Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 97-99)



AN DISKAR-AMZER
————


An heol an eus paouezet da skuilh warnomp tomder ;
Ne bar ken evel en hanv, a-blom, ’barz an oabl skler ;
Diouz ar beure ha d’an noz, breman, eun ezen yen
A ra d’an delio gwenvi, dont da vean melen.

An de ive ’zo berêt, ha kloc’h an anjeluz
A renk son kalz abretoc’h, pan a an heol da guz !
Deut eo koulz an awelach ha koulz ar glaoeier,
Deut eo ar c’houlz ma weler goulou ar parkeier.

Evurus al labourer, hag e dud ’n e gichen,
An eus klozet en e leur boutello plouz ha foen,
An eus ebarz e c’hrignol peadra da vewan,
Paeet e dam gourmikel, pa ve ar c’houlz, gantan ;

Ma ’n eus c’houezet ’pad ar bla, kemeret poan da-vat,
Ewit hadan ha dastum, labourat park ha prat,
Breman an eus an digoll, hag e galon laouen,
E c’hall tanva, gwech-ha-gwech, eur bannac’h jist melen.

E-pad an hanv, e weler, dreist-oll war hon aocho,
Diavezourien a vern, ha distoladenno ;
Distroet ez int d’o c’hlud, ’n eur laret kenavo,
Kenavo da vla da Vreiz, ’gavont eur gaer a vro.


Mes n’et ket da gredi d’ec’h e ve kaer hepken Breiz
E-pad ar c’houlz ma weler tud diavez, a leiz,
O c’hoari war hon aocho, o redek ’n hon hencho ;
Pa deu an diskar-amzer, o me ’gav brao ma bro.

Ma ’kroz gwech ha-gwech ar mor, ma sailh war ar rec’hel,
Eo dudius hen gwelet hag hen klewet a-bell.
Hag en-kreiz hon douaro, ma velena ar gwe,
Ne zeblantont ket lakat eur gwiskamant newe ?

Eur gwiskamant alaouret, a blij d’hon daoulagad,
A gomz dizeblant ive, da galon pep Breizad ;
Ar Breizad a blij d’ean hunvreal, envori,
Pa velena an delio, p’a kwit ar gwenili !

Neuze e teu da sonj d’imp e tosta ar gouel kaer,
Gouel an Oll-Zent, an Anaon, ma teuer, gant preder,
Da zaoulinan d’ar vered, war be an dud varo,
’Lec’h skuilher dour binniget mesket gant an daero.

Neuze ’n em sonj pep-hini ’n eur vont dindan ar gwe,
E dreid o veskan ’n delio, hed-ha-hed an toufle ;
Berr-berr eo bue pep den ; ’vel an delio ive,
Ni ’vo diskaret, hep mar, gant ar marv didrue !

Delio liou-koar, c’hoaz oc’h stag ouz ar skour, er ween,
Gwintet oc’h uhel meurbet, mes ne vo ket pell ken
An awel ho tistago, ha neuze ho kwelfer
O tarnijal ’vel keun d’ec’h, a-us d’ar parkeier !

Hag o welet hon c’hoajo o koll o gwiskamant,
Meur a galon ’vo karget a doan, a nec’hamant.
Siouaz, ’wit meur a hini an delien diwean
Na vo ket zur-mad koueet ma vo ken er bed-man !


Koulz kalan-gouanv ’zo garo ewit ar glanvourien,
A weler kasti ha treut evel eur baluc’hen ;
Mouez ar c’hleier, d’ar c’houlz-man, war eskel an avel,
Alies a gas kelo eus marv, en Breiz Izel !

Mes ewit ar Vretoned miret gante o Fe,
Ar maro kri nan eo ket eun disparti a dle
Bruzuni ewit biken ar liam ’stag ane
Ouz an holl dud a garont ; ne varv ket an ine !

Ha setu perak bep bla, dent an diskar amzer
Ar Vretoned en em blij, gant eur galon dener,
O sonjal er re varo, o pedi er vered,
Pa velenna an delio, ’rôk bean diskaret.

————