An den eurus Glaoda Laporte/Pennad 17

Louis Saluden, troet gant Jean Louis Chapalain
Moulerez ru ar C'hastell Brest, 1927
◄   G. L. ne fell ket d’ezan toui eneb e goustians G. L. beleget a stag gand e labour-beleg. G. L. en e garg-beleg 1763 - 1776   ►



SEIZVET PENNAD
————

Glaoda Laporte beleget a stag gand e labour beleg

————


Er mare ma tougas Lezvarn Veur Paris an urz a daolas d’an traon Urz an Tadou Jezuisted, Glaoda Laporte a oa tostik da veza galvet da ober e dri bloaz « teoloji » a ranked da ober araog ar velegiach. Distro da di e dad, atao o chom e Brest, a veac’h m’oa digor miz ebrel 1762, Glaoda, goude beza goulennet aotre e dud, a stagas da zeski skianchou Doue hag ar feiz, evit beza kavet din eus ar velegiach. O veza n’en doa ket touet, n’helle ket kaout eur « garg-gounidegez » (bénéfice). Koulskoude, araok beza beleget, ar c’hloareg yaouank, dre urz ar roue, a ranke kaout da nebeuta kant lur leve. Setu perak, kerent Glaoda Laporte a rankas ober paper evit rei d’ezan peadra da hellout beza beleg diwezatoc’h ; hen ober a rejont, hep mar ebed, a greiz o c’haloun. Eur paper, graet dirag an noter goude maro an tad hag ar vamm, a niver e mesk ar madou all a deue da C’hlaoda diouz e dud, maner Coatriou e Sant-Nouga. Eur wech ar maner-man en e hano, Glaoda n’oa mui netra o viret outan da vale war hent ar velegiach. Laket e voe en e hano, d’ar 7 a viz ebrel 1762, dre eur skrid graet gand ar C’hoat, noter ar roue e Brest, evesaet (contrôlé) gant Robiou, ha laket da veza diwallet d’an 10 a viz c’houevreur 1768 etouez diellou Lesneven : « Dre ar skrid-ze, a lenner warnan, an aotrou Loïz Laporte hag an dimezell Anna Macé o doa roet d’an Aotrou Glaoda Laporte o mab, epad e vuhez penn-da-benn, evel gwir da veza beleget, perc’heniez an douarou a zo displeget an doare anezo uhelloc’h, hag a zo diouz ferm gant Fanch Carré hag Herve Herry e vab-kaer, hervez al lizer-ferm graet d’ar 24 a viz here 1758, gant Gourhaut, noter ar Reguair e Gouesnou, evesaet e Brest antronoz gant mab Merlier ; o deus da veza paet bep bloaz da c’houel Mikeal c’houezek lur ha pevar-ugent. Perc’hen eo ive d’an hanter eus an tammig douar bilen (bien roturier) hanvet Kergrac’h, a vo pelloc’h displeget an doare anezan, diouz ferm ive gant Yann ar Roux hag e vab-kaer, o deus bep bloaz da baea tri skoed hervez al lizer-ferm graet d’an 20 a viz kerzu 1758, gant Juel, noter douarou markis Keryann, eveseet evel m’eo dleet e Kastel-Paol d’an eil a viz genver war lerc’h. » — ManerCoatriou, o veza m’oa war douar nobl, a oa tri ziner da baea diwarnan. Ar baeamant a ranked da ober e Kastel-Keryann, d’an deiz kenta ar bloaz, dindan boan da rankout paea eur gwanerez (amende).

Glaoda Laporte a yeas da Gastel-Paol gand e baperiou evid o diskouez d’an Aotrou ’n Eskob, Gouyon de Vaudurant, neuze e penn eskopti Leon. Goude enklask hag eveserez, ar prelad a reas d’ezan e gern (tonsure), e chapel e eskopti, d’an 8 a viz gouere 1762, hervez ar skrid-man goudoret etouez Diellou an Departamant : « Joannes Ludovicus Gouyon de Vaudurant, miseratione divina et S. Sedis apostolicæ gratia, episcopus comes Leonensis, Regi ab omnibus consiliis, notum facimus universis præsentes inspecturis, quod, nos die diei datæ præsertim in sacello palatii nostri episcopalis dilectum nobis in Christo Claudium Antonium Rodolphum Laporte, filium legitimum Ludovici et Annæ Mace conjugum e parochia S. Ludovici civitatis Brestensis nostræ diocæsis, sufficientem, capacem et idoneum in examine repertum, ad primam in Domino tonsuram clericalem rite et canonice duximus promovendum ac promovimus.

» Datum apud civitatem nostram Leonensem in palatio nostro episcopali sub signo sigilloquo nostris et secretarii nostri chrirographo. Anno MDCCLXII, 8 juillet.

» Ni, Yann Loiz Gouyon de Vaudurant, dre c’hras Doue ha madelez Hon Tad santel ar Pab, eskop Kount Leon, kuzuler ar Roue, a ro da anaout da gement hini a lenno ar pez a skrivomp, hor beus, en dervez-man dibabet ganeomp, hag e chapel palez hon eskopti, kavet mat trouc’ha e vleo, hag hor beus trouc’het anezo evid ar wech kenta, hervezh reolenn an Iliz, d’an hini a garomp er C’hrist hag a zo e hano Glaoda-Anton-Raoul Laporte, mab ganet er gwir briedelez d’an daou bried Loïz hag Anna Macé, eus parrez Sant-Loïz e kear Vrest, goude beza graet eun enklask hag en deus hon laket da anaout oa desket awalc’h, galloudek ha gouiziek.

» Skrivet en hor c’hear a Leon, e palez hon eskopti, dindan hor sinatur, hag hor siel, hag ouspenn sinatur hor sekretour, d’an 8 a viz gouere 1762. »

Hervez kaierou sekreteri eskopti Leon, miret etouez Diellou an Departamant (5 G-542), an aotrou ’n Eskob de Vaudurant a roas an urziou da eur maread kloareged, en iliz ar c’hloerdi, 10 a veurz 1763, d’ar zadorn araok sul ar Basion. Etouez hanoiou ar re a oa bet graet avielerien e kaver hini Glaoda-Anton-Raoul Laporte, eus parrez Sant-Loïz Brest. Pa dremenas an hevelep bloaz, Kastel-Paol a oa heb eskop ; diwezatoc’h an Aotrou ’n Eskob d’Andigné de la Chasse a gemeras karg an Aotrou de Vaudurant ; epad ar pennad amzer a dremenas etre an daou eskob, Glaoda, goude beza bet enklasket war e zeskadurez, en devoe aotre da vont da c’houlenn ar velegiach digand an Eskob a blijfe d’ezan ar muia. E gwengolo 1763, epad ar Pevare-amzer, Glaoda a oe beleget, mechans e Kemper.

Kerkent e teuas da Vrest hag e kreder e lavaras e oferennou genta en iliz e vadiziant hag e bask kenta. E dad hag e vamm, tud a feiz, evel a ouzor, a anavezas neuze an dousder a laka Doue er galon, pa heller lavaret d’ezan : « Mestr, kinnig a ran deoc’h dellidou (mérites) ho mab dre zaouarn va mab. »

Glaoda, goude daou vloaz « filozofi », ha meur a vloavez tremenet o kelenn ar re all, en doa ive desket mat skianchou Doue hag ar feiz. Eskopti Kemper en deus miret betek-hen eur c’haier skrivet gant dourn an Aotrou ’n Eskob de la Marche e-unan, hag a zo war e c’holoenn ar c’homzou-man : « Niveradur dre lizerenn holl veleien hon eskopti, hag a zo difenn d’he embann » ; ha dindan ar c’homzou-ze ar re-man tennet eus Aviel sant Yann hag eus Parabolenn ar Pastor mat : « Proprias oves vocat nominatim et educit eas », ar pastor mat a niver e zenved hag o galv dre o hano an eil goude egile. Pazenn ar c’haier a zo rannet e tri bann (colonnes). En hini kenta a-gleiz eo skrivet hanoiou ar veleien ; en eil, ar vad, hag en trede an abeg kavet e pep hini anezo. Gwelet hor beus petra zo skrivet dirak hano Glaoda. Evitan, bann an abeg a zo gwerc’h ; hini ar vad a zoug ar c’homzou-man ger evit ger : « Bet gwechall en Urz an Tadou Jezuisted ; eus an eil rummad, hervez lavarou ar re o deus graet eun enklask war e c’houiziegez. »

Goude beza klasket mat e touez paperiou kloerdi Leon gwechall, miret hirio gant preder en eskopti Kemper, e kredomp gellout lavaret e veze roet an urziou sakr en amzer-ze peder gwech ar bloaz. Araog an urziou, ar gloareged a ranke deski a lodennou skiant an traou da gredi (dogme) ha skiant an traou da ober (morale).

Ar c’hloareg, eur wech abostoler, a helle avat goulenn beza avieler en dro genta goude, pa veze roet adarre an urziou. Neuze evelkent e ranke poania da studia evit beza kavet din eus an urz nevez a c’houlenne. Mar beze kavet mat, ha ma n’oa netra da rebech d’ezan en e oberou, e veze graet avieler. Pa ne veze ket kavet e ouiziegez bras awalc’h, e ranke gedal an dro all warlerc’h, ha d’ezan adarre neuze da ziskouez ha kresket oa e ouiziegez. Abalamour d’an dra-ze, kalz kloareged ne c’houlennent an urziou nemet goude beza peurc’hraet o deskadurez. C’houec’h miz pe vloaz a dremene awechou eus an eil urz d’egile evit lod anezo ; ha kavet hor beus meur a hini hag o doa laket lod tri bloaz, lod all pevar, hag unan zoken pemp bloaz evit mont eus an trouc’h bleo kenta (tonsure) beteg ar velegiach. Gouiziegez pep hini a veze dalc’het merk anezi er giz-man : Mat tre (optime, très bien) ; mat « bene, bien » ; mat awalc’h (satisbene, assez bien) ; awalc’h (evit tremen) (sufficienter, passable). Ar merkou-ze laket da gonta an eil dre egile a roe e dalvoudegez d’ar beleg en eur lakaat anezan er c’henta, enn eil, en trede pe er pevare rumm : an trede hag ar pevare rumm a veze lakeat war gaier an Aotrou ’n Eskob de la Marche e bann an abeg.

O veza m’oa eun tammig kosos’h eget e genseurted er C’hloerdi (eiz vloaz war-nugent en doa pa reas e gern ar wech kenta), Glaoda Laporte a oe roet eun urz nevez d’ezan bep tro. En eur bignat ken buan-ze e pazennou ar velegiach, e tiskouez d’eomp e aked da labourat ; diskouez a ra d’eomp ouspenn perak ne voe nemed eus an eil klas. Ar renk-ze koulskoude a oe meulus evitan pegwir an Aotrou ’n Eskob hen lakas war e gaier e bann ar vad.

Eur wech beleget, an den a iliz a helle lavaret an ofern ; ar c’halloud da gofez avat ne veze roet d’ezan nemet diwezatoc’h, goude eur reujad amzer hag a bade eus a dri da zek vloaz hag awechou ouspenn, da vihana hervez ar skridou kavet e ti eskopti Leon. Petra ranked da ober evit beza kavet mat da gofez ? N’hor beus ket gellet her gouzout. Eun testeni roet er bloaz 1790 gand aotrou person Sant Loïz diwar benn Laporte ha miret gant preder e touez Diellou an Departamant, a zesk deomp e oe roet aotre d’ezan da gofez an dervez kenta a viz ebrel 1770.