An ermaeziadegou-tud displeitus da leda ar yez. Hini Iwerzoniz er Stadou-Unanet en XIX-vet kantved


XI. AN ERMAEZIADEGOU-TUD
DISPLEITUS DA LEDA AR YEZ
HINI IWERZONIZ ER STADOU-UNANET
EN XIXvet KANTVED


Rustoc’h c’hoaz eo bet doare-ober ar Saozon duhont, en Iwerzon, eget hini ar C’hallaoued amañ, e Breiz. En Enez ar Sent n’eo ket gounit dre gaer ar renkadou-renerien, n’eo ket teogi anezo, a zo bet klasket ober. Skei gant ar c’hleze a zo bet graet a-hed kantvedou. Distrujet noblañs ar vro pe rediet da vont d’an harlu. Rivinet ar renkadou-etre, ha savet dre reiz ha lezenn harzou a bep seurd evit mirout outo da binvidikaat adarre ha da sevel e renk hag e deskadurez. Ar bobl a zo bet gwasket en eun doare ken euzus-all, rediet da zivrôa dindan boan a vervel gant an dienez hag an naon. Eus pevar milion pe dost a iwerzonegerien a vane c’hoaz en enezenn e 1830, ne van ken bremañ nemet 125.000 anezo. Ar re-all a zo marvet gant an naon e 1846-1847 pe aet da ober o annez er broiou-tremor, dreist-holl er Stadou-Unanet. E dibenn an XIXvet kantved, e nivered er vro-se tost da bevar milion a Iwerzoniz [1]. Anezo, evit an darn-vuia, tud dizesk ha didra pa zegouezjont er Stadou, ez int aet d’en em dolpa er c’hêriou bras hag er rannvroiou stank enno al labouradegou. Eno ez ejont da vevelien, da labourerien, da implijidi dindan ar saoznegerien, ha ker buan ez ankounac’hajont o yez ken n’oa, e dibenn an XIXvet kantved, evit pevar milion a Iwerzoniz annezet er vro, nemet eun iliz hepken e-lec’h ma veze prezeget e gouezeleg Iwerzon [2].

Heñvel ouz Breiziz divrôet p’o deus evelto ankounac’haet buan o vez vrôadel, Iwerzoniz ermaeziet er Stadou-Unanet a zo disheñvel diouto e meur e geñver-all. Lemmoc’h a spered eget Breiziz, divorfiloc’h egeto, distagellet mat o zeod, atao dare d’en em voda ha d’en em gevredadi evit irienni ha komplodi ouz hemañ pe henhont, pe ouz an dra-mañ pe an dra-hont, o deus tizet kalz anezo sevel e renk, ha mont, a-niver, da gargidi e merereziou ar c’hêriou bras, a-wechou zoken e renerez ar Stadou. Ar re izela a ra evel polised, kabalerien-votadegou, h. a. Nemet e tro ouz micheriou uhel, evel ar vreutaouriez, mibien ar re o deus gallet rei deskadurez d’o bugale. Re alïes ez int aet da greski niver ar bolitikerien a vicher a zo, dre o brabañserez, o gevier, o zreuzvarc’hadou mezus, unan eus gwasa gwalennou ar Stadou-Unanet. Peurijinekaet eo bet gant ar re uhela-savet anezo ar prena-moueziou er votadegou hag an tostennakargidi. An Tammany Ring, gwall-vrudet e Norz-Amerika, e dibenn an XIXvet kantved, dre al laeradennou-fiziañs gwall-c’hrevus graet gant e izili (deuet e oant a-benn da aloubi tamm-ha-tamm an holl gargou e merereziou Stad ha kêr New-York), a zo bet an andon anezañ en eur c’hevredad-Iwerzoniz, an Tammany Society, savet e 1805. Ker galloudek e oa deuet Iwerzoniz e New-York, etro dïbenn an XIXvet kantved, ma veze stignet, da geñver deiz gouel sant Patrik, banniel gwerglas Iwerzon war an Ti-kêr [3].

Peursaoznekaet e-keñver ar yez, e klask Iwerzoniz katolik ar Stadou-Unanet saoznekaat ar gengredenneien o devez e-touez tud ar brôadeleziou-all. Deuet ez int evel-se da veza gwasa enebourien ha heskinerien ar c’hallegerien e Norz-Amerika, pa strivont da lakaat war ar C’hallaoued, evel eskibien, beleien ha mistri-skol, saoznegerien iwerzoniat. En em harpa a reont evit ober kement-se war lavar ar Pab Leon XIIIvet en deus diskleriet e 1897 e tlee holl gatoliked ar Stadou-Unanet sellout ar saozneg evel o c’henyez [4].

Hag enno kement a blegou fall, Iwerzoniz ar Stadou-Unanet a zo manet stag ouz o ano brôadel a-drugarez d’ar gasoni maget atao en o c’hreiz gant koun krizderiou ha dislealderiou Bro-Saoz ouz Iwerzon. Evel Iwerzoniz ez int en em vodet hag en em gevredadet e pep lec’h. Gant o skoazell-arc’hant eo o deus gallet Iwerzoniz Iwerzon stourm ouz Bro-Saoz hag adkavout o frankiz. Nemet petra ’dalv ar frankis politikel adkavet pa vez sanket da vat, enlouc’het-doun en empenn ar frankizidi yez ar vac’homerien ? Petra a iwerzonek e gwiriones, pa lavaran iwerzonek, a c’hell menel e tud stummet holl venoziou ha troiou o spered gant moul eur yez estren ? Ne vez ken eus an ano iwerzoniat nemet eun ardamezenn douellus peget ouz eur pakad marc’hadourez a vaez-bro.

  1. 3 979 569 hervez Paol Leroy-Beaulieu, Les Etats-Unis au XXe siècle, pevare mouladur, 1909, p. 19.
  2. F. Schrader ha L. Gallouedec, Géographie de l’Amérique, 1893, p. 219.
  3. Diwar-benn Iwerzoniz er Stadou-Unanet, lenn P. de Rousiers, La Vie américaine, 1892, pp. 575-88. A-zivout an Tammany, J. Bryce, Commonwealth of America, II, pennad 88.
  4. E. Tonnelat, L’expansion allemande hors d’Europe : Etats-Unis, Brésil, Chantoung, Afrique du Sud, 1908, p. 54.