Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An durzhunell.

J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 151-250)


ANN DURZUNEL



Kalz a amzer ’m euz kollet o furchal ar c’hoajo,
O klask surpren eunn durzunel kousket war ar branko ;

Dewet am euz ma amors, et e ma zenn da fal :
Achapet ann durzunel ha ninjet ’n eur c’hoad all.

Bis.

Deuz ann noz ha d’ar beure o klewet lapoused
O kanan, o fredonin, da veg ar gwe pignet,
N’an euz hini anez-ho hag a bik ma c’halon
Evel mouez ann durzunel o oelan d’he mignon :

— N’euz na souten, na remet, na konsolasion
Ve kab da dond da galmin tourmancho ma c’halon ;
Fraillet on gand ar glac’har, mond a ran da verwel :
Met na varwin ket kontant, ma na varvan fidel.

Ma c’halon zo ’tizec’hin fraillet gand ar glac’har,
Evel d’eunn intanvez paour kollet ganti-hi he far. —
N’an euz hini anez-ho hag a bik ma c’halon
Evel mouez ann durzunel o oelan d’he mignon.


Petra, turzunel iaouang, a dourmand da galon ?
Kollet am euz, emez-hi, ma fidelan mignon.
Gant ma dai ar chaseer da ober d’in merwel !
Met na varwin ket kontant, ma na varwan fidel. —

Mizilour skler ha brillant deuz ar fidelite,
Ar model ar sinseran demeuz ar garante !
— Me na varwin ket kontant, ma na varwan fidel.
Birwiken na dizonjin maro ann durzunel.



Chanté par Jeanne-Yvonne Le Rolland et Joséphine Tanguy, de Lammerin.


SON ANN DURZUNEL
CHANSON DE LA TOURTERELLE

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \autoBeamOff
    \key f \major
    \time 3/4
    \partial 4*1
    f8 g a4. a8 bes a | g4. r8 a bes | c4. d8 d4 | \break
    g,2 a8 bes | c4 c8 c f c | a4. r8 d c | \break
    \times 2/3 {g a bes} a\fermata r8 f g | a4. a8 bes a | g4. r8 a bes | \break
    c4. d8 d4 | g,2 a8 bes | c4. c8 f c | a4. r8 d c | \break
    \times 2/3 {g a bes} a\fermata r8 a bes | c4. c8 f c | a4. r8 d c | \break
    \times 2/3 {g bes a} f4 \bar "|."
}
\addlyrics {
Kalz a am -- zer ’meuz kol -- let o fur -- chal ar c’hoa --
jo O klask sur -- pren eunn dur -- zu -- nel kous -- ket
war ar bran -- ko; De -- wet am euz ma a -- mors, et e
ma zenn da fall: A -- cha -- pet ann dur -- zu -- nel ha nin --
jet ’neur c’hoa -- dall, A -- cha -- pet ann dur -- zu -- nel ha nin --
jet ’neur c’hoad all.
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #135
  ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————