Ma ne oa ket aet holl barrez Lotei da Garreg-al-Louarn, e oa aet di evelato kalz a dud eus Lotei : Yann Tarkiz, eus Toull-ar-Broc’h, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, Miliner, eus Toull-ar-Vouezh, Lan ar C’hariou, eus Troboa, Jakez Riou, eus Pennavern, Herveig Mazeaz, eus Kervetouz hag ur bern paotred all. Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioù, a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker. Kredet en dije unan e oa aet sot an dud, e Lotei, hag o doa aon chom er gêr. Koulskoude, ne oa ket aet sot an dud e Lotei. Paotred Lotei a zo tud fin, ma ’z eus war an douar. Mes, an deiz-se, moarvat, e oant spontet-holl, hag, ouzhpenn, e oant bet piket gant mikrob ar c’hoant-gouzout. Rak, a-boan ma oa paret an heol, an deiz-se, war barrez Lotei, ma lavare an eil d’egile er c’horn-se eus ar vro, e oa satanazet ti Karreg-al-Louarn.
Hag an dra-se a oa gwir, gwiroc’h eget gwir, rak klevet e oa bet, e-pad an noz, youc’hadennoù mantrus, spontus, ha den ebet war an douar ne c’halle youc’hal en doare-se. Ur vaouez zoken he doa klevet da hanternoz, eeun-hag-eeun, ur vouezh o hopal :
— « Me eo Satanaz ! Satanaz an diaoul mut ! »
An taol-se, ne oa ket mut. Pell ac’hano !
Ur vaouez all he doa gwelet Satanaz, en e sav e beg ur wezenn ; ruz e oa penn-kil-ha-troad.
E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.
Ar merc’hed a wel ur bern traoù, m’hel lavar deoc’h ; hag, ar bravañ, ar paotred a gred anezho, ger evit ger. Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri c’hant mil dra he doa klevet Katell.
Hag e redent, hag e redent, ar baotred a-raok, hag ar merc’hed a-dreñv, evel-just.
— « Bremaik e welimp Satanaz. »
— « Bremaik e welimp un ti satanazet. »
— « Daoust petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »
— « Me ’bari emañ merk dorn Satanaz war an nor, evel merk un houarn ruz. »
— « Ha merkoù e dreid war al leur-di. »
— « Marteze eo devet an ti ? »
— « Mari gozh a vo aet gant Satanaz ! »
— « Brrr !… »
Hag e redent…
— « Marteze e vo satanazet ivez Troboa, Kervetouz, Penn-aod, Pennavern hag ar c’hêrioù all ! »
— « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! »
Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.
Degouezhet e oant betek liorzhoù Karreg-al-Louarn. Neuze e chomas ar baotred war ar plas.
— « Piv a yelo a-raok ? » Den ne astenne e fri.
Mont a rejont betek an ti, asambles, goustad.
Tok ! tok !
Den ne respontas.
Mont a rejont en diabarzh.
Ne oa merk houarn ruz ebet war an nor, na merk treid Satanaz war al leur-di ; ne oa ket devet an ti, na duet zoken ar mogerioù anezhañ. Mes ar voereb Mari ne responte ket.
Kavout a rejont anezhi en he gwele, kousket mat. Kousket mat gant ar skuizhder, emichañs.
— « Petra ’c’hoarvez ? » emezi.
— « Ha bev oc’h c’hoazh ? »
— « Ya, bev on c’hoazh. Evit lavarout deoc’h ar wirionez, n’ouzon ket penaos, rak darbet eo bet din mervel henozh gant ar reuz a zo bet. »
— « Livirit deomp, Mari, piv ha petra en deus graet ar reuz spontus-se, en noz-mañ, e Karreg-al-Louarn ? »
— « N’ouzon ket… n’ouzon ket… va zudoù kaezh !… Ma n’eo ket an diaoul e-unan ? »
Dao ! Satanaz an hini e oa ! Satanazet e oa an ti.
Mes unan eus ar baotred deredet di, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, bet marichal gwechall e bourk Landremel, ne gredas ket e oa Satanaz. Mousc’hoarzhin a reas. Edo o vont da lavarout un dra bennak e pleg skouarn Lan ar C’hariou, eus Penn-Aod, pa zegouezhas e-barzh an ti, Job ha Lom.
Ne oa ket bet souezhet an dud o welout Job ha Lom o tont da Garreg-al-Louarn. Perak ne vijent ket deuet, peogwir e oa deuet ar re all, ha, dreist-holl, perak e vijent chomet da labourat er waremm, pa oa o gwellañ micher feneantiñ ?
N’eo ket evit an dra-se avat, e oant deuet di. Job ha Lom, gant aon da vezañ tamallet, a felle dezho en em zisammañ dirak ar barner, kenkas e vijent bet barnet.
Mes den ne daolas kont enno. An dud a oa aketus war-dro Mari, ha netra ken.
— « Mari, peseurt trouz hoc’h eus klevet ? »
— « Daoust hag e oa mouezh un diaoul ? »
— « Daoust hag an diaoul en doa mouezh un den ? »
— « E peseurt yezh e komze an diaoul ? »
— « E latin ? »
— « E Brezhoneg ? »
— « Gwelet hoc’h eus anezhañ ? »
— « Peseurt liv en doa ? »
— « Ruz-seurt-tan ? »
— « Du evel ar moged hag ar pec’hedoù kapital ?… »
Ha Mari a responte dezho :
— « Va zudoù paour, n’on ket evit lavarout deoc’h na petra am eus gwelet na petra am eus klevet. N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus ! spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !… »
Neuze Job a lavaras :
— « Me ’gred din n’eo ket Satanaz an hini eo ; ene Herri, ne lavaran ket. Gouzout a rit e c’houzañv ene un den beuzet poanioù kriz er bed all, e-keit ma chom e gorf e-barzh an dour. Un ti kristen evel hini hor moereb ne c’hell ket bezañ satanazet. Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene. »
— « C’hwi a glasko anezhañ, Job ? »
— « Me a glasko anezhañ gant bag ar skluz ha bag ar Prad-Hir. »
Ha Job ha Lom a voe roet kefridi dezho da glask korf an den beuzet.
Mes Reun Nikod, kamm e vuskenn, a reas :
— « A ! ouah ! »