◄   IX XI   ►


DEKVET PENNAD
Ar c’hazh gouez


An diaouled a dostaas ouzh ar prenestr. An diaoul kentañ a lavaras d’an diaoul all :

— « Lom, gwelout a rit un dra bennak ? »

— « Ne welan ket, Job ; an ti a zo du-pod an diabarzh anezhañ. »

— « Selaouit, Lom ! »

Lom a lakaas e skouarn ouzh gwerenn ar prenestr da selaou.

Rak Lom, da gentañ, en doa ur skouarn skiltroc’h eget Job, ha, goude, ne oa ket a blas da benn daou zen er prenestr.

— Klevout a rit un trouz bennak en diabarzh, Lom ?

— « Ne ran ket, Job ! »

— « Marteze eta eo marv ar voereb ? »

— « Chut ! Chut ! goustadik, klevout a ran un disterik trouz. »

— « A ! »

— « Trouz ur votez war vein al leur-di. »

— « O ! neuze n’eo ket gwall-glañv ar voereb. Gwelout a rit anezhi ? »

— « Pa lavaran deoc’h ne welan berad ebet. Mes klevout a ran trouz adarre. »

— « Peseurt trouz ? »

— « Trouz ur votez toull ! »

— « Trouz ur votez toull ! »

— « O ! tanfoeltr, marteze e vefe furoc’h troc’hañ kuit. »

— « Nann, nann ! n’eus ket ezhomm da vont kuit ker buan ; ar voereb a zo en he gwele, klevout a ran anezhi o roc’hal. »

— « O ! neuze n’eo ket marv ! »

— « Nann, sur, ma ’z eus roc’h e toull he gouzoug, n’eo ket marv c’hoazh. Mes, peoc’h ! ni a ra re a drouz… »

— « Ha petra a ra trouz en diabarzh ? »

— « ’M eus aon, ar c’hazh o logota an hini eo. »

Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak. Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all. Toullet o doa a-raok mont kuit, foñs an armel ha foñs an daol, ha goude, moarvat, lemm o dent ha digor bras o c’halon, o doa kemeret hent Kervetouz.

Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.

Perak e oa chomet ar c’hazh en ti, pa ne oa ennañ liv zoken eus an disterañ boued ? O c’hortoz e vije pare ar vestrez ? Pe marteze, n’en doa ket komprenet e oa boued e lec’h all, evel ma oa e Karreg-al-Louarn, en amzer ma oa yac’h tud an ti, kig e-leizh an daol ha logod o virviñ ? Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho.

— « Klevout a rit c’hoazh, Lom ? »

— « Ya ! ar c’hazh o logota. »

— « A ! peoc’h deomp gant ar c’hazh, ’benn ar fin. Daoust hag e welit kement ha ma klevit ? »

— « Ne welan netra. »

— « Mat, en em dennit neuze, alese, ma welin un dra bennak, rak me a wel un hanter gwelloc’h egedoc’h. »

Lom a dennas e benn eus toull ar prenestr, ha Job en em lakaas en e blas.

— « Ne ve ket un dra vat, lakaat al loar da barañ c’hoazh en ti ? Gant sklerijenn gamm al loar, e welimp un dra bennak. »

— « Nann, al loar a zo izel, ha peoc’h ! »

Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.

— « Gwelout a rit un dra bennak, Job ? »

Job ne responte ket. Ne selle mui, mes selaou a rae gant e ziv skouarn ha gant peder en dije selaouet mar en dije bet.

Kuitaat a reas ar prenestr, mont a reas da doull an nor.

— « Lom, emezañ, stankit buan toull ar c’hazh. »

— « Gant petra ? »

— « Gant ho taouarn ! Gant petra ken ? »

Lom a reas evel ma oa lavaret dezhañ.

— « Perak, emezañ, stankañ toull ar c’hazh ? »

— « Evit stankañ an toull d’ar c’hazh. »

Ne oa ket peurechuet gantañ e gomzoù, ma yudas gant ivinoù al loen o vont don en e zaouarn.

N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas goude, rak, pa vez krabiñset unan bennak gant ivinoù ur c’hazh, ne zale ket da wintañ anezhañ dioutañ ar pellañ ma c’hell. Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh beg etre e zaouarn. Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ. Klevet e voe e vouezh e Troboa, e Toull-ar-Vouezh, er Genkiz, e Toull-ar-Broc’h, ha Penn-Aod. Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile :

— « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? »

— « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? »

— « Pe un den ? »

— « Pe an Ankoù ? »

— « Pe Satanaz ? »

— « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »

Hag ar gristenion a souche o fenn dindan al liñserioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus.

Job ha Lom a gendalc’he da waskañ war benn kil ha treid al loenig. Hag hemañ a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle ket ober a-hend-all. Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus.

Miliner Penn-an-Aod a voe ker spontet ouzh e glevout ma tegouezhas dezhañ kouezhañ frank e-barzh al lenn, en ur vont diwezhat eus e vilin d’e di.

O ! na c’hoarzhit ket, rak, an noz-se, den ne c’hoarzhas er c’hêriadennoù tro-dro. Efreizus e oa, evel ma vije bet fin ar bed, er c’horn-se eus parrez Lotei.

Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! Peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele, kant gwech ha mil gwech.

Goude un eur hanter reuz ha tabac’h, an targazh a ehanas miaoual, rak deuet e oa a-benn da doullañ chupenn Job, ha, kredit ac’hanon ! ne oa ket chomet da zastum ar blev en doa kollet. Ober a reas ul lamm ar pellañ ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu eñ er wezenn.

Al loar a oa izel hag an daou zen a oa deuet ar c’hoant kousket dezho. Job a lavaras da Lom :

— « A-walc’h a reuz evit un nozvezh. Ni a gendalc’ho. »

— « Ni a gendalc’ho », a respontas Lom ; « gant teir pe beder nozvezh c’hoazh, evel-se, ar voereb a yelo buan d’ar vered. »

Al loar a oa o vont da guzhat a-dreñv Menez Troboa. Karreg-al-Louarn a oa deuet da vezañ adarre ker sioul hag a-raok.

Uhel, uhel war beg ur wezenn, an targazh a selle ouzh al loar gant e zaoulagad spontet. Aet e oa gouez.