An ermaeziadegou-tud displeitus da leda ar yez : ermaeziadegou peorien dizesk ha distur. Hini Vreiziz e Bro-C’hall e dibenn an XIX-vet kantved hag e derou an XX-vet


X. AN ERMAEZIADEGOU-TUD
DISPLEITUS DA LEDA AR YEZ :
AN ERMAEZIADEGOU PEORIEN
DIZESK HA DISTUR
HINI VREIZIZ E BRO-C’HALL
E DIBENN AN XIXvet KANTVED
HAG E DEROU AN XXvet


Disheñvel e c’hoarvez pa vez an divrôerien tud dizesk, didra, dizifenn ha distur. Unan eus ar mantrusa ermaeziadegou a zo bet en hon Amzer eo hini ar Vrezoned hag ar Brezonezed yaouank eus korniou paoura Breiz-Izel davet ar broiou-krec’h, Breiz-Uhel ha Bro-C’hall, e dibenn an XIXvet kantved hag e derou an XXvet. Eur Breiz-Uhelad, an Ao. Yan Choleau (Yan Kerper) en deus savet eul levr kelennus da lenn diwar-benn an ermaeziadeg-se [1]. Nemet sabatuet a-grenn e rank menel an neb a anav ar reuziou hag an dismegañsou diniver a zo bet da heul an divrôadeg-se, pa lenn, enskrivet war talbenn levr Choleau, an diou werzenn-mañ :

Dre-holl e lec’h an heol a bar
Ar Breisad a vale heb e bar.

E-doug ar Grenn-amzer (e mare rouantelez Vreiz, ha, diwezatoc’h, e gre an Dugelez), ha, goude-se, er pennad-amzer-etre, pa n’edo ken eus Breiz nemet eur « proviñs » eus rouantelez Vro-C’hall, he deus kaset ar Vro-mañ kalz a zivrôerien er broiou-krec’h ha dre Europa a-bez : krouzerien ha telennerien e prantad ar C’hladdalc’helez [2], hag, a bep amzer, kadourien : pennvrezelourien ha soudarded [3]. N’oa ket atao sent eus an dud-se. Hogen, bez’ez oant, da vihana, tud hag a lakae da zouja an ano brezon, tud hag a denne warno an azaouez, dre ma oa gwall-risklus beza dismegus en o c’heñver pe mont d’ezo diwar fae [4]. Ouz ar rummadou Brezoned-se eo e terefe enskridardamez lorc’hus levr Choleau, neket ouz engroez ar beorien hag ar paourezed dizifenn a yeas, goude eur vuhez a zienez, a c’hlac’har hag a vez da leunia klañvdiou, putendiou ha beredou Bro-C’hall. Ne zere ket kennebeut an enskrid-ardamez kanmeulus-se d’an darn-vuia eus an dud uhel a veve e Breiz e mare an ermaeziadeg, noblañs, bourc’hizien, pinvidien a bep stad, anezo « Breiziz al lez-ober », n’o deus graet taol-striv efedus ebet evit trei ar walenn d’eur vad bennak, n’o deus ket meizet e oa o dlead unani o yalc’hou, o c’halonou hag o speredou evit reiza hag urzia an divrôadeg, basta da ezommou kenta an divrôerien, hag o heñcha davet tachennou yac’husoc’h e pep giz eget labouradegou ha kêriou bras Bro-C’hall [5].

Peur-zifrouez evit ledidigez ar Brezoneg eo bet enta kresk ar boblañs e Breiz e-pad an XIXvet kantved. A-drugarez d’ar c’hresk-se, gwir eo, ez eas niver ar vrezonegerien war sevel betek tizout 1.300.000 a dud etro dibenn ar c’hantved-se, hervez jedadenn ar Breiz-Uhelad Paol Sebillot. Nemet ne spleitas ket ar gounid-se da leda ar yez er-maez [6]. Hag e Breiz-Izel zoken e voe kempouezet war goll hag hogos kaset da get ar c’hresk war niver ar vrezonegerien gant an taoliou reuzius e voe skôet neuze ouz ar Yez. Abaoe 1872-1873, hogen dreist-holl etre 1880 ha 1900, e voe staget da sevel dre-holl e Breiz-Izel skoliou pe lik pe gristen, hogen ken divrezonek an eil re hag ar re-all [7]. Dre saliou-herberc’hia-bugaligou e voe lakaet zoken ar vugale en o oad tenera da zizeski pe da dremen hep deski ar brezoneg. Miliadou a vistri ha a vestrezed-skol, bet c’houezet en o zeod, bet savet a-ratoz-kaer evit diwrizienna ar Yez diouz ar Vro, en em lakaas e pep parrez da zismegañsi ar Brezoneg dirak ar gerent, o terc’hel warnezo evit ma chomjent hep komz brezoneg d’o bugale. Aesoc’h-aes gant ar bloaveziou e voe d’ar vistri-skol al lodenn-se eus o labour drastus, dre n’o devoa ken d’ober ouz ar gerent penngalet a c’hiz koz na ouient nemet ar Brezoneg, hogen ouz kerent klouar, bet hanter-gontammet o empenn en o yaouankiz dre ar skoliou nevez hag a ouie ar galleg kerkouls hag ar brezoneg.

Da harpa ha da glokaat al labour divrezonek graet gant ar skoliou, e voe, dreist-holl abaoe an degadbloaziou 1890-1900, al labour divrezonek graet gant an oberou hag ar c’hazetennou, ken lik, ken kristen. Ar re-se, an oberou dreist-holl, a zo evel eur roued taolet war Vreiz-Izel, stankoc’h-stanka ar mailhou anezi bemdeiz. Hogos divrezonekaet eo bet ar vro [8]. Trôet eo bet penn-evit-penn, er remziadou nevez, spered ha menoziou ar remziadou koz a gare o yez hag o giziou. Sunet eo bet digant Breiz ar pep speredeka, ar pep kreñva, ar pep gwella e pep doare eus he bugale. Aet eo ar vro-mañ en he fez d’eur vengleuz danvez-tud (matériel humain, gouez d’ar C’hallaoued) ma tered daveti tud a bep seurd eus ar broiou-krec’h da gerc’hat diouz o ezommou. Amañ emeur o tarbari a-vil-vern danvez mevelien, mitizien, labourerien, implijidi evit merourien, mistri-labouradeg ha bourc’hizien Vro-C’hall, danvez soudarded, merdeïdi ha kargidi evit Gouarnamant Pariz, danvez beleien, leaned ha leanezed evit Iliz Roum. Hag « Emañ pep tra evit ar gwella er gwella eus an holl vedou », setu, a-hervez, meno renkadou uhela ar vrôad, « Breiziz mevelaet ha kloroformet al lez-ober », noblañs, bourc’hizien, pinvidien a bep stad, pa n’o deus gouezet sevel netra a-enep d’ar gwalennou a oa o reuzia, na zoken astenn harp, rei dourn en eun doare efedus d’an nebeut strivadouïgou a zo bet, amañ hag ahont, o klask dizarbenn « al labour diaoulek » kaset en-dro gant enebourien ar Yez abaoe dek ha tri-ugent vloaz [9].

Ma ran amañ « strivadouïgou » eus ar pez a zo bet graet e-pad an XIXvet kantved hag e-doug an tregont bloavez kenta eus an XXvet kantved evit stourm ouz gwalenn an Divrezonekaat, n’eo tamm ebet evit izelaat al labour graet, na kennebeut evit dismegañsi an dud a galon o deus gouestlet o buhez d’al labour-se ha dispignet o feadra hag o yec’hed d’hen lakaat da vont en-dro : Kêrmarker gant Breuriez ar Varzed, Yan ar Fusteg gant Gorsez ar Varzed, Milin gant Feiz-ha-Breiz koz. an abad Perrot gant Feiz-ha-Breiz nevez ha Feiz-ha-Breiz ar vugale ; Frañsez Vallée gant Kroaz ar Vretoned ; Loeiz Herriaou gant Dihunomp ; Erwan Verthou gant Ti Kaniri Breiz ; Tangi Malmanch gant Spered ar Vro ; Jaffrennou gant Ar Vro ; Koroller gant Breuriez ar Brezoneg (evit deski lenn ha skriva brezoneg d’ar vugale) ; Emil Ernault ha F. Vallee gant Emgleo ar Skrivagnerien (diwar-benn reizskrivadurez ar Brezoneg) ha Breuriez-Veur ar Brezoneg ; Erwan ar Moal gant Arvorig (evit ar vugale), Breiz, Breizadig (evit ar vugale) ; Roparz Hemon gant Gwalarn, Kannadig Gwalarn, Levraoueg Gwalarn, al Levriou 5 gwenneg ha Brezoneg ar Vugale. Ober a ran anezo « strivadouigou » dre ma oa anezo deraouadennou, boulc’hadennou nemetken, a c’houlenne evit dont da vat, padout, kreski ha rei frouez, neket kenskrivagnerien eleiz (ar pez o deus bet), hogen, ha dreist-holl, kenlederien difaezadus, kenharperien binvidik, ha kendalc’herien. Keit ha ma ’z int padet, ez int chomet, pep hini anezo peurliesa, oberenn eun den hepken. Eur wech aet da get an den, kouezet an oberenn en he foull. D’ar remziadou-Brezoned nevez da drei al lavar-mañ e gaou evit an oberennou a van en o sav c’hoaz !

  1. Yan Choleau, l’expansion bretonne au XXe siècle, 1922.
  2. Edo brudet er mare-se ar Vrezoned e Gall evel kanerien ha sonerien. Ken niverus e oant degouezet en Okitania ma klemm Per de Mala diwar o fenn. Folquet a Varsilho a ra meneg eus ar fais de Bretanha. En eur pennad gwerzennou, e rebech Gerald de Gabreira d’eur jangler eus e vro beza dizakuit war e vicher : bieller fall ha kaner fall ma ’z oa. Etre meur a damall-all, e laka hemañ warnañ :
    Non sabz fenir
    Al mieu albir
    A tempradura de Breton.

    « N’ouzont ket kloza, d’am meno, dre an treus-skeuliata-ton e-giz ar Vrezoned », Ch. Gidel, Hist. de la littér. fr. 1875, pp. 51-2, 121.

  3. Kenta bagad Brezoned a yeas eus Breiz-Vihan da vrezelekaat er broiou-krec’h eo hini ar roue Riothamos er VIvet kantved. Keit hag ar pagus Bituricus (ar Beri bremañ) ez eas.
  4. Ar ger gallek bretteur « paotr e gleze dic’houin dalc’hmat » a zeu eus brette (furm wregel ar galleg Breton) a veze lavaret eus kleze hir Brezoned ar Grenn-amzer.
  5. An oberiou talvoudusa bet krouet d’ar c’houlz-se evit an divrôerien a Vreiz eo ar Barrez vreizat savet gant an aotrou ’n abad Kadig e Pariz (gant skoazell an Ao. Jikel des Touches) ha Kelc’h sant Erwan (hemañ brezonekoc’h ha tuetoc’h d’hor Brôadelez) gant Laouig (Gwilherm ar Moal) e Sant-Denez (bannleo Pariz).
  6. Ar Vrezoned ermaeziet, ar re anezo en o oad, a zalc’h d’o yez peurliesa, pa gavont o zu da gaozeal kenetrezo. O bugale, avat, n’ouzont tamm ebet anezi.
  7. Betek 1860, ha divezatoc’h c’hoaz, e oa bet e parreziou Breiz-Izel skoliou bihan, ken evit ar baotred ken evit ar merc’hed, dalc’het gant brezonegerien eus ar vro. Er skoliouigou-se e tesked d’ar vugale a youl vat — n’oant tamm rediet da vont d’ar skol — lenn ha skriva e brezoneg, ar pedennou er yez-se hag e latin. A-drugarez d’ar skoliou-se, e kaved neuze kalz a Vrezoned a ouie lenn ar brezoneg hag al latin, hag i dic’houzvez a-grenn a lenn ar galleg. Frañsez Vallée hag an aotrou ’n abad Le Clerc (Kloareg ar Wern) o deus komzet d’in eus ar skoliouigou-se o doa gwelet en o bugeliez.
  8. Gwelout levr Roparz Hemon, Enklask diwar-benn stad ar Brezoneg e 1928 (Levraoueg keltiek etrevrôadel, levrenn I), mouladur Gwalarn, Brest, 1930.
  9. « Labour diaoulek » eo al lavarenn tamm ebet re c’haro ma reas ganti an abad Perrot, rener Feiz-ha-Breiz, eur wech ma komze dirazoun eus an traou-se, e ti F. Vallée.