An den eurus Glaoda Laporte/Pennad 20

Louis Saluden, troet gant Jean Louis Chapalain
Moulerez ru ar C'hastell Brest, 1927
◄   G. L. beleg ar Gwardou war vor 1776-1786 G. L. beleg-sakrist Sant-Loïz. An Dispac’h e Brest   ►



DEKVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, beleg-sakrist Sant-Loïz
————


Pa oe serret skol ar Gwardou war vor, an aotrou Laporte a gemeras adarre e renk etouez beleien parrez Sant-Loïz. Karget e oe eus ar sakreteri. An aotrou persou a oa bet Glaoda gantan p’oa beleg yaouank, an aotrou Prudhomme, a oa marvet d’an 28 a viz ebrel 1786. Abaoue ar 16 a viz mae eus an hevelep bloaz, an aotrou Olier ar Floc’h eo a ioa e penn ar barrez. Niveradur ar veleien, er bloaz 1787, (Diellou eskopti Leon) a ro d’eomp hanoiou ar re a ioa e parrez Sant-Loïz. Goude an aotrou Person hag an aotrou Kure, e lenner hanoiou ar veleien all diouz oad :

Olier ar Floc’h, person ;

Eozen-Konstant Picrel, kure ;

Alekzi Lamotte, beleg ;

Per Labiche, kofesour ;

Simon ar Masson, kofesour, kure ar Seiz-Sant ;

Glaoda Laporte, sakrist ;

Per Kermarrec, kofesour ;

Yann-Mari-Loïz Laligne, kofesour ;

Jakes Bechennec, tenzorier ar veleien ha beleg-aluzenner chapel ar roue. (Warlerc’h an hanoiou-ze emanre beleien an dud a vor).

Hervez kaier an tailhou, Glaoda Laporte a zo atao o chom e ru Sant-Loïz en n° 8 ; met, e leac’h derc’hel ar c’henta hag an eil estach evid e vilhard hag e c’hoariou, e pignas an traou-ze er c’hrignol ha ne zalc’has mui nemed an eil estach ; e lojeiz a-hend-all a oa aez dre ma zoa tost awalc’h d’an iliz.

Eur paper dibaot, tennet eus diellou parrez koz Sant-Loïz a zesk d’eomp sklearoc’h ar pez en doa an aotrou Laporte da ober en e garg nevez. Ar paper-ze eo reolenn ar beleg-sakrist graet gand an aotrou Person a-unan gand ar fabliked. Setu hen aman, ger evit ger :

Reolenn ar beleg-sakrist :

1° Ar garg uhel-man a vezo roet da eur beleg aotreet evit kofez ;

2° Ar beleg-sakrist a ranko beza en iliz adalek seiz eur diouz ar mintin betek kreisteiz, nemet galvet e ve da vont buan da welet tud klanv evit rei d’ezo o zakramanchou diweza ;

3° D’ezan ha d’ezan hepken e teu rei ar gommunion er maez eus an ofern (extra missam), d’an dud devot a zeuio d’he goulenn, pa n’hell ket an aotrou Person pe an aotrou Kure he rei.

4° Holl lienaj ar sakreteri a zo en e garg ; aketus e vezo da oalc’hi al lienaj sakr bep pemzek dervez ; bep daou viz e roio eur gamps hag eun amid d’ar veleien, hag ive eur c’houriz ve€nn ; teurel a rai evez ouspenn da c’houlenn digand ar veleien o lienaj da jench ;

5° Beb eiz dez e roio da bep beleg eur purifikator ha bep daou viz, eur c’horporal fresk ;

6° Aketus e vo da zerc’hel an aoteriou dilastes ha dreist holl al lienennou aoter ; diou wech er zizun e rai eun tammig tro evid o diboultrenna hag o c’hempenn. Bep daou viz e vo gwalc’het al lienennou aoter ; purifikator aoter ar gommunion a vo troket bep sadorn ouz unan neat ; ar pinsin a vo kempennet hag ar spoue gwalc’het ha soubet en dour fresk ;

7° Kemenn a raio d’ar patounier ha d’ar c’hloc’her skuba ha kempenn ar sakreteri bemdez ;

8° Kement diretenn vihan a zo er sakreteri, hag a vez laket enni lienaj-ofern ar veleien dianvaez, a lakaio da c’houllonder ; hag ar veleien-man n’hellint oferenna nemet gand aotre an aotrou Person, ha goude beza bet oc’h en em ziskouez d’ezan ;

9° Da zul ha da c’houel-berz, ar beleg karget da oferenna hag ar re a vo ouz an aoter gantan a vo dalc’het prest o gwiskamanchou ofern gand ar sakrist ; gwiska rai ar c’halir, ha d’an eil bole o c’haso war ar gredans, e tisplego an teir gamps hag e lakaio ar chap d’ar beleg en deus da oferenna ;

10° Goude an ofern-bred, e tastumo kempenn ar gwiskamanchou sakr, hag e roio d’ezo bepred an hevelep plegou ; evelse, araok kreisteiz, taol ar sakreteri ne jomo netra warni ;

11° Bep pemzek dervez ar siboeriou a vo goullonderet gantan, hag e viro ouz an hostiou da goza, en eur gommunia ganto epad e ofern. Kemeret a rai preder gand an holl listri sakr hag e ranko o zaouna da nebeuta eur wech ar bloaz epad ar zizun zantel ;

12° P’o devezo al listri sakr ezomm da veza kempennet, hen lavaro d’an aotrou Person. Neuze an aotrou Person a gemenno da aotrounez kuzulerien kear petra ’zo da ober, d’e sonj ; hag i a en em glevo evit lakat ober ar pez zo ret ; hag evid ar pez a zell ouz al lienaj hag ar gwiskamanchou sakr, e vezo graet hevelep tra.

Sinet : Ar person hag ar fablik.

Etouez ar paperiou kemeret e Sant-Loïz er mare ma oe niveret dre skrid arrebeuri an ilizou e miz meurz 1791, eus bet kavet skridou graet gand an aotrou Laporte.

Ha da genta roll dispignou ar sakreteri epad ar bloaz 1788.

Setu aman penaos oant ingalet :

Gwin ofern
400 lur

Hostiou
100 lur
Eol da zevi er c’hreuzeuliou (lampes)
182 lur
Daou ganer
700 lur
Ar c’hoarier sarpant
300 lur
Ar beleg bet o kerc’hat an oleo sakr
16 lur
Ar patounier
270 lur
Ar c’hloc’her
366 lur
Douger an daez evid ar re glanv
108 lur
Sikour d’an daou ganer kozh (Setu m’az oa eta d’an ampoent « pansion » d’ar vicherourien en o c’hozni).
144 lur
Ar beleg karget da skolia ar gurusted
120 lur
Ar beleg sakrist
400 lur
Kouez al lienaj sakr
100 lur


Ar skaoniou hag ar c’hadoriou o deus roet diouz ferm :


Ar c’hadoriou
1300 lur
Ar skaoniou
2070 lur


Goudeze a kavomp niveret ar gwiskamanchou, an arc’hanterez hag al lienaj sakr, ha kement tra all hag a zo da barrez Sant-Loïz, hag en doa an aotrou Laporte, o veza m’oa sakrist, da deurel evez warno :


ARC’HANTEREZ


1 Heol bras alaouret, gand e gurunenn.
1 Heol arc’hantet.
2 Galir arc’hant alaouret.
5 Kalir arc’hant.
1 Sibouer aour krenn.
1 Sibouer bras arc’hant alaouret.
1 Sibouer arc’hant.
1 Groaz arc’hant vras.
1 Grusifi arc’hant.

1 Orsel evit oleo sakr, gand e grogen arc’hant.
1 Pinsin arc’hant.
1 Pinsin hag e sparf arc’hant.
2 Vured hag eur plad arc’hant.
1 C’hloc’hig, hag eur plad arc’hant da gestal.


GWISKAMANCHOU SAKR


Gwenn : 3 c’hwel evid ar Zakramant meulet ra vezo.

1 wiskamant ofern divank evid ar goueliou brasa, ennan tunik, dalmatik, pevar chap, hag eur stol.

2 wiskamant ofern en o fez evid ar goueliou eil klas, ha da vont d’o heul, tunik, dalmatik, tri chap hag eur stol evit gousperou.

1 wiskamant ofern en e bez, henvel ouz an hini all, met n’en deus nemet daou chap.

1 pempet gwiskamant all en e bez evid an ofern bred war ar sizun, met hep chap.

9 wiskamant evid oferennou plean ar goueliou.

5 gwiskamant evid oferennou plean ar pemdez.


Ruz : 3 wiskamant ofern divank, met unan anezo n’en deus nemet tri chap.

1 chap evid ar prosesionou bihan.

1 chap all dishenvel diouz ar gwiskamanchou all.

5 gwiskamant ofern evid oferennou plean ar goueliou.

5 evid an oferennou plean war ar sizun.


Glaz-ruz : 2 wiskamant divank, gant tri chap hepken.

3 evid oferennou plean ar goueliou, ha 3 evid ar pemdez.


Glaz : 1 wiskamant en e bez, met gant tri chap hepken.

3 evid an ofern blean.

Du : 1 wiskamant en e bez gant 6 chap.

6 gwiskamant evid an ofern blean.

Ouspenn : 2 chap ha n’hellont ket beza laket gantre all, bleuniou alaouret warno.

1 chap gwenn evid ar prosession war ar sizun.

6 gwel pe skerb (écharpes) evit bennoz ar zakramant.


LIENAJ


50 gamps plean. — 34 gamps kinklet. — 12 surpiliz. — 60 lienenn-aoter mat ha fall. — 78 korporal.— 78 pal. — 78 gouriz. — 72 amid.

Sinet : Laporte, kure.

Ar beleg sakrist en doa pevar c’hant lur bae ; met evel a lavaras an aotrou Laporte diwezatoc’h en eul lizer d’an Ti-kear, « ar pevar c’hant lur-ze n’oant nag eur zikour evit beva, nag eul leve ; n’oant nemed eun digoll evid an dispignou graet gand al lienaj sakr pa ranked o gwalc’hi, tremen an houarn tomm warno, hag o fenselia ; eun digoll hag a vez kalz re zister bloaveziou-zo. »

Er mare-ze (genver 1788), an aotrou Laporte a oe roet d’ezan eul leve a iliz ; ar c’henta e voe hag an diweza ive, rak n’hen devoe morse nemetan. Al leve-ze oa koumananchou Kernoas ha Penfrat e Guypavas, kontet mil lur ar bloaz ; met mont a rea da nebeudik a dra pegwir o ferc’hen a ranke lavaret pe lakat lavaret seiz ofern ha kant e chapel Itron Varia ar Reun. — Al lidou a voe graet evid e lakat en e garg a zo henvel awalc’h ouz ar re a vez graet breman evid ar bersoned ; rak lenn a reomp war gaier sekretour eskopti Leon, ec’h en em gavas an aotrou Laporte gand eun noter e Guypavas hag ez eas da zakreteri chapel Itron Varia ar Reun. Eno, e wiskas eur surpiliz, ha goude beza kemeret dour benniget ez eas er japel ; e€pad eur pennad e chomas stouet dirag ar Zakramant meulet ra vezo ; goudeze e pignas ouz an aoter, e tigoras al leor ofern, e kanas pedenn gouel an Itron Varia ; diskenn a reas neuze evit mont da sacha war gordenn ar c’hloc’h a lakas da seni a daoliou, hag e tistroas d’ar sakreteri. « O veza n’oa den a-enep, ni, test, hor beus laket an aotrou Laporte en e garg, ha kaset da eskopti Leon eur skrid all par da heman. » Ia, nemed e Kernoas an ti a oa tost da goueza en e boull, hag an aotrou Laporte a rankas staga raktal d’e gempenn evit hen derc’hel en e zav ; setu perag, er bloavez 1790, pa voe laeret leveou an Iliz, e welomp anezan o kas roll e zispignou da Vistri ar Rann-Vro, evit beza paet ganto ; ouspenn mil lur en doa dispignet.

Epad pevar bloaz, an aotrou Laporte a lakeas e holl aked da zerc’hel e doare sakreteri Sant Loïz, a oa ken koant ; rag enni e weled d’an ampoent ar c’hoatach dero a zo atao breman eun dudi evid an daoulagad. Ar pez labour-ze « aozet flour, linennet dispar ha warnan eur C’hrist kizellet kaer-dreist », a lavar an aotrou de Lorme en e Histor Iliz Sant Loiz, a voe graet er bloavez 1748 gand an aotrou Bervas, mestr-kizeller e Brest ; koustout a reas 6.000 lur.

Koulskoude, ar beleg-sakrist ne dremenas ket e holl amzer er sakreteri. Goude beza bet boazet da veva a zianvaez-ti ha da gaout skuisder a gorf, p’oa beleg ar gwardou, chom evelse etre peder voger a deuas da noazout d’e yec’hed.

Etouez ar paperiou graet pa voe savet an dereziou dirag an or-dal e Sant Loiz, e kaver lizeri bet skrivet gand an aotrou Laporte. E lod anezo e tifenn e wiriou a berc’hen war eun ti-bihan o doa c’hoant tud an ti-kear da ziskar evit gellout sevel an dereziou. E lod all e komz ive eus e yec’hed hag e lavar en deus ar medisin gourc’hemennet d’ezan ober eun dro war varc’h epad eun eur bemdez. Goude lein eta, bemdez e laka an dibr war gein e varc’h (an dibr hag ar westign a vezo gwerzet eul lur ha daou-ugent diwezatoc’h e gwerzidigez e arrebeuri — 1793). Gwech, e za da Gernoas da welet penaos e za al labour en dro ; gwech, da Zant Mark da welet an aotrou person Per Quemener, unan eus e vrasa mignoned : kalonou start an eil hag egile, rag aotrou person Sant Mark a gavo ive gwelloc’h ober pemp bloaz prizon eget toui. An troiou-ze a ran bemdez var varc’h, penaos bennak e ve an amzer, a ra vad d’am gwad, a lavar an aotrou Laporte, hag a ro d’in nerz nevez.

Hag ouspenn, dre ma veve etouez e dud, e c’helle kemeret perz e kement gouel a veze graet en e familh. Evelse e c’hellas, d’an 22 a viz gouere 1788, eureuji en iliz Sant Loiz, unan eus e nizezed, Jann Laporte, merc’h ar mezeg Loiz Glaoda, gant mab eur marc’hadour e hano Per La Vallée.

Lakaat a rankomp dindan ho taoulagad skrid an dimezi-man, rak diskouez a ra eo gwir ar pez a lavaremp diwar-benn galloud ar veleien n’oant na person na kure : evid ober eun eured e rankent kaout aotre an A. Person ; hag ive abalamour e traon ar skrid-man, eun niver bras a dud o deus lakeat o hano, euntregont bennak, hep konta an aotrou Laporte.

« D’an 22 a viz gouere 1788, an aotrou Per Mari La Vallée, mab minor d’an aotrou Per La Vallée, ha d’an itron Florentina Allard, o chom er barrez-man, hag an dimezell Jann-Antonetta-Helena Laporte, merc’h minorez da Loiz-Glaoda Laporte, mestr-mezeg, ha da Gatarin ar Masson aet d’an anaon, o chom e Sant-Salver Brest, o deus en em gemeret an eil egile da bried dirag ar beleg a zin warlerc’h hag en deus, gand aotre an Aotrou Person, o c’hlevet o rei o asant an eil d’egile, goude eur re embannou graet d’ar zul araok, ha goude beza bet dispans eus daou re all digand aotrou ’n Eskob Leon.

A zo bet test ha kred eus a gement-se : an aotrou Laporte, tad d’ar c’hreg nevez, an aotrou hag an itron Yann-Mari-Loiz Laporte a Goatriou, breur d’ar c’hreg nevez, hag ar re o deus sinet c’hoaz dindan : J. A. Helena Laporte, L. C. Laporte, Le Lay, P. M. La Vallée, Laporte a Goatriou, Fallier, Albert Mari Borgnis-Desbordes, Lebret, G. Arondel, pevar Borgnis-Desbordes all, Anthony, 2 Bechennec, Mallet, Le Lay, Penanru, 2 Vanden Bendem, ha re all c’hoaz…

Laporte, beleg ».

Evelato, unan eus ar goueliou kaera a welas an aotrou Laporte epad m’oa sakrist e Sant-Loïz a voe, hep mar ebet, ar gouel a voe graet pa stagas an ograou bras da c’hoari evit ar wech kenta er bloaz 1789.

Evit skoazella ar gurusted hag ar ganerien, en iliz Sant-Loïz n’oa nemed eur « c’hoarier sarpant » hag en doa tri c’hant lur ar bloaz, hervez konchou ar fablik. E chapel Sant-Joseph ez eus dastumet hirio kalz a draou koz deuet eus an ilizou ; eno war-laez e c’heller gwelet leoriou bras ar c’han-plean a veze digoret war al letrin dispar, en arem alaouret, pez-labour an teuzer Lecler, o chom e ru ar Ferronnerie e Paris, ha graet er bloaz 1759, hervez ar skrid zo warnan.

Al letrin-ze a oa neuze, evel breman, adrenv an aoter vras ; ar « c’hoarier sarpant » gand ar gurusted endro d’ezan, a en em lake dirazan ; hag ar c’han a veze dudius marteze, met a dra zur, kalz re skanv evit beza klevet e kement korn eus eun iliz ken bras hag hini Sant-Loïz. Pell a oa, Brestiz a c’houlenne eun ograou. Erfin, ar breur Florentin Grimaud, eus manati Karmez Brest, a oe fiziet ennan gand ar Fablik ober unan ; hag Eozenn Collet karget da gizellat ar c’hoatach tro war dro (Leor ar barrez, aotrou H. Calvez).

Gouel bras a oe evit kear a-bez, a gont d’eomp an aotrou de Lorme, en deiz ma oe klevet an ograou evid ar wech kenta, goude beza bet benniget gand an A. Floc’h, dirag eur bobl tud, deuet da gemeret perz el lidou santel ; bolziou an iliz a dregerne gand o mouez galloudus. An dud e karg a bez, gwisket kaer evel ma vezed en amzer-ze, pennou-bras kear gand o familhou fardet pinvidik meurbet, an holl gorfou-micher gand o bannielou, a en em vode en iliz, re vihan en dervez-se evit digemer eur bobl bras-direiz a deue a bep tu, hag a bigne dre an dereziou kaer nevez graet er bloaz 1788 gand an aotrou Besnard.

An deiz-se a oe eta eun deiz a levenez dispar : eun dudi oa gwelet peurc’hraet neuze da vat iliz Sant-Loïz hag e doare da veza konsakret, ar pez a dlie beza graet er bloaz 1791. (Goudeze e teuas amzer an Dispac’h hag iliz Sant-Loïz n’eo bet konsakret nemet d’an 9 a viz du 1926 gand an aotrou Duparc, Eskob Kemper ha Leon). Ar pilierou koz a zo en dro d’an aoter vras hag a oa bet digaset da Vrest eus templ grek-romen Libida, er Cyrenaik, a c’helle, kantvejou ha kantvejou araok, beza gwelet eno kalz a draou kaer ; a dra-zur, ne dremenas ket dindan porched o zempl kenta eur seurt niver a dud a renk uhel hag a dud ker brudet. E kichen ar pennou bras edo dastumet ofiserien skouadrennou Loïz XVI, a oa bet treac’h d’hon enebourien war vor, an dibab eus an noblans koz war zao bepred da zifenn ar vro, ar re a oa bet er stourmajou gant Suffren, de Grasse, d’Estaing, Lamotte-Piquet, du Couëdic ; en eur ger, eur vodadeg hep he far a dud a galon hag a zoare : Douget e vijed da sonjal e c’hoantea, en deiz-se, holl dud a renk uhel ar porz-mor, ken ter ha ken koant, araok beza diskaret da heul ar roue e-unan, en em welet eur wech c’hoaz en o brasa sked.

Siouaz ! an dervez-se ne deuas war e lerc’h hini all par d’ezan. Bez e oe c’hoaz derveziou kaer ha kaeroc’h zoken, met o sked a oa dishenvel. N’oa mui na gwardou war vor gwisket e ruz gant broderez aour, na dimezelled lorc’hus gant kabellou uhel ha gwiskamant pinvidik, na bourc’hizien habask gwisket gant mezer liou kanel ha lerou marellet. En derveziou-ze ne vo gwelet nemet kokardehnou livet e doare iskiz, gwazed diskramailh o youc’hal, tud hanvet « sans-culottes », pikou ganto ; e kador-brezek Sant-Loïz an hugunod Yann Bon « ministr an Aviel zantel », a nac’h ar feiz en deus prezeget gwechall, hag a c’hoez ar gasoni e kalon an dud ; war dachenn an Emgan, eus savet skeudenn eur menez graet gant kartons livet, (evit tostennat ouz Robespierre hag e genseurted a oa hanvet « La Montagne ») ; war dachenn ar C’hastel, eman ar c’hilhotin a zo dindan eur zac’h lienn begok livet e ruz, da zigemer gwad an dud dibennet. Ar benveg spontus-se a gasas betek c’houec’h den war’ugent d’ar bed all war an hevelep tro, heb ehana ! Na pegen skrijus ! na pegen heuzus ! Met e kreiz an denvalijenn-ze e welomp o sevel, gand ar re zo marvet evid o roue, rumm kalz niverusoc’h ha kalz kaeroc’h an dud kalonek a varvas evid o feiz. Beleien hag a oa goulennet diganto toui eneb ar feiz, o deus lavaret : « nann ». Daoust ha n’eo ket an dra-ze ken kaer hag ar pez a reas ar c’habiten de la Clocheterie pa ne falvezas ket d’ezan diskar e vanniel dirag al lestr saoz ? E gwirionez, n’int ket marvet en emgann e-kreiz an tennou kanol ; lod zo bet diskaret a daoliou pik pe a daoliou penn-baz evel Glaoda Laporte ; lod all zo marvet war ar chafod evel Yann Drevez, kure Sant-Salver Brest ; lod all, war listri koz flerius ar Rochelle, a zo aet dre uz evel Simon ar Masson, kenvroad ha kenvreur Glaoda Laporte ; ha perag int marvet ar re-ze holl, nemed abalamour n’eo ket bet falvezet d’ezo diskar banniel o feiz ?

Ar pez a ra gened an Iliz en amzeriou kenta, eo ar vantel ruz, bet nezet d’ezi gant he merzerien. Daoust ha pa dremen an triouac’hvet kantved, iliz Bro-C’hall ne zoug ket ive war he diouskoaz eun hevelep mantel ? An Iliz her goar, hag he deus hen embannet, en eur zevel uhelloc’h eged ar gonfesored, uhelloc’h zoken eged ar re anezo a oa eskibien, eul lodenn eus an dud kalonek-se, daoust d’an darn vuia anezo da veza bet tud a renk izel. Hag e guirionez el leoriou sakr, ar verzerien a deu raktal goude an ebestel.

Dre-ze, kristenien hor bro a zere outo kaout anaoudegez vat evito. Abalamour d’ezo, iliz Bro-C’hall zo chomet stag ouz Iliz Rom, « mamm ha mestrez an holl ilizou ». Dreizo eo chomet stag ouz ar c’hef hag he deus kavet ennan ar zeo nerzus en deus laket da zevel bleuniou kaer a zantelez, evel A. Person Ars ha Thereza ar Mabig Jesus.