Ann azen eur c’hroc’hen leon enn-dro d’ezhan





ANN AZEN EUR C’HROC’HEN LEON ENN DRO D’EZHAN


Enn dro d’ezhan eur c’hroc’hen leon,
Eunn azen euz ann azena,
Evit-han da vout digaloun,
A lakea ann holl da grena.
Kement penn hini her gwele
’Vel a-raok ann diaoul a rede,
Hag o tec’het e vijet c’hoaz,
Anez he skouarn a zifoupaz,
Enn eunn taol, he begik er meaz.
Ann dra-ze eo a reaz anaout
Ne ket dioc’h he lost mont d’ar maout
Na d’ann azen dioc’h he groc’hen.
O welet piou voa, ha pe zen,
Marzin a grog enn eur penn-baz
Ha kerc’h d’he ler e roud ar bas.
Ar re ne c’houient ket ann dro
A choume mantret tro-war-dro,

O welet o vont ’raok Marzin
Eur seurt pikol leon d’ar vilin.

E peb bro ez euz kalz a dud
Hag a zo treud e-skoas ho brud.
’Vel aered, enn nevez amzer,
Ma taolfe darn kroc’hen ho ler,
E ve anavezet a-bred
E pe benn ema ho spered.
Gant ann dra-ze n’en em douellomp,
Oc’h begik hor skouarn diouallomp !