◄ Urz an Tadou Jezuisted diskaret | G. L. ne fell ket d’ezan toui eneb e goustians. | G. L. beleget a stag gand e labour-beleg ► |
Gwechall, en urziou koz, evit beza lean pe vanac’h n’oe nemet diou bazenn da zevel. War ar bazenn genta, oac’h « novis » ha war an eil « profès » da lavaret eo, ne vezec’h digemeret en urz evit mat, nemet goude beza gedet bloaz pe zaou. An « noviciat » eur wech peurc’hraet, ec’h en em roed da Zoue dre ar gouestlou. Hogen, bez ez euz daou seurt gouestlou : troiou, an I1iz, en eur zigemeret anezo, a felle d’ezi e vent graet evid atao, ha gand ar muia m’oa possubl a ereou evid an hini o grae : neuze e save etre an Iliz hag al lean eun emgleo hag a zalc’he diouz an daou du : al lean a en em ro d’an Iliz, hag an Iliz d’he zro a en em garg d’en digemeret, da rei d’ezan magadurez, da veza mat outan evel pa vije mab an ti, hervez reolenn an urz en deus dibabet evit mont ennan. O veza m’oa lezennou an Iliz anzavet ha diwallet gant mistri ar vro, al lezennou graet gand ar re-man a deue da starda muioc’h c’hoaz an ereou a stage an Iliz ouz al lean. Ar gouestlou graet en doare-ze eo ar gouestlou bras. — Troiou all ar gouestlou a zo disterroc’h ; hanvet int neuze gouestlou bihan pe vunut. En dro-man al lean en em ouestl adarre da Zoue, nemed an Iliz ne gemer ket e kenver al lean kement a gargou evel en dro genta. Setu aze an daou seurt gouestlou. Bras e vezint pe vihan, « solanel » pe « sempl » diouz an nerz a blijo gand an Iliz da rei d’ezo.
En urziou bras gwechall, n’oa nemet gouestlou « solanel » : peurliesa an urziou bihan ne anavezent nemed gouestlou « sempl ». Sant Ignas da genta a gemmeskas an daou seurt gouestlou, en hevelep leandi. P’o deveze peurc’hraet o « noviciat », ar Jezuisted yaouank a rea eta o gouestlou bihan, o doa da zerc’hel d’ezo beteg ar maro, gwir eo, nemet diouz kostez an Iliz al liammou n’oant ket ken start ; pa veze eun abeg grevus bennak d’hen ober, an Iliz he doa galloud da rei frankiz d’ezan pa c’houlenne en em zistaga, ha zoken en despet d’ezan.
M’en deus da gemeret hent ar velegiach, an « novis » yaouank a zo hanvet « skolastik » da lavaret eo : studier. Neuze e vo laket da nevezi e studi eus an eil penn d’egile. Studia a raio evid an eil gwech ar skianchou en deus graet anaoudegez ganto er scholach ; gwelet a rei adarre ar « filozofi » hag e peurc’hraio an « teoloji », dilezet gantan awechou epad eur pennad mat, evit gellout skolia bugale en unan pe unan eus skolachou ar Gompagnunez. Epad ar bloaveziou a dremen evelse, ar « skolastik » en deus amzer d’en em ober, da labourat didrouz, hag en eur enebi ouz ar vall en deus da vont da labourat dre ar bed, e kempenn ar binviou a zo ret d’e ene evid amzer ar stourmajou. Ar Jezuisted o deus ouspenn tregont vloaz pa vezont beleget. Tri bloaz araog ar velegiach e stagont da studia skiant Doue(an teoloji), a gendalc’hont da zeski c’hoaz epad bloaz goude m’int beleien. Ar bloavez diveza-man a zo evid ar beleg yaouank eun trede bloavez « noviciat ». Evid an eil gwech e ra an « exercisou » bras epad eur miz. Neuze, ha neuze hepken, eo peurc’hraet e oberidigez (formation).
Tro ar gouestlou diweza a zigouez breman. M’en deus graet pep tra hervez reolenn an urz, m’en deus peurc’hraet e studi e doare ha gellet kaout, goude an enklask diweza, teir mouez war beder a du gantan, digand ar re a oa karget evid ar wech diweza da anaout e ouiziegez war skiant ar Furnez ha skiant Doue, neuze e raio e ouestlou bras. Pevar zo anezo : gouestlou ar baourentez, ar glanded, ar zentidigez, hag ouspenn, ar zentidigez ouz Hon Tad Santel ar Pab war gement tra a roio d’ezan da ober. P’en do graet ar gouestlou-man en eur c’hiz skedusoc’h eged en dro genta, e kemero eun hano nevez, hag e vo hanvet « profès ». An nep n’eo ket bet kavet mat da ober ar gouestlou « solanel » goude beza poaniet d’en em renta din d’o gober, a vezo dalc’het er gompagnunez evel « coadjuteur » gand e ouestlou munut. E bedennou hag e oberou o devezo talvoudegez evid an holl genvreudeur.
Al liammou a stag ar « profès » ouz ar Gompagnunez a zo ken krenv ma vo ret kaout tamallou eus ar grevusa araog e lakaat er maez, ha ma teu d’ezan kuitaat, e ranko derc’hel d’e ouestlou en eur zistrei er bed ; e leac’h ar « c’hoadjuteur », hag ar studier pe « skolastik » eur wech aet er maez pe dre urz, pe gand aotre e brioled, a zo diskarg diouz pep tra.
Sant îgnas a reas evelse eur reolenn urz hep he far evid e genvreudeur. Biskoaz ne oe gwelet e nikun eus an urziou all dale kement da ober ar gouestlou bras, hag abaoue, nag urz, na breuriez n’o deus kemeret skouer penn da benn diouz ar reolenn-se ; meur a hini koulskoude o deus kemeret skouer diouti en eun draik bennak. E kalz breurieziou merc’hed, e reer an trede bloavez « noviciat ». Breudeur ar skoliou kristen o deus kavet meur a dra vat enni ive ; ha Lezenn an Iliz azc’hraet a nevez-so (le nouveau Code) a denn d’ezi ive, rak kemenn a ra d’ar breurieziou a vez graet enno gouestlou « evit atao » (perpétuels), ober ar gouestlou bihan da genta, ha tri bloaz goude hepken ar gouestlou bras pe « solanel ».
Sklerijenn eus an traou-ze, tennet ger evit ger koulz lavaret eus leor an aotrou A. Brou diwar benn « kompagnunez Jezus » moulet e (ti-leoriou Bloud ha Gay e Paris), hon lakaio da anaout ervat stad Glaoda Laporte en amzer m’eman ar C’houarnamant o tismantra Urz an Tadou Jezuisted e Bro-C’hall (1762).
Seiz vloaz ’zo, en deus en em ouestlet da Zoue, goude beza dibabet e-unan gwella ma helle, ar stad a vuhez a gave ar gwella. Gouestlou bihan en deus, met bez o deus da badout atao da vihana evid ar pez a zell outan. Ar Gompagnunez a hell rei frankiz d’ezan ; ya met ar Gompagnunez hepken ha nann ar C’houarnamant. Koulskoude, pegwir ar barr-amzer ’zo dirollet, daoust ha Glaoda ne c’houlenno ket digand ar Gompagnunez terri an ereou a zalc’h anezan stag outi ? Pell ac’hano ; Glaoda Laporte n’eo ket den digalon na dianaoudek ; karet a ra e Urz. « Rebechou c’houero a zo bet hag a zo breman atao diskanet eneb an Tadou Jezuisted abalamour d’o c’harantez e kenver o breuriez, a lavar an tad Monsabré en eun ober meuleudigez (panégyrique) sant Yann Berchmans ; hag ec’h en em gaver gwalc’het eus an holl gasoni en o enep, pa heller o zamall da veza re zouget d’en em voda an eil en dro d’egile evit gellout en em zifenn. Ma n’eo ket mantrus ! pa sonjer eo tud hag a zo en em werzet da unvaneziou mezus evit klask diskar an urz vat etouez an dud, o deus ar muia kasoni outo hag a gred ober d’ezo ar muia rebechou. Staget gand o youlou milliget ouz breurieziou diwar an diaoul, a laka da lugerni dirag o daoulagad enoriou hag arc’hant a fors, arc’hant an holl da grabanata, e kredont c’hoaz tamall al leaned da gaout eur garantez direiz evid o C’hompagnunez, eur Gompagnunez mamm da gemend all a dud kalonek ha da gemend all a zent ! Penaoz, tadou meurbet karet, beza digarantez evid eun Urz ken karget a c’hloar hag a vadoberou ? Ha ! bras meurbet e vije ho tianaoudegez ! Kendalc’hit eta da gemeret skouer diouz ho sent (13 sant, 72 den eurus), ha dreis tholl diouz an tadig karet a reomp e c’houel hirio. Lavarit a-unan gantan : « Va C’hompagnunez meurbet ker, savet gant Doue, me fell d’in ho karet bepred. » Karit-hi e kreiz al levenez hag an eurusded ; met ma vez taolet diskred varni, karit-hi muioc’h c’hoaz ; ma vez tamallet e gaou, adarre muioc’h a garantez d’ezi ; ma vez taolet malloz warni, eur garantez vrasoc’h c’hoaz ; ha ma vez roet d’ezhi taol ar maro ra zeuio ho karantez eviti da Veza brasoc’h brasa ; bez ez eo, her gouzout a rit, eus gouenn ar re a varv hag a zao adarre beo-buezek ! » Glaoda Laporte a zalc’ho start d’e Gompagnunez beteg an dervez ma vo dismantret gand ar Pab dre e lizer-berr (bref) Dominus ac Redemptor, rak gouzout a ra ar Pab hepken en deus galloud awalc’h da zevel ha da ziskar an Urziou leaned.
Evelato, n’eo ket hepken pellaat an Tadou Jezuisted an eil diouz egile eo a glaske Lezvarn Veur Paris ; divezet awalc’h e voent ouspen evit goulenn digant pep « profès », pep « coadjuteur », pep « skolastik » toui « ne vevchent mui nag an eil gand egile, nag a unanou, dindan galloud ha reolenn ar Gompagnunez-se he deus kredet staga hano Jezus ouz he hini ; ha toui c’hoaz ouspenn ne rajent mui darempred gant Tad General, pe gant Prioled ar Vreuriez a zo bet hano anezi uhelloc’h, na gant tud all kemennet ganto, na gant nikun eus tadou ar Gompagnunez o chom e Bro-C’hall ». Hag adalek ar bloaz 1762 e klasked o lakaat da ober le dindan boan da veza harluet m’ar d’oant « profès », pe da veza lamet diganto o gounidigez pe o c’hargou tud a iliz m’ar d’oant « skolastik ».
E Bro-C’hall, var 4.000 tad ne oe kavet da doui nemet pemp-war-nugent, a oa anezo : eiz breur, daouzek kelennour yaouank, ha pemp « profès ». Glaoda Laporte a voe eus ar re a jomas sounn en o zav, kentoc’h eget mankout d’an enor ha dizenti ouz mouez e goustians.
Paotred ar reiz (la police) a oe karget da evesaat ouz an Tadou dizent ouz ar C’houarnamant, ha bep c’houec’h miz, Glaoda a ranke mont dirag ar varnerien karget da welet penaos an Tadou Jezuisted a dremene o amzer. A dra zur, an eveserez-se n’eo ket atao goal striz ; ha kerkent ha m’he do komzet Rom, ne vo mui ret gwaska an Tadou en eun doare ken kassaüs. O-unan, evel bugale zentus, e tistagint an tammou liam torret gand ar Pab.
Koulskoude, kavet eus bet skridou graet gant tud ar reiz, zoken seiz vloaz goude m’oa bet torret ar Gompagnunez. Ar skrid-man, miret etouez Diellou Stadou Breiz (n° 4, proses ar Jezuisted) a zo eun testeni a gement-se.
« Diskuilh-a-reiz (Rapport de police) diwar benn Breiziz bet gwechall Tadou Jezuisted, ha dizro d’o bro : a zell ouz barn Brest.
Laporte (Glaoda-Anton-Rodolph), ganet e Brest er bloaz 1734… kuitaet gantan Orleans e leac’h m’edo oc’h ober klas ar « retorik » (1762)…
Dizamm diouz e ouestlou, o chom e Brest abaoue neuze evel beleg ha kofesour war barrez Sant Loïz, a zo ouspenn, rener Breuriez ar vicherourien, breuriez ha n’eo ket bet morse aotreet gant lizeri-roue.
N’en deus touet biskoaz. — A brezeg awechou — en deuz kalz gouiziegez.
Brest, 1769.
Bergevin. »