◄   VIII X   ►


NAVED PENNAD
Litanioù an diaoul


Kerkent ha ma voe sonet an daouzek taol eus hanternoz, ar voereb a glevas adarre trouz er-maez. Tud a gomze etrezo. Tud ? Nann, diaouled e oant, kentoc’h. Hag, an eil goude egile, e savent o mouezh hag e krozent hag e yudent. Unan a lavaras, evel ul loen bennak o vlejal :

— « Mari ! Mari ! Mari !… »

Klevit bremañ litanioù an diaoul !

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

An diaoul kentañ. — « Ur gweled gortozet ganeomp abaoe keid-all ! »

An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, klañv oc’h ha gwall-glañv. An Ankoù en deus skoet dec’h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp : E parrez Lotei, war gorre an dorgenn, tost da hent Kastellin, er gêrig anvet Karreg-al-Louarn, ur voereb gozh a zo prest da vervel. Deoc’h e vo, ma karit. Hec’h ene a zo ken du ha ker pounner hag ar seizh pec’hed kapital asambles. »

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. »

An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. »

An diaoul kentañ. — « Hoc’h ene a zo du evel huzil ar siminal. »

An eil diaoul. — « Hoc’h ael mat a zo tec’het diouzhoc’h. »

An diaoul kentañ. — « An Ankoù a zo e-barzh ho ti. »

An eil diaoul. — « E-tal ho kwele emañ o c’hortoz an eur merket dezhañ gant an Aot… »

Neuze an diaoul kentañ a lavaras d’e gamarad :

— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »

— « Gwir eo, » eme an hini all ; « me a daolo evezh ; kendalc’homp ! »

Kenderc’hel a rejont. Ar voereb, gwall-spontet en he gwele, n’he doa ket klevet kement-se.

An diaoul kentañ. — « Ar gaouenn a hud er c’hoad ; a-raok ma ehano hudal, en do skoet an Ankoù e daol-morzhol war ho penn. »

An eil diaoul. — « Krenit en ho tizesper ! »

An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk, ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »

An eil diaoul. — « A ! maouez an diaoul, graet eo ganeoc’h. »

An diaoul kentañ. — « N’eus ket zoken en ho ti ur vuredad dour binniget. »

An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »

An diaoul kentañ. — « Rouez eo ar pedennoù a zo merket evidoc’h er bed all. »

An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »

An diaoul kentañ. — « Alies, gwall alies hoc’h eus manket d’an oferenn. »

An eil diaoul. — « Ha c’hwi ken tost d’an iliz ! »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi ken tost d’an hent bras ! »

An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. »

An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ».

An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. »

An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. »

An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

An eil diaoul. — « Mintin mat e save evit mont da Bont-Koblant da labourat. »

An diaoul kentañ. — « Ha morse ne veze leuniet dezhañ e bod. »

An eil diaoul. — « Pe, pa veze leun ar pod, e veze goular ar soubenn. »

An diaoul kentañ. — « Pe ur bern holen enni gant aon aozañ dezhañ ur wech bennak ur banne soubenn vat. »

An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

An eil diaoul. — « Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi. Bep sadorn, e roe deoc’h e baeamant, hep derc’hel ar gwenneg evitañ e-unan. Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh. »

An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus dioueret odivi ha butun karot. »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a gafete bemdez hoc’h-unan en ho ti. »

An eil diaoul. — « Ha c’hwi a zispigne, gant ur bern butun da lakaat en ho fri. »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a zoug brozh voulouzet. »

An eil diaoul. — « Ha dantelez war ho prozh a zindan. »

An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »

An eil diaoul. — « Herri ne veze aotreet ganeoc’h da lakaat plouz en e voutoù nemet ur wech er miz. »

An eil diaoul. — « Ha c’hoazh ne lakae nemet div pe deir blouzenn hanter. »

An diaoul kentañ. — « C’hwi a rae dezhañ chom er gêr d’ar sul, gant aon en dije uzet tachoù e votoù. »

An eil diaoul. — « Ha, c’hoazh, e votoù sul ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div. »

An diaoul kentañ. — « Ne oa ket evit bale gant an div votez-se ; ha c’hwi a c’hoarzhe pa veze lavaret dezhañ : Herri kamm. »

An eil diaoul. — « Koulskoude ho poa prometet dirak an Aot… »

— « Boulc’hurun !… eme an diaoul kentañ, arabat lavarout amañ anv an Aotrou Doue. »

— « Disoñjet am boa, eme an hini all. Me a daolo evezh ; kendalc’homp ! »

Kenderc’hel a rejont. Ar voereb n’he doa klevet netra, evel just, rak a vouezh izel, o doa komzet etrezo.

An diaoul kentañ. — « Herri en deus gouzañvet ur verzherinti war an douar. »

An eil diaoul. — « Ur verzherinti en e gorf, ur verzherinti en e spered. »

O daou asambles. — « C’hwi a zo kaoz mar deo aet Herri d’en em veuziñ. »

An diaoul kentañ. — « Herri, avat, a c’hortoz ac’hanoc’h er bed all. N’hoc’h eus ket pell da vont ken. »

An eil diaoul. — « Ar gaouenn a zo tostaet. »

An diaoul kentañ. — « Tostaat a ra buan ; pa vo deuet el liorzh, neuze e vo sonet evidoc’h an eur diwezhañ. »

Ar voereb Mari ne lavare grik ebet. Astennet e oa war he gwele, hanter vev, hanter varv.