Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An intanv koz.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 62-66)



ANN INTANV COZ.
____


Eun intanv coz deuz ar Fouillé,
   Lan dou di di, lan dou di dalla !
Varvas he wreg a greiz gourve.
   Lan dou di, lan dou da, landoudi, di dalla !

   Ter blac’hic iaouanc deuz a gêr
’C’h es di, da laret ho fater.

   Oant ket ’wit lâret ho fater,
Gant ann intanv o chaked per.

   — Ma vijac’h bet eun intanv mad,
A rojac’h d’imp peb a goublad. »

   Ann intanv coz oa ket fallacr,
A roas d’hê peb a goublad.


   Pa ’c’h a ar merc’hed d’ann daoulinn,
Ziroll ann intanv da c’hoarzinn.

   Pa zav ar merc’hed en ho zâ,
En em lac hen d’ho briata.

   Pa ’c’h a ar merc’hed en ho rout,
Ec’h a ann intanv d’ho ambroug.

   — « Kerz duze prim, coz intanv loued,
« Da lacad interri da wreg ! »

   Pa ’c’h a ar c’horf e-mès ann ti,
Ann intanv coz ’zo hir he fri.

   Pa ’c’h a ar c’horf ebars ar pors,
Ann intanv coz a iouè forz.

   Pa ’c’h a ar c’horf ebars en hent,
Ann intanv coz a scrign he dent.

   Pa ’c’h a ar c’horf ebars ar c’har,
Ann intanv coz a neus glac’har.

   Pa gommans ar c’har da roula,
Ann intanv coz ra min goela.

   Pa ’c’ha ar c’horf ’bars er verred,
Ann intanv zell deuz ar merc’bed.

   Pa ’c’h a ar c’horf ’bars en ilis,
Ann intanv coz ra bale scuiz.

   Pa ’c’h a ar c’horf war ar vascaon,
Ann intanv coz a dorre craon.

   Pa ’c’h a ar c’horf ’bars ann douar,
Ann intanv coz a choas he bar.

   Ann intanv coz a vonjoure,
’N ti ar milinér p’errue :

   — « Debonjour d’ec’h, milinerès,
Ha c’hui eureujfe ho matès ?

   — « Beo ê he mamm, ba beo he zad,
Clewet ho ali a ve mad ;

   « E-man duze o c’horo ’r zaout,
Mar peus c’hoant, intanv, et d’hi c’haout...

   — « Debonjour d’ec’h-c’hui, Soezic kès,
Hag hen ro ar zaout calz a lès ?


   — « Pe reont, pe na reont ket,
« D’ec’h, intanv, na ra mann a-bed ! »

   Ma lavare an intanv tost :
« Mar caret, me zalc’ho ho lost ? »

   — « Kerz-duze, prim, hep ober treïnn,
Pe ma loa-bod iell war da geinn !

   « Kerz duze prim, coz intanv loued,
Da lacad eizvet gant da wreg !

   — « Me laco eizvet gant ma groeg,
Ha ganec’h, Soezic, mar ve rèd »


Pezr Cokin, Montroulès.

____________