An de-ze ’vo de a gounnar,
Pa vezo dewet an douar ;
David hag ar Zibil hen lar.
Gwasat da spont a c’hoarvezo,
’Wit pouezan pep tra pa deuio
Ar Barner bras eus an Envo !
An drompilh, gant eur zon skiltrus,
Eus ar beio a ray, fonnus,
D’an holl ’n em gât dirak Jezuz.
Skoet ’vo ar marv ha pep tra,
Pa vo an holl dud en o za,
’Wit respont d’ar Barner brasa.
Eur levr, elec’h ma vo skrivet
Kement ’so, a vo digoret ;
Ac’hane ar bed ’vo barnet.
Pa vo ar Barner azeet,
Pep tra kuzet va displeget,
Hep kasti ’vano netra ’bet.
Petra a larin-me neuze,
Maleurus ? Da gât piou ’in-me,
Pa ’nevo doan an den mat tre ?
Ho kalloud ’ra krenan, Doue,
C’houi ’deurve salvi an ine,
Ma zalvet, mammen a drue !
Bet sonj, Zalver an teneran,
’Oc’h ’widon diskennet aman ;
N’am c’hollet ket en dewez man !
Ouz ma c’hlask ’oc’h en em skwizet,
War ar groaz ’widon ’oc’h marvet,
Gret ne ’vo poan ken bras kollet !
O Barner leun a lealded,
Jezuz, pardonet ma fec’hed,
Arôk de ar varn, me ho ped !
Pec’het em eus, hen gôut a ran :
Breman, gant ar vez e ruian ;
Diganec’h pardon a c’houlan !
Pardonet ’peus ar Vadalen,
Eus ar laer klewet ar beden,
D’in roet Esperanz kristen !
Ma feden ’zo dister meurbet,
Mes mat oc’h, o ma Jezuz ; gret
En tan peurbadus ’dewin ket !
Gret ma vin ’touez an dud zalvet,
Pell-pell diouz ar re villiget !
En ho tu deo ra vin laket !
Pa vo an holl dud fall pladet,
Hag en tan da leski stlapet,
Davet ar re vat ma c’halvet !
Me ho ped, d’an douar stouet,
Ma c’halon gant glac’har rannet,
Da gât fin-vat ma zikouret !
Dewez a daero an de-ze,
Pa zavo an den eus ar be,
’Wit bean barnet gant Doue !
Pardonet, Doue, d’e ine !
D’an anaon paour, o Jezuz,
Roet diskwiz peurbadus !
|