Lajat, 1909  (p. 116-122)



An nôr Drailhet


D’an aotro Hervé, person Plüfur.


A bep fallagriez oe gwelet dre ar vro ;
Ar Gwir a oa trec’het gant ar Gaou tro-war-dro.
Evel eur wagen-vôr flastret ganti peb tra,
Ar spered dizoue a deue d’hon gwalla…
Dirakan pep tra gaer a vije labeet,
Dindanan pep furnez a vije mastaret ;

Lealded ha Glanded, kaeran traou zo er bed,
A zo deut da vezan divalo braz meurbed.
An devez a hirie n’ o deus talvoudegez
Nemed al loustoni, an droug, an hudurnez !
— Red eo, eme ar Fall, mouga ar Fe gristen,
Kredennou diskiant n’ hallont ket beva ken !
Kredennou gwrac’hed koz, mad en amzer gwechall,
N’int ken dimeus ar c’hiz ; breman e fell traou-all !

Hag eur pennadig zo — avel a zotoni, —
Ar bed zo daoubennet, trubuilhet mui-ouz-mui ;
Menec’h, leanezed, breudeur ha beleien,
Servichourien Doue, mignoned ar bewien,
Holl ez int gwapeet, hargaset, harluet,
Barnet hep lealded, tamallet ha laeret.
Dirak an torfejou ken kri ha ken poanius,
Dirak ar fallente, en pep stum ken heuzus,
Kounar ar bobl kristen a deuas da grozal,
Hag ouz an drubarded e stourmas reut raktal…
En despet d’o c’halon ha d’o fe birvidik,
An nerz goue a drec’he an dudou reuzeudik ;
Kraban an Diaoul a zav zoken war an iliz,
— Petra a refomp-ni outan, ma c’henvroïz ?

Eun de, ar sperejou a zo nec’het da vad,
Keleier fall a deu hep paouez ha dalc’hmad…
— Hepdale, e larer, a vezo mastaret
An iliz kaer ha koant ’lec’h omp bet badezet ;
C’hoant o deus an dud fall, c’hoant d’ober eur vro goue,
Gant Bro ar Vretoned, Bro ar zent hag ar Fe…
Kerkent hag a bep tu an holl a vouez uhel,
A lavar kounaret ! — Biken, kentoc’h mervel !
Biken, emê, biken, ni a chomo bepred,
Kristenien, Bretoned, tud ter, pennou-kaled !

Deuont aman eta !… An dud fall a welo
Hag en oar ar Breizad mervel c’hoaz vit e Vro… —
Dont a rejont dre-holl ; neuze en pep parrouz,
Eun de, dreist ar re-all, e savas brud ha trouz…
— Petra zo a neve, ma klever, ankenius,
Ar c’hloc’h-galv o teurel taoliou lem ha skiltrus ?
Petra zo a neve ?… Tân ? — Kalz wasoc’h, siouaz !
Buhan war an avel ar c’helô a redaz…
An iliz vinniget a zo breman kelc’hiet,
Den n’ hall tostât outi ; an dra zo difennet !
Setu perak an dud a zired leun a spont
Endro d’an iliz koz… Mes petra a welont ?
O bered ken peuc’hus, o beredig zantel,
A zo deut da vezan… Oh ! eun dachen vrezel… !
Eur vanden zoudarded, archerien war gezek,
Gante Potr-al-Lezen, hag int holl gwall-vezek,
A glask, unan anê, teul e bao war an nôr,
Ar re-all hen harpa d’ober an Invantor
Ar bobl a deu bepred da zifenn e iliz,
Da huchal d’al laeron : — Frankiz, frankiz, frankiz !
Dirak kounar ar bobl ar Fall a gemer doan,
Al laer n’ eus ket amzer hag a renk mon buhan :
— « En hano al Lezen, digoret d’imp an nôr ! »
E huch al laeron gars, war ar paourkez Pastor,

— « En hano al Lezen ? eme ar pastor mad,
» Lezen abed er vro na raïo d’in kwitâd,
» Ha dilezel ganac’h gwiriou an iliz sakr,
» N’hallan ket en ober hep bezan den fallakr ;
» Ma c’harg eo o diwall, biken na vin trubard,
» Betek bezan trec’het me o difenno stard !… »
— « En hano al Lezen ! An eil gwech eo, aotro,
» Mar na c’houllet plega, neuze c’houi a dorro… »
— « Terri a rin kentoc’h ! » — Ha mouez beleg Doue
A zo kerkent stanket… An dud a lar ! — True !
— « En hano al Lezen ! An daerved gwech, houman,
» Digoret d’imp an nôr, rak ni eo ar c’hrenvan… »
— « An Nerz a zo ganac’h, ganin eman ar Gwir,
» C’houi ho pezo, m’hen goar, ya, an diwean gir,
» Mes na vo ket laret en do ar mesaër,
» Dilezet tra e vestr etre daouarn al laer…
» Kemer a ran hirie Anaon ar barrouz,
» Da vezan testeni dimeus ho micher louz ;
» Ober rin ma dever, ma dever hep sponta,
» Beleg on da Zoue, difenn a rin e dra ! »
.......................................................................................
Ar bobl a zo didrouz ; Potr-al-Lezen a gren,
Eur peuc’h gwall ankenius eur pennadig a ren…
— « Aman buhan, potred, pellaït an aotrou,
» Ha goude, didamant, d’an nôr gant benviou ! »

Ha daou archer garo a ziframm den Doue,
Hag hen kas, divergont, da ouela a goste…
Breman, da vihanan, al laer a c’hall poanial,
P’hen deus ar mesaer war e dreid eun hual…

Eun nebeud boued-ifern a goll amzer ha poan,
A drailh o benviou… Mes an nôr na ra van !
— « Ar vouc’hal, ar vouc’hal ! eme Potr-al-Lezen,
» N’hallomp ket marc’hata ha termal da viken…
» Allo, c’houi zoudarded, war araok ha kalon,
» An nôr a zigoro, en despet d’ar person ! »
Neuze, o tra spontus ! eur zoudard a dosta,
Eur gourc’hemen ken fall a ra d’ezan krena,
Karet en dije well, hep mar, ober traou-all,
Eget plega, hep klem, da lezennou ken fall ;
Mes an urz zo roet, eun urz garo a kri,
Ar gourc’hemen zo striz, n’haller ket dizenti !
… Eun taol bouc’hal pounar… O glac’har hag anken,
A ra d’ar gristenien loskel eur griaden !…
An taoliou a stanka ; o hekleo truezus
A ziston en iliz… Oh ! nag ez eo poanius !
Ar c’hloc’h a zon klemmus, klemmusoc’h vit biskoaz,
E vouez a vesk daerou gant hirvoudou ar c’hlaz…
Ar bobl war e zaoulin, mantret gant ar glac’har,
A zistank da ouela dirak an dud digar ;

Us d’ar vered zoken ineou an dud koz
A darnij hag a glem, hag a deul o malloz…
Zeblantout a reont huchal d’o bugale :
— « Oh ! difennet eta, difennet ti Doue ! »
Ar vouc’hal, didrue, a sko bepred stank, stank,
Hag en dor an iliz, he deus groet eun toull frank ;
Dre an toull ez eo bet an nôr baour digoret,
Ar Gwir gant an Nerz-goue eur wech ouspenn trec’het !

Hag an hailhoned louz o deus, en ti Doue,
Teulet o fao hudur war bep tra, pep danve…
Emaez ar gristenien, dour en o daoulagad,
Gant doujanz ha gant fe a zastumas ervad
Tammou an nôr drailhet ; hag evel relegou,
E stardchont aneze war boull o c’halonou…
Bezan e voïnt dalc’mad eun tenzor talvoudus
A zigaso sonj d’ê eus eun devez skrijus ;
Bezan vefont ouspenn eun testeni a Fe,
Hag a lako bepred lorc’h en o bugale.
O bugale laro gant eur galon gristen :
— Hon zud koz a stourmas stard evit o c’hreden ;
Pa fellas d’an dud fall labea an Iliz,
Hon Zadou a zavas da zifenn ar Frankiz !
Enor, enor d’eze ! O bugale vihan,
A ouïo eveltê, mar ve red, mont d’an tân…

Biken, en Breiz-Izel, nan, ar Fall na gludo,
War roudou hon zud koz dalc’hmad ni a gerzo !
« Ni a zo bugale d’an dud a zoug bleo hir,
» N’hallont bezan trec’het p’ o deus roet o gir ! » [1]


————
  1. Lavariou Brizeuk, troet en brezonek.