An tousegi
Al Liamm Tir Na N-Og, 1954 (p. 7)
AN TOUSEGI
Goude an arnev, an tousegi
a gan en arselin,
a gan, pa vez o noziñ,
ar c’han a blij din.
E glebor ar geotoù,
o c’han zo hiraezhus,
e sioulded an nozioù,
an nozioù kenedus.
An tousegi, war lez an hent,
a gan o hiraezh,
hag huñvreoù dianavez,
en noz, en nozioù sklent.
E deltoni al leton,
e kan an tousegi ;
e kanont, pa vez o noziñ,
’vel ma kan va c’halon.