Ann den nao guech intanv
Nao guech intanv me a zo bet,
Ha nao intanvès am eus bet.
O plega dac’houeza ann tan,
’Zo marvet da gentan unan ;
Nac en ti ann tan, gant ar riou,
’Zo marvet eun all: setu diou ;
Nac o plega da c’horo ’r c’hêvr,
’Zo marvet eun all: setu ter ;
O vessa ’r zaout, en dro d’ann ed,
Hec’h marvet ar bedervet ;
Hac o lacad ar iod en tremp,
A varvas eun all: setu pemp ;
Hac o lacad ar piz en glech,
A varvas eun all: setu c’huec’h;
Ha pa grogas ann tan en Breiz,
A varvas eun all: setu seiz ;
Ha pa varvas ann tan en Breiz,
A varvas eun all: setu eiz;
Breman ’m boa bet eur c’hoz groegic,
Na dâ nemet eur c’hildantic ;
Eur c’hildantic hac a oa hir,
Dape d’ei bete chouc he c’hil ;
O tibab piz deuz a vesc fao,
A varvas honnès : setu nao !
Ann dewarlec’h, deuz ar beure,
Leker ann hini goz ’n he be ;
Ha digwener, mar ve clouar,
’C’h ei ma fried paour d’ann douar :
Ha disadorn, oude creiz-de,
’C’h ei ar zonerrien war he be ;
’C’h ei ar zonerrien war he be,
Ha, mar dansont, me rei ive.
Disul, goude ar gouspero,
Hec’h eïo ma chass en canvo ;
Hec’h eïo ma chass en canvo,
Rubano du deuz ho losto.