An intanvez yaouanq



AN INTANVEZ YAOUANQ.
(Livre VI, Fable XXI.)


Pa varv ur pried, e vez daëlou,
Cri-forz, goelvan, huanadou ;
Mæs prest goude en em gonseler :
Us a r’ar glac’har gat an amzer.
Qemm bras so etre un intanvez
Eus a zaouzeq mis pe un devez,
Ha memes e lavaran gren
Ne dint qet ar memes den.
Unan ane a blich d’an dud,
He-bèn a spountfe loened mud.
 
Goas un itron a oa o font da bartial
O quitât ar bed-mâ evit mont d’ar bed-all.
Hi, var boes he fenn a grie :
Cortos ac’hanon, me ya ive.
An ozac’h eb-qen a varvas ;
Var e lerc’h ar c’hræg a chommas.
He zad a oa fur ha gouïeq,
A lez he zaëlou da redeq.
Petra, merc’h. atao daëlou ?
Atao clevin huanadou ?
Daoust hac ar goas oc’h eus collet
En deus plijadur oc’h ho quelet

O beuzi evel-se ho qenet ?
Pa ’zeus tud beo c’hoas, disongit an anaon.
Ne lavaran qet dec’h lezel hirie ho caon
Evit guisqa varc’hoas an dillat a euret ;
Mæs, da-benn ur pennad, m’ho cavo, mar qeret,
Ur goas hac a vo en tu-all
D’han hini oc’h eus dioeret.
Mæs hi a respontas ractall :
Doue ra viro ! Biqen qen !
Me vo leanez, ha va anqen
N’am c’huitaïo morse biqen !
He zad e lez. Var qement-se,
Pemsec de, ur mis a basse.
An intanvez a vez guelet souden,
Guella ma ell, o clasq en em guempen
E du, o cortos flammoc’h liou.
Tri mis ne oant qet et a-biou
Ma en em gavas piz er guær
He c’henet hac he laoender ;
Ar musc’hoars hac ar friantis,
Oll ebatou ar yaouanctiz.
An tad a vel ancouet he c’hlac’har,
Nac evit se, guer ne lavar.
Pelec’h e ma an den nevez
Ho poa promettet din ? e me an intanvez.