Nozwejo evel gwechall, e tal an tan

Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 99-101)



NOZWEJO EVEL GWECHALL ETAL AN TAN
————


Azeet etal an tan, goude ve tapet koan,
Na brao ez eo diskwizan, hag ankouaz ar boan,
’Keit ma c’houiban an awel e krec’h ar chiminal,
Ha ma klewer war ar gouer glao a-builh o trouzal !

Chipot-holen ha skebel, bank-tosel ar gwele,
Bet warne, a rum-da-rum, kerent ha bugale,
A dastum, pe ve koaniet, an tiegez a-bez
Hag awecho eur c’honter, dewejer pe baour kez.

Eur bannac’h jist ’ve tennet, ha laket tal an tan,
Ar wersed a den prestik o zam korn-pri bihan,
Ar merc’hed a glask o stam ha Yan-Gren, prez warnan,
Eus potr ar c’hontadenno, ma c’hall, ’vo an nesan !


Eur vam-goz, hi daoubleget, gant he c’har da nean,
Hag he c’hegel-lin dalc’hmad, a deuio d’azean
Damdost d’ar golo-lutik, ma ve ket golo-all,
Ret d’ei kas he c’har en-dro, ’vel vije gret gwechall.

Ha goude eur gir bennak, keloio pe dreo-all,
Tanveet gant ar wersed ar jist, nan eo ket fall,
Erwan, pôtr ar marvailho, a grog da displegan
Eur gontaden a bado eiz de d’an nebeutan !

Gwech ar zelaouerien holl a diroll da c’hoarzin,
C’hoarzin ’reont ’leiz o c’hof : Erwan an eus ijin !
Gwech-all Erwan a lakadour ’barz an daoulagad ;
Ze n’hen harz ket da danva gwech-ha-gwech ar jist mat !

Strakal ’ra ar c’hoad en tan, brao vezo d’ar skrilhed
Kanan ’barz ar fornigel, ’rôk dont war an oaled,
Ewit klask bruzun krampoez, chomet warlerc’h Janned
A gas ken brao he sklisen war ar gleurc’h intanet.

Ar c’har-nean, awecho, ’baouez da vont en dro,
Bep tro ma teu da Erwan komz eus tud koz ar vro,
Eus an Dispac’h-vras, dreist-oll, koulz ma oe dimeet
Ar re goz gante kuset beleien argaset.

Awecho all e komzo eus brezel ar C’hrime ;
Eur martolod diskwiz-mat ’oa Erwan d’ar c’houlz-ze,
’Pez a lar n’eo ket skrivet ebarz kalz a levrio,
Mes gallout a rer kredi an hini ’oa eno.

Hag e-keit ha ma klewer, dre veg ar chiminal,
An awel o c’houistellat, goude o vouboual,
E teu ar c’houlz da baouez, en despet da Yan-Gren,
A dremenje, o selaou, an noswez pen-da-ben !


An amzer ’zo tremenet evel eur luc’heden,
C’hoarzin, gouelan, envori… ha neuze ar beden,
Ar beden war an daoulin, arôk mont da gousket
Nozwez-vat, nozwez kristen, ’vel gwechall tremenet

————