Breiz, placet er penn pella eus a Franç, e deveus e ezemou spicial, alies nebeut anavezet gant an dud a zo er renq qenta eus ar societe ; ha tud a zo eus ar societeou bian, n’o deveus nemet nebeut a voyen evit beza selaouet er momentchou ar muia ezommec. Pa deuyo ar vouez vras eus ar brovinç en antier, unvanet en interest an oll, da laqat en em selaou, e sqiltro eus an eil peon d’eguile eus ar Franç, hac ar Franç er selaouo.

Ni eta, eguis güir labourerien douar eus hor brô guer a Vreiz, en em hastomp d’en em laqat receo en Association-ze. Na ellomp nemet gounit e qementse ; rac desqi a rimp certenamant profita, en hon interest, demeus ar frouez precius o deveus tennet an dud savant en labouradur an douarou. Un niver bras a autronez a Vreiz a zo en em laqet er Societe-ze, hac ar Roue, atao prest da ancouraji an oll dizoloadurez a rear en interest ar bobl, a zo en em hastet da rei ur som bras evit sicour d’an dispignou demeus ar Societe a Vreizis.

Yan a sqüize, o selaou qementse. Daoust ma voa ignorant, na vanqe qet a anaoudeguez ; ellet en devije desqi, hac e voa muioc’h estimet en comzou eguet en sònjesonou. Marteze e voa un nebeut jalous, avius eus e vreur, pehini a glasqe mechamant izellât ; ha dre antêtamant hepqen eo e nac’he ar vad. Dre m’en devoa commancet da voapât potret ar barros pere a receve un descadurez benac, ne felveze qet dezàn distrei var ze, hac e cuntinue en o enep e gaqeterez flemmus, en eur repeti bep moment an diotachou-mâ hep heana : penos na gonven qet d’ar bobl beza instruet ; penos ar vugale a heuill ar scoliou eo ar re nebeuta capabl da labouriou an douar ; penos ne zeus qet ezom da ouzout lenn evit hada hed, na da c’houzout scrifa evit medi.

— Hon tadou-côs, a lavare-én un devez, na zesqent qet lenn : eh bien, greomp evelto.

— Na zisqent qet lenn, eme Fanch ! eh bien ! greomp guelloc’h egueto, en eur desqi.

— Ar vugale a voar lenn, eme Yan c’hoas, a fell dezo e vent dishevel eus ar re all : roc hac ourgouillus int peurvuia.

— En em drompla res, eme Fanch; mes ra deuy an oll vugale da zesqi lenn ; neuze ne vezo da ober etrezo nep azaouez. Na ello nicun tenna fougue da c’houzout ar pez a vouezint oll.

Daou vloaz goude maro o zad, Yan ha Fanch a zemezas, cazi er memez amzer. Fanch en devoa calz a garantez evit merc’h ar mestr scol, hac e temezas dezi. Beza e devoa an oll vertuziou a zere ouz ar vreg fur, ar vreg vad, ar pried carantezus, ar vam vad hac ar venagerez habil. Fanch a voa certen e raje e voneur.

Ar vreg en devoa choazet Yan, a voa merc’h un hostis, a dremene evit pinvidic. Yan a felveze dezàn e vije ignorant e vreg ; na elle rancontri güelloc’h. Madalen na vouie qet lenn, ha ne voa qet evit se na güelloc’h labourerez, na furroc’h, na matoc’h.

— Un nebeut goude o demezi, an diou c’hoar-gaër en em gavas e Foar-an-Nec’h, e Montroulez. Evel m’o devoa calz a labour o goaset da ober er guêr, n’o devoa qet ellet quittât : an diou vreg a voa deut en o flaç d’ar foar, evit güerza yer, amann, viou, etc.

— Mac’harid, greg Fanch, e devoa, qent sortial eus ar guêr, grêt gaot e goas ar pris e tleye güerza peb tra. Scrifet e devoa qementse var he c’hayeric. Un noten all e devoa grêt eus ar pez a dleye prena ha digaç ganti d’ar guêr.

Madalen de voe qet rentet en anter hent da Vontroulez, m’e devoa dija anconac’hêt peguement e ranqe güerza e marc’hadourez.

Er foar, gant un ear ceder, propr hac habascded, Mac’harid a denne dezi ar brenerrien.

— Ne meus nemet eur pris, a lavare-hi, gant ur vouezic douç, pa chipotet e marc’hadourez : en em gontanti a ràn eus a un nebeudic profit, mes se zo dleet dìn, hac e talc’hàn. Hac e rêt buan affer ganti.

Madalen a c’houlenne eur pris re huel evit certen traou, hac e voerze re nebeut re all. Eur frippon, o velet e nebeut a attantion, a laeras anezi.

Penos, emezi d’e c’hoar-gaër, a voa e pignat en e c’har, pehini na gontene nemet ar pez e devoa prenet, güerzet oc’h eus-hu tout dija ?

— Gant graç Doue, eme Mac’harid ; Fanch a vezo contant ; foar vad a meus grêt.

— Oh ! c’houi zo ur finodez, eme Madalen, en eur binça e muzellou ; c’houi voar trapout an dud gant ho comzou douç.

Mac’harid na respontas qet d’ar c’homzou sot-se. Ne voe nemet da ser-nôs e partias Madalen, reduet da zistrei d’ar guêr cazi an anter eus e marc’hadourez, goude beza grêt dre hast eur brenaden benac, hac hi drouc-contant ha scuis.

Pa êruas er guêr e voe scandalet gant Yan, hac hi a respontas dezàn gant humor. Neuze en em lavarjont comzou fall hac en em scojont.

Mac’harid, êruet joaüs er guêr ha diguemeret mad gant Fanch, a voe meulet gantàn, evel ma verite. Meur a vloavez a dremenas, epad pere Yan ha Fanch o devoe bugale, pere a voe savet gante, pepini herves e fêçon. Re Yan na güittaent ar ferm nemet evit mont da c’hoari ha da vagaboni ; re Fanch, er c’hontrol, qerqent ma voent en oad, en em rente er scol eus ar mintin, evit distrei da ser-nôs.

Qerqent ma voejont cozeal, o zad hac o mam a reas dezo desqi dindan evor, ar Reglamant a Furnez, a gaver en Instructionou Christen, etc, ha goude coan e vije canet Canticou.

Ferm Fanch a voa cunduet gantàn qen reiz, ma teuas, abars daouzec vloaz, da zoubli e zanvez. Hini Yan a chommas atao er memes poent. E c’honideguez hac e goll a voa cazi er memes tra. Epad ma yê Fanch atao var gresq, Yan na yê na ne deue, ha netra na voellae endro dezàn. Parqeyer bras en devoa, ha gouscoude ne heuille nemet ar routin. Refusi a rê a grenn ober usach eus an erer güellêt, hac eus an hostillou all eus a bere en em serviche e vreur. Anfin, evit an temps ha güellaen an douarou, en devoa ivez sqeudennou faus, da bere ne felveze qet dezàn renonç ; hac e vije bet güelloc’h dezàn coll un eost en antier, eguet essât d’e renta caeroc’h voyenou certen.

Epad ar c’henta c’hoec’h bloavez eus a gundu e ferm, Fanch en devoa bepret implijet ar rend d’e güellaen, dre grescanç, ha da brena hostillou. Qent prena douarou nevez, a lavare-én gant furnes, e ràncàn en em brocuri qement zo ret dìn evit tenna eus ar re a meus dija ar güella profit possubl. Güelloc’h eo ganén caout c’hoec’h parc e stat vad, eguet dec parc e slat fall.

Qement e zoa a zifferanç etre an daou vreur er fècon da labourat o douarou ha da laqat talvezout o danvez, qement all a voa er fêçon da zevel o bugale, en o actionou hac en o habitujou.

Yan, evit rêsoniou a interest, a voa en em vrouillet gant famille e vreg, hac a voa en proces diouz e breur. Fanch a veve en peoc’h gant e oll guerent. Qemeret en devoa en e dy e voereb Izabel, a voa paour ha dilezet. Tad Mac’harid, intanv ha cazi infirm, goude beza laqet e scol etre daouarn ur mestr yaouanq ha capaploc’h eguetàn, a voa deut ivez da dy Fanch evit tremen ar rest eus e vuez er repos. Ar Pautr côs en em blije oc’h instrui e vugale vian, azezet gante dindan ur vezen dêro, en disheol etal an nôr, hac er gouân en e fauteill goad etal an tân.

Fanch en devoa reizet penos epad beilladegou ar gouân, dastumet oll elal an tân, goude m’o devije nezet ar merc’het hac ar goaset grêt eul labour util benac, e vije grêt a vouez huel eul lectur el levriou hanvet ama arauc. Goude e rêt ar pedennou e commun, hac e zêt da gousqet, en eur reqeti an eil d’eguile un nosvez vad.

E ty Yan, d’ar memes heuriou, na glêvet nemet ur babill tor-penn. Eno, an eil en em occupe eus a afferaou ar re all, o trouc-comz eus an oll ; ar preposiou-ze a roe lec’h alies da zisputou. Al labour a languisse, pe a voa grêt fall ; lezel a rêt qement a voa a sclabe, ha pepini en em denne mouzet an eil diouz eguile.

Eur zulvez vintin, Yan hac e famill a êruas e ty Fanch, hac an daou vreur hac o bugale en em rentas d’an oferen. Fanch hac e dud a lenne gant atantion Deveriou ar C’hristen, Reglamant a Vuez, epad ma voa Yan hac e re hep levr, dre na vouient qet lenn, o sellet a bep tu, o comz hac o c’hoarzin avichou, ar pez a rê poan d’an oll, evel just. Fanch hac e dud, leun a respet evit ty Doue, a granche en o mouchouerou godel ; mes Yan hac e re, evel tud lous, hep mez, a granche var bave an templ divin, ar pez na gredjent qet ober e meur a dy, rac na vije get permetet dezo en ober.

Goude an ofiç, Fanch ha Yan a voe tizet var ar blacen, gant an A. Ꝃarvur, perc’henner bras. Calz a estim a zougue da Fanch, evit e vevidiguez douç hac e speret eon, hac en em blije o cozeal gantàn eus a labouriou an douar, ar pez a gare dreist oll.

Fanch qèz, emezan, dec’h hepqen oun êruet a Baris. Contant on meurbet ouz ho qüelet. Disqeus a rit oll beza e yec’het mad, rac güelet a ràn duont Mac’harit gant e bugale, hac int joaüs bras. Ha va fillor Theodoric ?…

Epad ma trugarecae Fanch an A. Ꝃarvur ha ma responte d’e guestionou, Mac’harid, he c’hoar-gaer hac o bugale a êruas.

— Va faeron ! va faeron ê ! a grie Theodoric.

— Bonjour, va fillor bian, eme an autrou, ouz er briata ; goulennet e meus dija ouz da guêlou digant da dad ha da vam, hac e zint contant diouzout. Rac-se e recevi ar recompanç am boa prometet did qent partial. Evit Mac’harid, ar vam vad, e meus digacet ur zac’had mad a lin. Ne meus qet ancounac’hêt, Fanch, ar pez am boa prometet dêc’h. Bet oun o velet va mignon côs, an A. Dombasl, en e ferm-model, e pelec’h e meus prenet evidoc’h instrumanchou mad ha nevez evit labourat ho touarou.

— Va feurgarga a rit atao, Autrou qèz, eus ho madelezou ; credit ez oun anaoudec mad a guementse.

— Ha ne ivez, Autrou, eme Mac’harid, en eur ober ar reveranç.

— Me ho trugareca ivez, a greiz va c’halon, va faeron qèz, eme Theodoric, e doc en e zorn.

— Bezit atao tud honest, labourerrien vad, güir Vreizis, ha Christenien güirion : ze eo ar güella moyen da zisqeus e carit ac’hanòn.

Ha c’houi, Yan, contant oc’h-hu e Ꝃbrat ?

— Ia, Autrou, emezàn, en eur c’hrosmoli.

— Ah ! ho pugale eo ar re-mâ ? Eh bien, va bugaligou, disqi a reomp-ni lenn mad ?

— Nan da ! eme ar pêvar buguel, demeus a bere ar c’henta en devoa tost da drizec vloaz.

— Fachet bras oun eus a ze, eme an autrou. Perac, Yan, na heuillit-hu qet exempl ho preur afêçon ? En eur lavarat se, e scòe var scoas Yan gant carantez. Pez oad oc’h eus-hu, Yan ?

— Pemp bloaz ha trêgont, Autrou.

— Dec vloaz zo em boa ho oad. Eh bien ! ne voan qet neuze mignon d’ar scoliou communal, rac sònjal a renn e voant nebeut convenapl da sclêrijenna ar bobl. Tud pere o devoa ideou faus ha cassoni ridicul var ze, o devoa va laqet d’o c’hredi. Eur breur a meus e qichen Ponabat ; alies em pede da vont d’e velet ; va afferaou am mire epad meur a vloavez da vont ; mes o veza ellet caout un devez benac dìn, e zis anfin. Mear eo, hac ec’h eller lavarat madoberour. Laqet en deveus sevel un ty scol a brosper calz. Eürus eo bet da gaout ur mestr mad, an A. Donval, pehini dre e zouçder, e furnes hac e anaoudeguez vad, a zo tad ha mignon d’ar vugale confiet dezàn, hac a zo o paouez obten en recompanç eur vedaillen gaer eus abers ar Roue.

Disqeus a ris d’am breur va eston eus ar vad a brodu ar scoliou, hac ouz ar frouez vad a roont.

Va breur, ouz va zelaou, a voa ivez estonet, bac a lavare din : Ac’hanta ! doueti a ri-te c’hoas eus ar vad bras a ra ar scoliou var ar meaz ? En eur instrui ar bobl, ec’h eller en renta güelloc’h hac eürussoc’h. An difin eus e guelennadurez hac eus e ardamasiou a voe d’am guendrec’hel diouz va errol, va c’henta creden var ar scoliou communal, ha da ober dìn en em renta da anavezout o utilite vras. Eur c’hoant vras a zantis da founti unan em c’hommun, evit ma elje an oll habitantet jouissa eus ar vadober a behini ec’h anavezàn anfin an dalvoudeguez vras.

Na lavaràn qet dêc’h davantach ; güelet a rit penos da zeiz vloaz ha trêgont ec’h eller renonç da un errol, ha receo eus a yaouancoc’h eguedomp qenteliou mad da heuill. Ajouti a rìn penos, da bep oad ec’h eller en em drompla.

Goude un adie leal, an A. Ꝃarvur a guemeras hent e gampagn a Velizal.

— Guella den ! eme Fanch.

— Ah ! bah !… eme Yan, eur c’hafart hac un impocrit eo.

— Control mad ouz se, a respontas Fanch, rac un den leal, charitabl ha generus eo.

— Un orgouillus eo, eme Yan, pa glasq reputation.

— N’en anavezes qet nemeur, eme Fanch : me voar dioutàn trêjou a vadober a zalc’h cuzet mad, pere a rafe dezàn gouscoude calz a enor, ma vent anavezet.

— Bah ! eme Yan, na gomz mui dìn eus da A. Ꝃarvur ; ne gonven qet dìn. Un den pehini a garàn, eo an A. Ꝃlorc’h ervad ! ennes en em respet, hac a voar e zeo mad ar vad, ha drouc an drouc ; ennes ervad a lavar traou caer var ar scoliou ! var ar mani o deus hirio ar baysantet da felvezout lenn ha scrifa evel doctoret.

Er moment, an A. Ꝃlorc’h a zortias var varc’h eus un hentic dirac pebini an daou vreur a dremene. En em hasta a rejont d’er saludi.

— Ah ! ah ! emnezàn, hep renta dezo ar salud : cete c’houi aze, mestr Yan ! Selaouit, va mignon ; tachit d’en em derc’hel tranqil, ha da non pas poulsa mui habitantet ar gommun d’en em enkrezi, da grial evel a reont evit ma tremeno an hent nevez a gostez d’ar bourg, e traòn ar prat. Ne dremeno qet, ze zo certen. Treuzi a ray ar c’hoat e zoun o paouez prena. Na guemerit qet eta ar boan da gass petitionou d’ar Prefet, pere noc’h qet capabl, paour qèz ignorant, da sina, da lenn, na michanç da gompren.

Yan, badaouet oll dabord, ha leun a gonfusion o clévet qementse, a yê d’en em abandoni d’ar goler. Glas-rus e teue ; e zaoulagad en em dâne ; leusqel a rê leou-douet. An A. Ꝃlorc’h a zavas e ziouscoas divar fae, hac e yas en e hent, en eur ober goap. Yan, en despet da Fanch, a leusqe mil mallos var e lerc’h.

— Bez tranqil, eme Fanch ; ha daoust d’ar pez en deveus lavaret an A. Ꝃlorc’h var sujet an hent nevez, e zeo certen e tremeno e traòn da brat ; an ingenier e chef en deveus grêt an enor dìn da leina dec’h ganén, hac en deus disqeuzet deomp ar plân arrêtet evit an hent.

— Petra ra dìn-me an hent-se ? eme Yan ; mes me fell dìn en em venji eus an affront en deus grêt dìn an indign Ꝃlorc’h.

— Tao gant da gaujou fall, eme Fanch, hac ancounac’ha an A. Ꝃlorc’h ; mes bes sonch, e profit da vugale, er guentel en deus roet did. Güelet e c’heus-te penos an den-ze, pehini a ya atao en eur grial e zeo ret lezel ar bobl en i gnoranç, a zo ar c’henta o voapât da hini ?

— Ia, fichtre ! hac e zeo ret caout un teod serpant evit se ; mes me fell din disqeuz dezan penos ma na ouzon get sina va hano var ar paper, ec’h ouzòn en ober gant va bas, var guein eur c’hanfard hac un horistal eveltàn.

— Tor a pez, Yan… Mes, cete duont eur zoudard o sortial eus an hent treuz, hac a c’halv ac’hanomp : gouezomp petra a fell dezàn.

— Hê ! mignonet, eme ar zoudard ; depordit, me ho ped. Pa voe êruet, e c’houlennas hac int a vouie lenn.

— Ia, eme Fanch, en ho servich,

— Deurvezit lenn va feillen rout. Ancouêt a meus hano ar c’henta etap, hac e zòn bet en em gollet en eur c’hoad e lec’h e zoan en em dennet diouz tomder bras an eol, na ellen mui anduri var an hent bras, pebini a meus bremâ collet.

Fanch a zisqeuzas dezàn e hent, hac er pedas da vont gantàn da leina d’e dy, ar pez a verraje e hent. Ar zoudard, a drugareqeas Fanch, hac a acceptas a galon vad e broposition honest.

— Oh ! eme ar zoudard , o vale etre Fanch ha Yan, nac a gueuz a meus bremâ da veza neglijet em yaouanqis ar voyenou a instruction a voe offret din ! M’am bije gouezet lenn ha scrifa, e zoan bremâ avancet. Beza e meus certificajou caer, var va c’hundu vad ; va oll cheffou a gar calz ac’hanòn, hac e velit e zòn decoret eus ar groas a enor ; mes va ignoranç hepqen eo a ampech va avançamant.

— Perac, eme Fanch, n’oc’h eus-hu qet disqet lenn ha scriſa, abaoue ma zoc’h soudard ?

— Essêt a meus, eme ar zoudard ; mes trêgont vloaz a meus ; nao bloaz zo e servichàn, hac en em gaven da eur bloaz varnuguent un nebeudic côs evit disqi lenn ha scrifa.

— Güir eo, eme Fanch, e tlefet gouzout lenn ha scrifa d’an oad-ze ; mes gouscoude ec’h eller c’hoas d’an oad-ze, gant ur volontez ferm hac un application vras, rapari an amzer gollet. En oll guæriou, er regimantchou, e zeus hirio formet scoliou evit an dud grêt : perac ho pe-hu mezo vont d’en em instrui ? Da bep oad e tisqer.

— Ar pez a lavarit a zo mad, eme ar zoudard. Mont a ràn é semestr da Vontroulez ; c’hoant a meus da laqat an amzer-ze e profit, en eur vont assidu da scol Creac’hjoli, pe da hini ar Freret, evit rapari va amzer gollet.

— Hoc’h angaji a ràn calz da ze, eme Fanch.

Yan, o zelaoue, e benn izel, bac a huanade.

Eun nebeut amzer goude, e voe tro Fanch hac e dud da vont da dy Yan. Eur zulvez ivez eo en em rentjont. Pa êrujont, Yao a voa e scandalat e verc’h hena, a voa refuset evit e c’hommunion guenta, dre na vouie qet e c’hatekis, ma zoa feneantez ha pilpot. E zad, o sònjal ober mez dezi, a veulas he c’hininterv Mari, pehini e devoa bet ar pris qenta er c’hatekis ; mes hi despitet oll, a respontas gant un ton insolant, mes maleürusamant gant güirionez :

— Nac eus va faut-me eo, ma n’oc’h eus qet grêt dìn mont d’ar scol ? Pa na ouzer qet lenn, na eller qet gouzout ar pez zo el levriou.

Yan en em laqas e coler, hac a zifennas dezi en em laqat diouz taul gante.

— Eh bien ! ma ne leinàn qet ganêc’h, ne chommìn qet da zellet ouzoc’h o tebri.

Saillat a eure ermèz an ty. Inutilamant e zad hac he mam he galvas hac a c’hourdrouzas anezi : mont a eure en he rout.

— Ar buguel-ze a ra mil chagrin dìn, eme Yan, glac’haret oll.

Ellet en devije lavarat e voa er memes tra eus e vugale all.

Madalen, naturelamant grignouzez, a voe c’hoas muioc’h en deiz-se.

— Arça, emezi, gant humor, d’ar re a voa eno : na zit qet da zònjal e reot amâ eur pred qer mad evel an hini hor boa bet an deiz all duze. N’en em binvidicaomp qet, ni ; biz a reomp d’an espern, rac beza hon eus, evel a lavarer, calz a boan o paca an daou benne fin ar bloaz.

— Allòn-ta, va c’hoar-gaer, eme Mac’harid, gant madelez, ni a ro a galon vad, c’houi a ra er memes tra : qement a faut eo.

— Diouz taul ! eme Fanch. C’houez vad ar zouben a zigor ar galon. Mes en despet da famill Fanch, a rê e oll bossubl evit laqat an oll da veza joaüs, ar pred a voe goal drist, ha na voa qet c’hoas achuet, pa gommanças un dragas vras.

Bugale Yan a vouze hac a c’hrosmole etre o dent ; turbulant bras e voaint. Bugale Fanch a lennas o gousperou. Eur moment goude, un amezeg a zisaillas en ty, en eur grial :

— Diredit oll da rei sicour… Eur gariolen zo cuezet er stanc ;… ar c’hezeg a zo el lic’hid betec o fenn, hac e clever hirvoudou spontus.

— Hastomp, eme Fanch, ha redomp buan.

Hac e redjont oll varzu ar stanc. Ar voitur a voa en antier ebars ; gant calz a boan ec’h eljot he lemel. Ne zortie mui nep clêm eus ar voitur, pehini a zigorjot gant hast bras. Ne voa enni nemet eur vreg a seblante maro, hac ur c’hrouadur en ur c’havel, e pehini e voa dalc’het gant mezerennou, pere o devoa er protejet pa güezas ar voitur. Beza e zoa hepqen cuzet ha stardet gant orillerou ha bancou bian, pere a rente ar buguelic ru-poupr ha prest da vouga. An ear en digaças prest d’ar vuez.

— Mes, ar voitur a dleye caout eur c’honductor, eme Fanch ; ret eo fouilla ar stanc.

Gant sicour crochedou e tenjot souden eur c’horf diform, fraillet oll gant treid ar c’hezeg, ha spontus da velet. Ar vreg qèz a voe douguet da dy Fanch gant ar brassa attantion, ha laqet en eur güele mad. Mac’harid e devoa tommet ha dastumet mad ar buguel en he güele. O daou e rent o oll bossubl evit sicour ar vreg paour. Souden e commanças huanadi, e tigoras e daoulagad hac e sellas evel egaret endro dezi, en eur hirvoudi truezus bras. Disqeuz a rê souffr horrublamant eus e blesseüriou, occupet gouscoude muioc’h eus ar buguelic eguet outi he-unan : e glasq a rê, en eur zellet gant un druez ar vrassa. Er güelet a reas etre divrec’h Mac’harid, a voa o rei d’ar c’hrouadur un draic benac da zêbri, hac a receve gant plijadur. Daelou stanc a güezas qerqent eus a zaoulagad ar vreg blesset. Sevel a eure e divrec’h etrezec an ên, hac ec’h esseas, mes e vean, da brononç eur gomz benac ; mes na ellas leusqel nemet ur c’hlêm poannius. O santout michanç e tostae he moment diveza, e reas sin da zigaç ar buguel etal he güele. Pozi a eure, en eur grena, e dorn var benn an innoçantic paour, hac e seblantas er benniga a galon. Neuze e reas sin gant he bis e c’hoantae scrifa. Fanch a roas dezi e grayon hac e gayeric. Ar vreg a scrifas gant cant calz a boan ar gueriou-mâ :

» Ar buguel a hanver Paul-Emil a Sant-Privas, mab d’ar c’homt ha d’ar gomtes a Sant-Privas, maro e Barcelon, nebeud amzer zo, eus eur c’hlénved gonezus. Me eo maguerez ar buguel, a meus savetaet, hac en digaçen d’e dad-côs, a chom e Montroulez, pa zeo digüezet ar maleur am priv eus ar vuez. Rentit, me ho ped, va magaden qèz d’e famill, ar c’henta possubl. Doue ha qerent ar buguel a recompanço ac’hanoc’h. Fantic an Duc. »

Rêi a eure ar paper da Fanch, en eur ober dezàn sin d’e lenn, ar pez a reas ractal, goude petra e qemeras ar scrit digantàn, o c’hoantât ajouti un dra benac ; mes, a boan e devoe-hi scrifet ur guer, ma voe diouc’h-tu scòet gant eur glizen ar vrassa. Roga eure ar paper gant nerz, hac er stlapas pell ; cüeza reas en tân, ha rentet e ludu. Ar glizen-ze a voe commançamant angoni ar baourez qèz : De deuas mui enni-he-unan, hac e varvas qerqent.

— Oh ! va breur, eme Fanch da Yan, peguen eürus eo gouzout lenn ! anes se, er moment maleürus-mâ n’hor bije qet ellet gouzout petra voa scriſet var sujet ar buguelic paour-ze, hac e vije marteze chommet dishanav da viqen ! Mes Doue ne felveze qet e tigüezje qementse ; hac ar maleur en deveus e brivet eus e dad hac eus e vam, a ro dìn ar boneur da ellout en renta d’e dad-côs. Doue ra vezo meulet ! eme Fanch, en eur starda dorn e vreur gant carantez. Mac’harid ha me a zoigno ar buguel, ha varc’hoas e zìn da breveni ar c’homt côs a Sant-Privas.

Mont a eure eta Fanch an deiz varlerc’h ; mes an autrou a voa absant. Ne voe qet tremenet eiz dez, ec’h êruas ermèz a halan e ty Fanch. Beuzet en e zaelou, o poqat d’e vab-bian, e cavas eur gonsolation d’e c’hlac’har vras, da veza savetêt ar buguelic, hac e laqet da goueza etre daouarn tud a feçon. Recompanci a eure dignamant qement oll o devoa bet sicouret savetai ar buguel. Chom a eure tri mis e ty Fanch, en eur zònjal gant rêson penos an ear pur a zantet eno, a voa favorabl da yec’het ar c’hrouadur, hac ive c’hoas hep douet, abalamour d’ar soign dener a guemere Mac’harid eus ar buguel. Ar maread amzer a dremenas eno, a voe un amzer a venediction evit ar c’hontre, rac ober a eure da galz a dud caç o bugale d’ar scol, hac e joa vras an habitantet, e promettas distrei en o zoues. Güelet a rejot an den venerabl-se e yy ar paour, atao soulajet gantàn, consolet ha sicouret. Güelet e vije en ilis en un devotion ar vrassa. Alies e voe güelet en ty scol, oc’h ancouraji gant e gomzou leun eus a vadelez, ar mestr hac ar scolaerien. » Respet, bugale, emezàn ; respet d’an hini ho qelen ! Ho tadou hac ho mamou o deveus roet deoc’h ar vuez, mes ho mestrou a zisq deoc’h d’e feurgarga dignamant. D’an nep a bretant, evel a lavar Yan, na rent qet an descadurez an dud güelloc’h, e responun gant atiz : Errol ! va mignonet ; en em drompla rit : an descadurez a ell distruji ar viç eus an ignoranc. »

Un devez en devoe ur gonversation hir gant Yan : an deiz varlerc’h e bêvar buguel a yeas dar scol. An deiz arauc ma partias, an A. comt a reas da Fanch mont gantàn da ober ur bourmenaden, diouz an abardaez.

— Deomp da velet ho verjeou, emezàn, en eur vousc’hoarzin. Pa voent êruet, e c’houlennas ouz Fanch : » Ar verje vras-hont de dêo-hi get deoc’h, dre ma zeo stoc d’ho touarou ? »

— Nan, Autrou comt. Eul loden e voa eus hon douarou güechal ; mes va zad a ràncas he güerza evit paea dleou en devoa. An A. Ꝃlorc’h, tad an hini a zo deuet amâ d’ho qüelet, eo en deveus e brenet. Hirio, dre ma zeo antretenet fall, ha dre m’en deus collet eus e dalvoudeguez, e meus er pedet d’er güerza dìn dre breferanç ; mes goulen a ra eur pris re huel.

— Eh bien ! eme an A. comt, an A. Ꝃlorc’h en deveus grêt dìn muioc’h a c’hraç : er güerzet en deveus dìn evit eur pris rêsonabl, ha dre va mouez, va Emilic bian a bed ac’hanoc’h d’en receo. Grit talvezout ar verje-ze, güechal qer mad. Evit eta bep bloaz d’hor yec’het demeus ar gist mad a fournisso deoc’h ; hac evit m’hor bezo ivez ar blijadur da eva d’hon tro d’ho hini, tachit da fournissa dìn ur voutaillad benac.

Fanch a bocas joaüs da zaouarn an A. comt, hac en trugareqeas a greiz calon.

Cetu aze, va mignonet, an histor a voe contet da dud a nac’he e zoa an descadurez un dra vad evit ar bobl, ha pere na approuvent qet e tisqje bugale ar baysantet lenn ha scrifa.

A. L. M. L.