An diveza Manac’h a gouent ar Chartreuzed

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 266-271)



An diveza manac’h a gouent ar chartreuzed
e kichen Alre.
————

Eur beacher, oc’h ober tro Breiz, a scrif an dra-ma. En em gaout a riz, emezhan, en eur gouent eleac’h ma zoa chartreuzet guech all, hag a zo brema c’hoarezed ar furnez enhi. Oc’h ober tro ar c’hloastr, eleac’h ma zeo peintet, e taolennou, buez sant Bruno, al leanez vad am rene, en em lakeas da gonta din eul loden euz ar pez zo tremenet er gouent coz-ze. Setu ama petra a lavaras din divar benn an diveza manac’h a zo bet eno euz a urz ar chartreuzet.

Ar manac’h diveza-ze a reat Dom Emmanuel anezhan. Er gouent edo araog an dispac’h braz ; he cellulen a zo an digor anezhi var an c’hloastr.

Emmanuel a ioa ginnidig a Bariz, hag a ieas da glouerdi sant Sulpis o sonjal en em renta beleg. Eno e reas mignoniach gant eun den iaouang, hag ho daou en em garent meurbet. Eun dervez, ar c’hloareg all-ze a deuas da gaout Emmanuel hag a lavaras dezhan :

— Me ia da guitat ar c’hlouerdi-ma.

— Ha da belec’h ec’h eus sonch da vont ?

— Da gouent ar chartreuzet.

— Te etouez ar chartreuzet ? sur emaout oc’h ober goap ?

— N’emaoun ket ; me gaf din oun galvet da vont en urs-ze.

— Asa, collet eo da benn ganhez ? Te eun tad chartreuz ? Te, ac’h eus kement a speret hag ac’h eus resevet kement a dalanchou digant Doue ? Hag e zi da lacat an dra-ze oll er bez ? Ha ne ouzout-te ket an tadou-ze a vef disparti an eil dioc’h egile, pep hini en he cellulen, evel pa na ve den er bed nemetho ? En eur ger Emmanuel a gomzas gant kement a ners ma tistroaz he vignon dioc’h he vennoz ha ma chomaz e sant Sulpis.

Doue gouscoude a c’half pephini eleac’h ma plich ganthan, ha goaz aze d’an hini ne zilaou ket he vouez. An den iaouank-ze a grogaz an enouamant enhan er c’hlouerdi, hag her c’huiteaz. Eat er bed e tilezas nebeut ha nebeut he zeveriou a gristen ; goudeze ez eaz er meaz euz ar Frans hag en em roas d’an dizurs.

Anat eo e reas kementse eur boan vras da Emmanuel. N’en doa comzet nemet dre scanvadurez, hag edo pell dioc’h sonjal e tlie eun ali roet ganthan dre c’hoarz ober kement a zrouk. Ober a ra dezhan he unan rebechou c’hoero da veza diframet eun ene euz a dre daouarn Doue, hag e reaz he zonch d’en em rei d’ar binijen evit an nemorant euz he vuez ; hag evit repari guelloc’h an droug en doa great, e sonjas mont he unan da gouent ar Chartreuzed, eleac’h an hini ma en doa miret outhan da vont di. Bugale sant Bruno hen resevaz, ha pa en doa great he venou her c’haschont da eur gouent o devoa e gouelet Breiz etouez al lann hag ar brug.

Eun nebeut bloaveziou goude e tirollaz an dispac’h braz e Frans ; ar c’houenchou a voe laeret, ar venac’h taolet er meaz ; ar rann-galon a ioa en oll lec’hiou santel. Couent chartreuzet Alre ne voue ket espernet. Emmanuel hag he vreudeur, goude beza gant calz a c’hlac’har lavaret kenavezo d’ho c’houent, a voue red dezho kuitat ar mogeriou-coz ze eleac’h ma o devoa cavet ar peoc’h ha ma o doa roet ar skuer euz an oll vertuziou abaoue meur a gant vloas. Hor manac’h a ieaz en harlu d’an Holland ; hogen pell dioc’h Breiz ne c’helle ket en em blijout na delc’her var he c’hlac’har. Rebechou a rea dezhan he unan abalamour m’en doa dilezet he gouent coz, hag abalamour n’oa ket chomet cuzet var dro eno evit ober eur vad bennag d’he vreudeur a c’houzanve eur voaskerez ker cris. Evel ne bade ket e sonjaz, en han’ Doue, treuzi harziou ar rouantelez. O veza cavet unan bennag hag a c’hellet fiziout enhan, en em lakeaz en eul lestr etouez eun nebeut sac’hadou marc’hadourez hag e voue taolet evelse var aodchou ar Frans. Neuze gant mil boan e treuzaz ar vro hag e tigouezaz erfin e Breiz eleac’h ma crede e voa galvet gant Doue.

Siouas n’en devoe ket ar blijadur da c’hellout en em guzet etouez ar pez a chome euz he gouent. An dispac’herien a c’houlenne hag a roe arc’hant evit caout pennou an oll veleien hag an oll venac’h.

E Guened edo ar chafot nos deiz en he za prest da ziscar pennou. Evel ne voa bet morse ermeaz euz he cellulen, ne anaie ket ken nebeut ar c’harter tro var dro. Nec’het en em gavas ; ne vouie ket penaus beva evit ober eur vad bennak dre eno. Doue a gavas dezhan eul leac’h hag eno e c’heljo labourat evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, en eur heulia reglen sant Bruno.

E kær benn an Departamant edo var zao, evel ma on eus lavaret, ar c’hillotin. Di an dispac’herien a dreine bep sizun muia ma c’hellent a dud, beleien, noblans, bourc’hizien, tud a vicher, kement a grede e Doue hag o doa c’hoant da lacat eun tam urs vad bennak ; ho fennou a goeze eno, hag ar bobl difeiz a stracle he zaouarn evel mesvet gant ar goad.

Dirag ar c’hillotin ez oa eun ti hag a ioa enhan christenien vad, tud calonek. Perc’hen an ti-ze o clevet oa deut Dom Emmanuel en dro, a ieas d’he glask.

Ep gouzout da zen hen digasas d’he di, hag e reas dezhan sevel d’he c’hrignol, e kichen an doen. Eno e tiskuezas dezhan eun toul er voger, hag e lavaras :

— Sellit, va zad, setu aze eur cellulen evidoc’h, Doue a c’houlen ma chomfac’h aze evit he servicha.

— Mes, eme Emmanuel, pe seurt vad a c’hellin-me da ober d’an eneou en toul du-ma.

Neuze mestr an ti a dennaz eur mean sclent euz an doen hag a lavaras d’ar manac’h :

— Sellit, va zad, setu aze ar chafot dirazoc’h ; pa vezo digaset tud aze d’ar maro, e c’hellit sevel ho torn ha rei an absolven dezho araok ma coezo ho fenn dindan ar c’hillotin.

Dom Emmanuel a anavezas neuze eo Doue en doa hen digaset di. Eno e tigaset he vevans dezhan, hag eno e tremenas meur a zizun o pidi hag oc’h absolvi ar re a zigaset d’ar maro.

Eun dervez, dervez scrijuz, e voue digaset eun tiad a bez, seiz, an tad, ar vam ha pemp bugel ; sevel a rejont var an chafot an eil varlerc’h egile ; ar vugale a zelle oc’h ho mam, hag houma a ziskueze dezho an Env, hag ho zad ho bennige. Ar manac’h a zavas seis guech he zorn evit rei an absolven d’ar seis christen calonek-ze ; seis penn, a velaz o ruilla er goad ; pa voa coezet avad ar seisvet penn he nerz a vancas dezhan, hag e coezas semplet en he cellulen.

Pa voa dizemplet ar manac’h kez, an daolen heuzuz en doa guelet ne deas mui euz he speret. Guelet a rea ato ar vam gre ha calonek-ze ne felle dezhi mervel nemet varlerc’h he bugale, o courachi pep-hini anezho, guelet a rea ho zad o tiskuez dezho ez eant d’en em gaout adarre en Env, guelet a rea pennou ar vugale-ze o ruilla etouez ar pri hag ar goad, ha pennou ho zad hag ho mam o coeza varnezho. Epad eun nebeut derveziou e voue ne vele nemet goad, ha bete fin he vuez e crene ato bevech ma teue he spered da zonjal en daolen scrijus-ze.

Erfin e plijas gant Doue rei guelloc’h amzeriou d’ar Frans. Hor bro baour anter distrujet, a zavas adarre. Ar relijion a deuaz en dro, ha ganthi ar vuez. Lod euz a gouenchou coz Breiz-Izel a voue savet adarre, mes evit relijiuzed all. Evelse couent ar chartreuzed a Alre a voue laket enhi c’hoarezed ar furnez. Al leanezed-ze, o veza clevet hano euz ar manac’h Dom Emmanuel, her goulennaz evit ho beleg, hag ar manac’h mad a deuas da echui he vuez er gouent coz en doa caret kement.

Caer oa guelet an diveza euz ar chartreuzet o pidi er c’hloastr-ze eleac’h m’eo peintet buez sant Bruno. Brao oa he velet o chom a za dirag he cellulen goz, hag o taoulina var beziou he vreudeur.

En he amzeriou diveza en devoue cals da c’houzanv ; mes ar pez a ioa bet kiriek dezhan da vont d’ar gouent a rea dezhan gouzanv ato ep en em glem.

« Ha ne dlean-me ket, emezhan, ober pinijen evit ar reuzeudik-ze am eus distroet dioc’h ar stad ma voa galvet dezhan ? Va cellulen ha n’emahi-ket aze evit digas sonch din euz an ene paour-ze ? » ha neuze e save he ene varzu Doue en eur huanada.

Dom Emmanuel a varvaz eno, hag he gorf, ervez he c’houlen, a voue beziet etouez re he vreudeur muia caret. Ato e talc’her sonch anezhan en ti-ze eleac’h ma en deus roet skuer vad hag araog ha goude an dispac’h, ha credabl eo ne vezo morse ancounac’het.

————