Paotred, plac’hed iaouank ha c’houi oll a zimez,
Kemerit hoc’h amzer, taolit, taolit evez !
Eunn den war eunn oad diazez
O welet he vleo deut glas-wenn,
A ia eur zorc’henn enn he benn
Da vont e bag ’r briedelez.
Arc’hant en doa ha, dre ’nn hent-se,
Merc’hed dioc’h ann druill a gave,
Merc’hed, trizek evit dousen.
Hou-man a voe eunn abaden
Gwelet anezho holl o c’hober d’ezhan ’l lez.
Setu perak hor goaz, evit teurel evez,
A gemer he amzer,
Enn aoun da wall ober.
Dibaba eur c’hrek vad ne rear enn eunn dervez.
He galoun a rannaz etre diou intanvez.
Ar genta, enn he brud a voa sounn he c’hribell ;
Ann eil, aval krinet, etre poaz ha pezel,
Gant liou ha kinklerez a guze ar fraillou
A skarnile d’ezhi he zal hag he chotou.
Ann diou intanvez-man, war zigarez c’hoarzin,
0 c’hoari, o vragal, dioc’h noz ha dioc’h mintin,
War ho meno ’vit he gempenn,
A rea bemdez flourik d’he benn.
Ann hini goz krinet kant gweach, dre ma tize,
A denne a gil-dourn ar bleo du a wele,
’Vit lakaat he den, emez-hi, dioc’h he giz.
Ar c’hrek iaouank d’he zro, o c’hober he diviz,
Ne lezaz ket eur vlevenn wenn
Etouez ar re zu war he benn,
Ho diou, evel diou iar, dre skrabat penn ho goaz,
A lakeaz anezhan ’vel eunn irvinen noaz.
P’en em welaz distruj, hep bleven wenn na du,
Ec’h anavezaz mad ho gwiridik, ho zu.
Neuze e lavaraz : — « Ho trugarez, merc’hed !
» Setu me, evit mad, piz ha kempenn touzet ;
» Gwerzet ho peuz d’in-me kalz skiant evit va bleo.
» Birviken pig e-bed em diskouarn ne grogo !
» Ann hini gemerfenn garfe, dioc’h he fazi,
» E rafenn-me pep tra. Va bennoz-me d’ezhi !
» Ar pennou moal, ar re darval
» A gar ho roll, ’vel ar re all.
» D’hoc’h-hu ’ta c’hoaz, merc’hed, bennoz ’vit ho kelenn,
» It d’ar gear ha choumit ken a d-inn d’ho koulenn. »
O paouez lenn ar marvaill-ma,
Meur a zen demezet, stag oc’h eur pennask fall,
A lavaro m’ar d-int gwirion
Enn ho c’halon :
Me a garfe ive beza great kemend all,
Eurusoc’h venn brema !
Nann ! ne d-eo ket eur gaou :
Ma ve great eunn aoter evit dizemezi
Ar re n’int euruz daou ha daou,
E ve eno engroez mui ’vit da eureuji.
Perak ema ’l lezen,
E ve red da zaou zen
Hag a zo reuzeudik ann eil gant egile,
En em gasa gwasoc’h evit ar c’hi ar c’haz,
Evel fust ha gwalen
O sacha a bep tu, noz ha deiz en em laz ;
Ia, perak m’her goulenn,
Ne c’hellfent ket terri pe drouc’ha ar skoulm-ze,
Beza vak anezho hag euruz adarre ?
Perak ? dre n’euz kaloun euruz er stad m’ema :
Neuze ve fall ar bed, falloc’h evit brema.
Evit beza euruz, atao, atao ann den
Rank beza hualet ha stag gant eur gorden.