An den eurus Glaoda Laporte/Pennad 19

Louis Saluden, troet gant Jean Louis Chapalain
Moulerez ru ar C'hastell Brest, 1927
◄   G. L. en e garg-beleg 1763 - 1776 G. L. beleg ar Gwardou war vor 1776-1786. G. L. beleg-sakrist Sant-Loïz   ►



NAVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, beleg ar Gwardou war vor
1776-1786
————


Araok Richelieu, al listri a vrezel n’oant ket d’ar C’houarnamant evel breman. Ar C’hardinal eo a stagas d’o reiza er giz m’emaint en hon amzer ; ha dre e urz, ar C’houarnamant a deuas da veza perc’hen d’ezo ; an ofiserien, kapitened ha letananted, galvet da zervicha war listri ar roue, a oe dalc’het er zervich ha paet eus an eil penn d’egile d’ar bloaz, en douar evel€ er mor. Evit gellout sevel an niver a oa ret, Richelieu a lakeas en e benn ober evito eur skol, a oe hanvet Skol ar Gwardou war vor. Graet e voe ar skol-ze e bourz lestr an amiral. Met ar C’hardinal a vankas amzer d’ezan da beurober e labour ; evelato, er pez a jomas war e lerc’h eo aes anaout ar reolennou a hentchas Colbert diwezatoc’h.

Heman, den gouiziek hag ijinus, a beurc’hreas labour Richelieu en eur rei d’hor bro he skouadrennou listri a vrezel gant reolennou, meulet abaoue eus an eil rumm d’egile, a lavar Herri Martin. E tri bloaz, etre 1661 ha 1665, Colbert a lakeas ober eun arme vor a 196 lestr ; klasiou a oe merket evid ar vartoloded a veze galvet dioc’h oad, hag a veze dibabet etouez ar re a oa o hano war roll ar bigi pesketerez pe a genwerz ; reizet e oe kement a zelle ouz ober hag implij ar c’hanoliou ; ha pevar rejimant soudarded a oe savet da zikour ar vartoloded pa veze da rei beac’h war zouar.

Eur wech peurc’hraet al labour-ze ganto, Loïz XIV ha Colbert a zonjas kelenn war o micher ofiserien al listri. Kompagnunez ar Gwardou war vor, savet gant Richelieu a voe nevezet ; nemed e leac’h heul bepred an amiral, he oe rannet e diou lodenn, ha kaset pep hini anezo da unan eus daou borz brasa ar rouantelez, unan anezo er Sao-Heol hag egile er C’huz-Heol. D’ar 24 a viz kerzu 1669, an aotrou de Cajac, kapiten e rejimant Gwardou-Bro-C’hall, a oe hanvet kapiten Kompagnunez ar Gwardou war vor. Kerkent ha miz genver 1670, eur maread tuchentil, ha mipien a diegez vat, mall ganto, a deuas d’en em ginnik da gear Brie-Kount-Robert, el leac’h ma tlie beza savet ar Gompagnunez. An Aotrou de Cajac ne gavas ket an holl mat da veza kemeret ; ober a reas eun dibab eus ar re strisa. Pa oe graet e strollad, ez oa enni 175 den, hag e rannas anezi e diou lodenn : unan a oe kaset da Doulon, hag eben da Rochefort. Digouezout a rejont an eil hag eben en daou borz mor en eur c’hoari gant taboulinou ha bombardou. Er bloaz 1682, e oe savet eun trede lodenn, hag houman a oe kaset da Vrest.

Ar Gwardou war vor a ranke beza eus Bro-C’hall, hag ive beza katolik ha dijentil, kaout da nebeuta c’houezek vloaz ha da hirra pemp war-nugent. Keit ha ma choment er porz, ar gwardou a ranke bep mintin, da c’houec’h eur epad an hanv, ha da seiz eur epad ar goanv, digouezout el leac’h merket evit klevet an ofern ha mont ac’hano d’ar porz da zeski o micher. Epad div eur, e veze desket d’ezo skriva, linenna, konta, ober kreou (fortifications) hag anaout diouz ar mor. Goudeze, e tremenent en eur zal all, hag eno e teskent dansal, ober binviou brezel, embrega ar pik (manier la pique), ha kement tra gouest da ober anezo tud iziliet ha dournet mat. Goude kreisteiz, da eun eur, e krogent en o mousked evit deski tenna hag ober skol-bale ar zoudard. Ac’hano ez eant da gaout ar mestr kalvez a ziskoueze d’ezo penaos e veze graet al listri hag ar vent a ranked da rei d’ar peziou koad a yea d’o ober ; ha diouz an abardaez araok ma tremene an dervez, e veze graet d’ezo tenna gand ar c’hanoliou.

Ar Gward war vor a oa paet daouzek gwenneg bemdez ; ha setu aman penaos oa gwisket : e vantel c’hlaz a oa mezer pe c’hloan teo, gand eur « paramant » hevelep liou, an dindan e « serj » rus-tan ; eur jiletenn hag eur bragou berr e mezer pe c’hloan teo skarlek (écarlate) ; botounou kouevr alaouret, moullet war koad, a ziskenne beteg ar vandenn, hag ouspenn ez oa tri votoun war bep breac’h ha tri war bep godel ; an tok a oa plean ; ar c’hleze ha lagadennou (boucles) ar boutou-ler alaouret hep kinklerez ; ar c’houriz-kleze graet gant ler karo-meur (élan) doublet, ha kinklet gant neud aour.

Er bloaz 1712, e oe kemeret diwar goust an teir gompagnunez awalc’h a c’hardou da zevel eur bevare, hanvet gwardou ar banniel, evit servicha war lestr an amiral hemiken.

Ar gelennourien karget da zeski an niveroniez e Brest oa an aotrou Coubart, a skrivas eul leor war Skiant ar Sturierez, hag e Toulon, an Tad Jezuist Hoste, a embannas eun « Dibab eus an niveroniez a zo ret da eun dijentil evit servicha war vor pe en douar. » Hep dale zoken an Tadou Jezuisted o devoe ar garg da zeski d’ar Gwardou, koulz lavaret an holl skianchou a rankent da anaout ; ha ma oe€ en amzer Loïz XVI eur gouenn ofiserien hag o deus savet ken uhel brud martoloded Bro-C’hall eo abalamour d’ar c’henteliou roet d’ezo gant kement a c’houiziegez gand an tadou du Chatelard, Laval ha Pezenas.

Ne ziskouezimp ket a vloaz da vloaz penaos ez eas en dro Skol ar Gwardou war vor. He stad a yea da heul hini an arme. En amzer a beoc’h e veze nebeut a c’houlenn d’ar gwardou ha nebeut a breder gand ar Skol, betek ma save adarre kelou a vrezel.

Al leziregez-se a oe penn-kaoz ma rankas Bro-C’hall, en despet d’an divizou doanius ha rust merket ennan, sina gand ar Zaozon, er bloavez 1763, eun emgleo hanvet Emgleo Baris, a zavas Bro-Zaoz ken uhel ma ne oe nikun eus ar broiou all gouest da herzel outi. Ar gentel ne oe ket ankounac’heat gant Choiseul. Heman a gemeras preder adarre gand arme an dud a vor, hag he lakeas en eur stad ha n’he deus anavezet nemet neuze. Er bloaz 1763, an aotrou Bezout, mestr brudet e skiant an niverionez ha rust an tamm anezan, a oe hanvet gantan enklasker (examinateur) war ar Gwardou war vor. Epad ugent vloaz eo hen a deuas da Vrest da evesaat ouz gouiziegez ar re a glaske mont da ofiserien. Dastum a eure « Kenteliou niverionez evit gwardou ar banniel hag ar gwardou war vor ». Pemp leor a oa anezo ; hag atao breman ec’h en em gav da unan pe unan eus al leoriou-ze koueza etre an daouarn pa vezer o furzial etouez al leoriou koz a ginniger da verza e stalereziou Tachenn al liberte e Brest. Pa vankas Bezout, e garg a voe kemeret gant Monj.

Er bloaz 1773, Kompagnuneziou ar Gwardou a oa dastumet en Haor-Nevez, en eur skol hepken a oe hanvet skol an dud a vor. D’an 2 a viz meurz 1775, an aotrou de Sartines a ziskaras ar skol-ze, hag ar skolaerien a oe kaset lod da Vrest, lod da Doulon pe da Rochefort. Ar ministr-man a gavas mat sevel eur garg nevez, hini ar Gederien (aspirants) a oa izeloc’h karg eget hini ar Gwardou. Ar Gederien, goude eun enklask, a c’helle beza galvet etouez ar Gwardou pa deue unan bennak eus ar re-man da vankout. Sevel a reas ive skoaz ha skoaz gand an ofiserien dijentil, hanvet ofiserien ruz, eur rumm all a ofiserien, bourc’hizien ar ouenn anezo, a oe hanvet ofiserien c’hlaz, abalamour da liou o gwiskamant. An nevezenti-man, a dra zur, a zikouras ar vro da gaout muioc’h a ofiserien ; dreizi Bro-C’hall he devoe eur martolod bennak war vor epad an Dispac’h ; koulskoude, dreizi ive e voe torret an emgleo a rene beteg eno etre an ofiserien, en eur o ranna, hervez o renk, e diou lodenn douget d’en em zevel an eil eneb eben.

Er bloaz 1777, er mare ma tistroas Skol ar Gwardou war vor da Vrest, eo e oe karget eta Glaoda Laporte da guzulia ar Gwardou hag ar Gederien. Hanter kant skoed a veze roet d’ezan evid al labour-ze. Ha neuze d’an 13 a viz c’houevrer 1784 e voe hanvet evit mat beleg ar Gwardou war vor, e voe neuze bevet ha gwisket, hag en devoe ouspenn, 850 lur ar bloaz. (Diellou an dud a vor C2 1181) ; chom a reas en e garg keit ha ma padas ar Skol e Brest.

Evelse Glaoda Laporte en doa tro da anaout mat kement a zigouezas en arme an dud a vor, en amzer he brasa sked. Er mare-ze ar Gwardou a yea alies er mor. Daoust hag o beleg o heulie ? N’hor beus ket gellet her gouzout, rak neuze hano ar beleg-aluzenner (aumônier) ne veze douget morse war rollou al listri-brezel.

Pazennou eus an dudiusa diwar benn buhez an dud a vor el lodenn ziweza eus an triouac’hvet kantved a heller da lenn e skridou an duk des Cars hag el leor hanvet : « War-zu ar chafod », skrivet gand ar baroun de Batz. El leor-man e komzer eus an aotrou Laporte pa gonter penaos e tigouezas e Brest an den yaouank Herri de Montégut, deuet eus Toulouse evit heul skol an ofiserien war vor. En eur lavaret penaos e tremenas an den yaouank-man e amzer e Brest, eo aes rei da anaout pegement e verve goad ar vartoloded en o gwazied, hag etouez pe seurt tud en doa Laporte da labourat.

Pa yeas an den yaouank de Montégut eus Toulouse da Vrest e oe fiziet gand e dud en eur mestr a verkas freas war e leor-konchou kement dispign a rejont epad o beach. Koustout a reas d’ezo 654 lur, ha padout a reas pemp dervez war-nugent. Leor an dispignou, graet gantan, a zesk d’eomp e kouste 24 lur eun disheolier e Brest. Dreizan hor beus anavezet ive, ma kemere perrukenner Bourdel eur skoed evit kempenn ar penn, hini La Rochelle a gemere pemp real nemed unan, hag hini Brest eur skoed evel e Bourdel, nemed e roe war ar marc’had ar zeizenn da staga ouz lost ar berrukenn.

D’an 18 a viz c’houevrer eo ec’h erruas e Brest an dijentil yaouank de Montégut ; bevans ha lojeiz a gavas e ti an aotrou Papoul Anthony, breur-kaer Glaoda Laporte ; hag an aotrou Anthony a skrivas alies da gerent an den yaouank. Hervez e lizeri embannet gand an aotrou de Batz, an aotrou Anthony, marc’hadour gwin a oa eun den a zoare, leun a zoujans Doue, servicher leal d’ar roue ha bepred war e vuzellou meuleudi eleiz evid ar vartoloded. « Kaout a ra d’in hen gwelet, a lavar ar skrivagnour, gand e zilhad mezer liou kanel, e lerou marellet, hag e ganenn, azezet war unan eus skabellou ar porz, o niveri listri brezel ar roue, pe o prizout o zalvoudegez, o komz eus gouiziegez mistri ar skouadrenn pe an amiraled, buan da veuli al listri a gave reizet mat, met prest ive da gaout abeg er re ne deant ket diouz e c’hiz. » A-hend-all eo aketus da deurel evez war e hostiz yaouank evel pa vije bet mab d’ezan. Skriva ’ ra d’e dad : « Evit gellout gwelet petra ra eus e amzer, em beus hen lakeat en eur gampr tostik d’am hini. » Koulskoude, eur wech, an den yaouank a oe douget gant re all da zilezel e zeveriou kristen. « Daoust m’en doa dibabet evit kofesour an tad rener e kouent Karmez », eur zulvez n’oa ket bet en ofern. Kerkent an aotrou Anthony a skrivas d’an tad : « Eur wech hepken eo bet er mor da zul hag en deus manket d’an ofern, met ne vanko mui, roet en deus d’in e c’her. »

D’an 18 a viz meurz, e tigouezas e Brest an aotrou Bezout, an enklasker ken doujet a dlie barn hon den yaouank hag e lakat da vont da ofiser pe hen diarbenn. Evit doare, ne oe ket rust ouz Herri, rak, d’ar 17 a viz ebrel, heman a helle skriva d’e dad : « Va zad ker, setu me gward var vor ; n’eus den war an douar hag a ve kement a lorc’h ennan ha me. N’em boa tam fizians ebet ; daou ha daou-ugent zo bet kemeret ! »

Daoust hag Herri de Montegut a rankas kaout trugarez eus perz e enklasker ? Marteze ; met ar roue a ranke neuze kaout ofiserien war vor. Bro-C’hall abez a dride gand ar vall d’en em ganna ouz Bro-Zaoz, hag a oa douget, diouz an tu all, da ober mignoniaj gant Stadou-Unanet an Amerik a oa o paouez diskleria ne felle mui d’ezo plega da Vro-Zaoz. Niverus oa an dijentiled yaouank aet da Washington, hag e porz Brest oa buhez en dud, m’hen asur.

Eun darvoud eus ar re gaera a lakeas an tan er poultr. An aotrou de la Clocheterie, letanand a lestr, o c’houarn ar fourgadenn (frégate) « la Belle Poule », a yea hag a deue tostik da vor Breiz. Ha setu dirazan eur skouadrenn zaos a oa enni pevarzek lestr a renk, c’houec’h fourgadenn, ha diou gorvettenn, hag an amiral Biron, mestr bras warno. Heman a zistagas eur gorvetten evit kemenn d’an aotrou de la Clocheterie dont da gomz gand an amiral. « Ne anavezan amiral ebet em befe da gomz gantan », a respountas hen. Neuze e oe gwelet o tont eur fourgadenn a 46 pez kanol ; tostaat a reas ouz ar « Yar Vrao » da ober hevelep goulenn, evit kaout hevelep respount. Ar Zaos a laoskas neuze daou denn kanol a lazas tri zen. An aotrou de la Clocheterie, heb aoun, en despet da nerz an enebour, a roas urz da ziskarga warnan an holl ganoliou troet o ginou war-zu ennan ; ha neuze an emgan staget da bemp eur etre an daou lestr a badas beteg unnek eur noz. Daou lestr saoz eus ar re bounnerra a zigouezas war al leac’h, anez de la Clocheterie en divije kaset e enebour da rouantelez ar c’hranked. Bez e c’hellas e-unan en em jacha e poent hag en amzer, tec’het diouz an daou zaos all hag erruout e Brest gand e fourgadenn toullet evel eur c’hrouer gant pevar c’hant bouled, hag en he bourz pemp martolod ha daou ugent glazet.

Eun taol kaer oa, goude dismegans ar brezel a zeiz vloaz. Brestiz a oa fouge enno evel n’oa bet biskoaz ; itronezed kear a lakeas, egiz tok, eun tammig fourgadenn war o bern bleo savadennet uhel ; hag e lez ar roue e oe kement a lorc’h hag e Brest. Ar rouanez he-unan, Mari-Antonetta, a renkas he bleo « à la Belle Poule », ha d’an 10 a viz gouere 1778, Loïz XVI a skrive ar c’homzou-man d’an duk de Penthièvre, amiral Bro-C’hall :


« Kenderv, an dismegans ’zo bet graet d’am banniel gant lestr-brezel roue Bro-Zaoz en eur denna war ar Yar Vrao, a zo eur beac’h re bounner d’in da zougen. Daoust d’am c’harantez evid ar peoc’h, n’hellan mui herzel. Enor va c’hurunenn hag ar skoazel a dlean d’am zujidi a lavar d’in e rankan rei taol evit taol, en em zevel enep Bro-Zaoz, ha kemenn d’am listri-brezel digeri an tan var he listri evid o c’hemeret pe o distruja…

Pa labourer evid ar gwir hag al lealded, eo aes kas an traou da henn, ha dreist holl pa vezer skoazellet c’hoaz ouspenn gand ofiserien ha martoloded kalonek, ha gant sujidi leun a garantez evid o roue. Dreist pep tra, fizians am beus ; Doue an armeou a vo a du ganen…

Loïz. »

Gwelit neuze pegement a fouge a voe e keriz Brest, leun a garantez evid o bro ; pegement e vervas o goad pa dremenas dirazo, tra dudius da welet, tri-ugent lestr a vrezel eus ar re gaera, peziou kanol warno ken stank hag an drein war eun avalaouer, renet gand ofiserien eus ar re vrudeta, o goueliou dispak o vont etrezeg ar mor bras. Ar Gwardou war vor, lorc’h bras enno a oa bet ingalet ive e bourz al listri. An emgan dirag Eusa a ziskouzas n’eo ket en-aner e c’hedent beza treac’h d’an enebourien ; ar banniel gwenn lilienne€t en devoe evid ar wech diweza eur sked eus ar re gaera war brasder ar mor glaz hag a lamas evid eur pennad digand Albion ar renk kenta war vor.

Eus a bep bro e tireded da Vrest, er porz ez oa dek mil micherour. D’ar 6 even 1777, breur Mari Antonetta, an impalaer Joseph II a ziskennas e ti eun tavarner eus ar Ru-Vras, hag a yeas da deurel eur zell war al listri a vrezel ; lavaret a reas en dizro d’an aotrou d’Orvilliers : « Meuli rankan va breur-kaer abalamour d’e listri a vrezel ; e stad vat emaint ! »

Pemp bloaz diwezatoc’h e oe gwelet o tont kount ha kountez an Hanter-Noz, mab ha merc’h kaer ar tsar Per III, an hini a deuas da veza ar tsar Paol I, Ar Varounez d’Oberkirch a ambroug an Dukez-Vras hag a zesk d’eomp en he skridou e kave d’ar Prins o doa krec’hin-gaor Breiziz eun tamm henveledigez ouz krec’hin blevek an Tartared. « Gwelet hor beus aman, a skriv an aotrou Anthony, ar marichaled de Broglie, de Coigny, de Castres, de Lusace, hag ive tri all gand eur gordennig c’hlas ha n’ouzon ped gand unan ruz. Biskoaz Brest ne welas kement a dud a renk uhel. » Duk Chartres, bet hanvet diwezatoc’h Philip Egalité a en em gavas ive hag a c’hoanteas zoken beza e penn eur skouadrenn. Met ar roue a rankas lamet pep karg digantan, abalamour n’en doa ket a c’houiziegez. Ar gasoni a zavas en e galon enep Mari-Antonetta, a c’hanas marteze en dervez-se.

Daoust ha faziet oamp pa gomzemp eus al levenez a lakea bourc’hizien Brest da dridal ? Lennit ar pez a skriv an aotrou Anthony d’an aotrou Montégut :

« War ar rad, hon deuz breman daou-ugent lestr pounner, warno eus a dri-ugent da zek kanol ha kant, ha tregont lestr skanv pe fourgadenn, war bep hini etre ugent ha daou ugent pez kanol, hag e Breiz ez eus daou ugent mil martolod. Em amzer, n’em beus gwelet biskoaz kement all ; ha koulskoude abaoue an nao bloaz ha tregont emaoun e Brest, eus bet graet teir vrezel vras.

Ar beleg-aluzenner a zo fouge ennan kement hag er re all. An aotrou Anthony, an den mat m’az oa a varvas d’an 30 a c’henver 1780. « Va zad ker, a skriv neuze ar gward yaouank, setu aman eur c’helou glac’harus da gas deoc’h : an aotrou Anthony zo maro ; n’eo bet klanv nemet tri dervez ; an holl o deus keuz bras d’ezan. Breman eo an aotrou Laporte, e genderv, (e gwirionez e vreur-kaer), prezeger d’ar re zo e skol an ofiserien war vor, en deus ar vadelez d’am c’huzulia en e leac’h. Hiviziken eo d’ezan ho po eta da skriva. » Hag an aotrou Laporte, ker birvidik e garantez evid e vro hag hini an aotrou Anthony, aet d’an anaoun, a skriv gant kement a lorc’h da dad an den yaouank : « Ar C’honquérant a zo armet ; ar Royal-Loïz, kredabl bras, a vezo war flod er miz a zeu ; labourat a reer a zevri war dro an Northumberland ; eur c’houriz kouevr a laker da c’houec’h lestr, hag e c’hortozomp gand ar brasa mall eur c’helou bennak diwar benn don Gaston (an amiral spagnol), unan hag en dije gellet en em ganna ouz ar Zaozon hag o skrifellat e doare, pa zistroent eus o emgann a enep Langora… »

Amzeriou kaer meurbet ! pegwir an holl, noblans, marc’hadourien, micherourien ha beleien ne glaskent nemed eun dra : enor banniel ar Vro ! Nann, a dra zur, Bro-C’hall hag ar garantez evid ar Vammvro n’int ket ganet er bloavez 1792.

Dre-ze n’oa hano nemed eus an taoliou kaer graet war vor ; evel ar c’hrogad dirag Eusa a zo bet hano anezan uheloc’h hag a oe gounezet gand an aotrou d’Orvilliers war ar Zaozon, abalamour ma ouezas loveal gand e listri en eun doare hag a zo chomet brudet. Listri Bro-C’hall a hellas en em ganna epad an dervez penn-da-benn, atao gand avel vat. Diou wech listri ar Zaoz, en em gavet da veza en eur stad amjest a glaskas kaout an avel a du ganto ; met allaz ! diarbennet e voent. An aotrou d’Orvilliers, evel pa vije bet o c’hoari gand an echedou (échecs) a ouie loveal ken brao ma laoske atao gand an enebour an tu fall d’en em ganna.

An aotrou de la Pérouse, kabiten a lestr war an Amazone, a reas ive eun taol-kaer d’an 21 a viz gouere 1781 en eur lakaat, gant daou lestr skanv, c’houec’hlestr saoz da gemeret an teac’h, ha c’hoaz unan anezo a oe tapet war dro Louisbourg. Ar stourmad-man a zo bet kinniget an daolenn anezan gwechall da iliz Itron Varia Rumengol, gand an aotrou de la Pérouse : e-unan e lakeas ar gouestl (ex-voto) en iliz goz, araok kuitaat Brest, d’ar 1 a viz ebrel 1785, e bourz ar Bousole (a oa heuliet gand an Astrolabe, an aotrou de Langle kabiten warnan), evit mont da ober eur veach a bell-bro, hag a dlie goudeze echui en eun doare ken reuzeudik war reier enezenn Vanikoro.

Evid ober mat, e tlefemp henvel an holl emgannou hag an holl dud kalonek eus an amzer ! D’Estaing, Suffren, Lamothe-Piquet, hanoiou anavezet gand an holl. Digasomp hepken da zonj eus distro an aotrou du Couëdic da Vrest. An aotrou Laporte a oa war al leac’h gand ar bobl tud diredet evit beza test eus an nevezenti. Eun digemer dispar a oe graet d’ar c’habiten du Couëdic. Setu aman perak. D’ar 6 a viz here 1779, e-barz ar Manche, eur fourgadenn a Vro-C’hall ar « Surveillante », an aotrou du Couëdic kabiten warni, a en em gavas abenn gand ar fourgadenn zaos « Québec », an den kalonek Farner kabiten warni. Ar stourmad a oe kounnaret. Epad peder eur, da genta a hirder eun tenn pistolenn, hag araok paouez bourz ouz bourz, ar bouliji, ar goz-hernez (mitraille), ar mouskederez a zrailhas ponchou al listri hep ma falgalonas nikun, na deus eun tu, na deus eun tu all. Du Couëdic, e zremm ruziet gand ar gwad, e vouzellou treuzet gand eun tenn fuzul, en devoe c’hoaz nerz-kalon awalc’h evit lakaat e vartoloded da vont d’ar c’hrap (à l’abordage). Diouz e du, ar c’habiten Farner, bet taol ar maro d’ezan ive, a zalc’has dre e nerz kalon e c’halloud war e vartoloded… Met setu krog an tan er C’hebek. — Raktal du Couëdic n’en deus mui nemed eur sonj : savetei o buhez d’ar Zaozon : « Pegwir o lestr ’zo o vont da strad ar mor epad m’eman c’hoaz ar banniel e beg e wern », e ra d’ezo « n’eo ket evel da brizonerien, met evel da vreudeur graet pense ganto. » Neuze ar « Surveillante », dismantret holl, a zigouez e Brest douget, a heller da lavaret, gant tri-ugent bagig. Hanter-kant mil den a youc’he a bouez penn meuleudi d’ar c’habiten du Couëdic pa ziskennas en douar, epad ma save d’ar Ru-Vras war eur c’hravaz goloet gant bannielou. Mervel a eure tri miz goude beza bet gloazet.

A dra zur, ar gounid ne oe ket bep tro da Vro-C’hall ; an enebour a ranked bepred da zouja. Dirag an enezenn Dominik, an amiral de Grasse a gouezas Rodney warnan hag a droas hag a zistroas en eun doare reuzeudik hep gellout en em jacha. Al lestr-amiral, hanvet Ville de Paris, a rankas en em rei hag an amiral a oe prizoniet… Ar gwall-darvoudou-ze o voe noazus evidomp, pa rankjomp ober ar peoc’h gant Bro-Zaoz.

Epad ar bloaveziou-ze, a lugernas ken kaer evid an dud a vor, Glaoda Laporte a vevas etouez ar gwardou hag ar gederien war vor, a gemeras perz en o fizians hag en o levenez en eur welet an treac’h ganto ; met dreist pep tra e kemeras ar brasa preder gand an eneou a oa en e garg ; hep mar ebed ive, kaout a reas war o zro frealzidigez eus ar c’houeka, rag ar baotred yaouank fiziet ennan a oa eus gwella familhou Bro-C’hall. Ar pez zo sur eo, e reas gwella ma hellas evit rei d’ar gwardou ha d’ar gederien c’hoariou ha leoriou dizinoüs. Hag e gwirionez, « an niverez graet dre skrid eus arrebeuri Glaoda-Anton-Raoul Laporte, maro e Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792 » (ar paper-ze hon deus kavet e ti an aotrou Vaillant, noter e Brest), a zesk d’eomp en doa an aotrou Laporte, o chom e ru Sant-Loïz, no 8, « daou vilhard hag ar pez a ya d’o heul », peder daol da c’hoari, eun triktrak divank, eur voest-loto, leoriou jeografi ha leoriou beach n’eus fors pegement, leoriou da zeski konta,(Jeometri an aotrou Mazeas, eur c’honter gouiziek genidik eus Landerne, leoriou mécanique an aotrou Varignon, Physique an aotrou Nollet hag hini an aotrou Rohaut, ha levriou da zeski an doare da zevel kreou, ha kalz re all c’hoaz), bez ez oa eiz kant pevar ha tri-ugent anezo. Ar beleg-aluzenner en doa graet eta eus e di eul lealc’h da c’hoari ha da studia evid ar gederien hag ar gwardou.

Al lizeri a skrive d’ar familhou a ziskouez ive pegement oa douget evid e baotred yaouank ; al lizer-man a zo eun testeni eus a gement-se :

« Brest, 25 a c’houevrer 1780.

Aotrou,

Eun dever eo d’in rei deoc’h da anaout en deus bet an aotrou ho mab e c’halons ofiser. Aet eo ac’han d’an enezennou, d’an eil a viz c’houevrer. Emaoun o vont da gas lizer d’ezan dre an aotrou de Réals a zo bet diwerniet e lestr, ar C’honquérant, hag en deus da en em gaout kenta ma c’hello e skouadrenn an aotrou de Guichen, el leac’h m’edo diagent… Ar joa ho pezo da zigemeret ho krouadur meurbet karet kerkent a ma vezo distro ; hag e veach tenn a dalvezo d’ezan meur a zervez diskuiza er gear.

Laporte, beleg. »

Eur skrivagner brudet, Rene de Chateaubriand, a glaskas ive, muioc’h avat, evid ober plijadur d’e dad eget dre c’hoant, mont da zervicha war vor. Dont a reas da Vrest, hag evelse e teue ive d’an aotrou Laporte kemeret preder gantan ; met eur reder oa, ha n’hellas beza dalc’het a zav nemet war gern ar « Be Bras ». E Brest oa troet da uvreal kalz muioc’h eget da labourat.

« Eun dervez, a lavar e-unan en eur skrid hanvet, « Mémoires d’Outre tombe » oan aet da ober eun dro-vale en dianvaes pella deus ar porz, e tu ar mor ; tomm oa an amzer ; gourvez war an aot a rejon hag e kouskis. En eun taol e voen diunet gand eun trouz kaer meurbed : digeri rejon va daoulagad evel ma reas an impalaer Aogust evit gwelet al listri a deir renk rouenvou war o eor dirag ar Sisil, goude m’oa bet Sextus Pompée treac’h d’e enebourien. — Ar peziou kanol ne ehanent da grozal ; ar rad a oa goloet gand al listri ; skouadrenn Bro-C’hall a oa o tistrei goude m’oa bet sinet ar peoc’h… »

Chateaubriand ne dremenas nemed eur miz bennak e Brest. Anzao a ra e-unan, p’en em gavas er porz-man, edo oc’h ober e gresk hag o tont da zen ; e spered a oa taget gand al lennerez fall. Klask a reas koulskoude en eur guitaat Brest kemeret hent ar velegiach ; mont a reas zoken beteg ober e gern. Daoust hag ar zonj-se a oa bet laket en e benn gand an aotrou Laporte ? Marteze.

Ha lavaret a raimp-ni ez ea pep tra evid ar gwella e kear Vrest pa dremene an triouac’hvet kantved ? Nann a dra zur ; arabad e vefe evelkent he zamall e gaou. Ar skrid zo hanvet « Souvenir d’un sans-culotte breton » a gomz d’eomp eus traou iskis ha divalo tamallet d’ar gwardou war vor en amzeriou-ze. Hervez ar skrivagner-ze, « Brest a oa evel kear Gomorrh gwechall, pe evel ar Babylon a zo komz anezi en Apokalyps, hag a dremene he bugale noz-deiz, o amzer en hudurniez, a wel d’an holl. » Komzou flemmus hag a ziskouez hepken imor fall eur skrivagner ! Emil Souvestr a laka war ar memes renk Brest en amzer m’oa gouarnet mat gant tud a zoare, ha Brest gouarnet gand ar « bleiz » ma voe Yann Bon. En amzer-ze avat, amzer ar Spont-Vras, lakepoded, farserien, loudourenned a bep seurt a oe laosket kabestr ganto.

A dra-zur, ar vourc’hizien didrous, en eur glevet alies youc’hadennou eur vandenn pennou-skanv a zonj d’ezo eo erru an dispac’h. Hirio er c’heariou a zo enno skoliou-meur, pa ziles ar skolaerien leoriou ha mistri evit mont da ober o zaoliou farsus, an dud sioul eus kear a gav abeg ive er c’hoariou-ze a vir outo da gousket.

Ha petra o doa graet ar gwardou war vor ? War diellou kear, hag e lizeri ar c’hount de Roquefeuil da Vinistr ar Vartoloded, e lenner o doa, eun dervez, distaget bar-ti (enseigne) eur perrukenner a oa warnan ar c’homzou-man : « Aman e ves lamet baro ha renket bleo, ha dalc’het kibel ha stoufailh » evit hen staga ouz dor eur bourc’hiz. Heman en doa kavet gwall-abeg enno hag en em glemmet anezo e bodadeg kuzulerien an ti-kear. — Eun dro all, goude beza bet kastizet abalamour m’o doa stlaket re o daouarn da eun dimezell hag a c’hoarie en eun doare dispar en teatr, o doa klasket diarbenn an dud da vont ken d’he zelaou hag oant staget ouspenn da c’hoari saozik (jouer aux barres) en eur youc’hal hag en eur ober trouz dirag an doriou, epad m’edo ar vourc’hizien o vont er c’hoarieldi. — Eun dervez all, e klaskchont distrei ar brenerien diwar tiez marc’hadourien hag o doa gwerzet d’ezo traou kalz re ger ; ha meur a wech e oe diskrouget ganto leterniou ar ruiou.

Ha goude ! Daoust hag evit digoll ar farserez-se n’edo ket o buhez penn da benn gouestlet da zifenn ar vro er mare ma ne veze ket galvet an holl er zervich ? Ha n’eo ket abalamour d’an ofiserien-ze e c’helle ar bourc’hiz, kaer zo, beza dizoan o werza e bepr, e zukr, e ganel ; abalamour d’an ofiser-ze hag en deus dilezet hent ur binvidigez, rag ar Prins e-unan, dre m’az eus kalz a dud o chacha warnan a bep tu, ne roio d’ezan peurliesa nemed eur bae… da ober goap ?

Goude an taoliou kaer-ze, graet gant hor martoloded, hag ar peoc’h eur wech sinet, ar ministr, ar marichal de Castries a ziskaras kompagnuneziou ar gwardou war vor. E leac’h ar Skol-Veur da zeski ofiserien, e savas skolachou evid ar re o doa da vont war vor diwezatoc’h, e Gwened hag e Alais. Eno ne veze roet deskadurez nemet dre al leor : ha goude eun enklask, unan hepken, e vezed hanvet ofiser dioc’htu. Dre-ze ar garg a « Brezeger an aotrounez Gwardou war vor » a voe torret hag eun urz aberz ar roue, d’an 21 a c’houere 1786, a gemenne d’an aotrou Laporte n’edo mui e karg ; met rei a rea d’ezan keit ha ma vevje daou c’hant lur ar bloaz. E baper a roe ouspenn d’ar beleg-aluzenner m’az oa bet, ar gwir da lakat ar gerik « de » dirag e hano, hag hanvet oa ennan : Glaoda-Anton-Raoul de Laporte.

Ne zougas morse ar gerik-se dirag e hano ; met en amzeriou-ze e roas maner Coatriou e Sant-Nouga a oa d’ezan a leve, da unan eus e nizien, eur mab d’ar mezeg Loïz Laporte ; hag e niz ne oe ket nec’het o sina, evel a welimp : Laporte de Boisriou.