Al Liamm Tir Na N-Og, 1954  (p. 5-6)
Heol An tousegi  ►



HEOL


Heol

Heolioù

War an houlioù

a goroll

Afoù skedus ar mintin
d’an aod ha d’ar wagenn
Ur c’han a drid er sklerijenn,
sklintin,
hag a varv dre ma tec’h e kanenn ar wagenn

Hag ouzh hec’h askre noazh gant an heol kenedet evel an ed azo,
ouzh he muzelloù o c’hervel afoù harluet,
ouzh kevrin he daoulagad du lufrus e giz ar glizh
doueez dianav, gweledigezh ar Gened,
tarzhet e bro ar sklerijenn
e taskrenas ene va yaouankiz
Ha gant he zreid difiñv e keje flourik al lano.


E sioulded an iliz dindan afoù ruz gwad an heol
silet a-dreuz sae limestra ar C’hrist ar goursao direol
Azeulidigezh ar glin kinnig an dorn — an daou zorn o kinnig o c’hren
Karantez ar vuzell — an div vuzell distardet o c’hervel

afoù dianav d’an den
Heol hag orged doueel
e lufr he daou heol du



Sellet em eus ouzh an aod. Azezañ ’ris hep bezañ ouzh he gortoz
Klasket em eus e kanenn al lano ur c’han heñvel ouzh he c’han
hag en aezenn an iliz frond hec’h alan
hec’h ene e frond an iliz he skeudenn e-touez gwerc’hezed ar gwerioù
Biskoazh ne gavis skeudenn ouzh skeudenn va huñvreoù

Klask a ris neuze kanañ ar c’han,
klevet e bro an heol ha bezañ divenoz
Hogen va c’halon a oa tregernek e giz an
noz

Brest, 1 Du 1927.