An ti-meur e kichen ar mor
— Gwelet e teus ar c’hastel bras
A zav duhont, ’tal ar mor glas ?
Kommoul an nenv a vez laouen
Dre ma nijont a-us d’e benn.
Stouï ’ra da zellet en dour
E skeuden ’vel er mezelour ;
Pa guz an heol en aour melen,
Huel en oabl e toug e benn.
— Me ’m eus gwelet ar c’hastel bras
A zav duhont, ’tal ar mor glas,
Sell al loar trueüs warnañ ;
Endro, mogeden an denvañ.
— Klevet e oa iboud an dour
Ha c’houez an avel flourik-flour ?
Klevet e oa son ar biniou
Er zal vras, ha youc’hadennou ?
— Mor hag avel a dave mik ;
O vont ebiou ne glevis grik
Nemet klemvan hag huanad,
Ken ’teue ’n dour em daoulagad.
— Gwelet e teus, pa dremenés,
Ar roue hag ar rouanes
Kuruned-aour, hag a bep tu
Arc’hant war o minteli ru ?
Ha gante, laouen ha seder,
Eur plac’h yaouank, eur werc’hez kaer,
Ken koant evel an heol melen
Gant he bleo hir endro d’he fenn ?
— Me gwelas, pa dremenen,
Hep mantel ru na kurunen,
Ha dilhad kaoñ gante gwisket ;
Ar plac’hig n’am eus ket gwelet. —