ANN DIOU GOULM


————
D’AM EONTR KOZ J.-P. M… BELEG


————


Diou goulm en em gare gant eur wir garantez.
        Unan anezho eunn dervez,
Enouet en he c’hear, a lakeaz enn he fenn,
Eur pennik skanv-meurbet, mont da foeta broiou.
« Petra a fell d’e-hoc’h, eme d’ezhi e-ben ?
» Ha diez oc’h ma’z it kuit ? E kever ar poaniou
        » A zigas rann-galoun,
» Hini n’eo ken doaniuz ha ouela eur mignoun !
» Va breur paour, me ho ped, n’ankounac’hait biken
» Ema ’nn nec’h, ann enkrez atao war ziarbenn
» Ar re a vez enn hent ! Deut enn-hoc’h hoc’h-unan !
» Ann amzer n’eo ket kaer, gortozit eur pennad !
» Petra ar mall ho peuz ? Bremaik eur gazek-koad
« War eul labouz bennag skrijus a c’halve poan.

« Gant aoun n’ho pe-c’houi drouk, drouk a c’hell c’hoarvezout,
» N’em bo mui d’am maga nemet daelou, hirvoud.
     » Hiviziken me ne welinn
     » Nemet lasou ha sparfelled ;
     » Pa vezo glao, e lavarinn :
     » Ha va breur paour, peleac’h eo et ?
» Hag hen en deuz ezomm a netra bed brema ?
» Ha debret eo he bred, hag er goudor ema ?»
Ann tammik prezeg-ma, displeget gant furnez,
A voe tost da staga, a-zispill oc’h ann drez,
Pennad ar goulm skanv-benn, hag anez m’oa edro,
Anez ma e doa c’hoant mont da welet ar vro,
     Ne vije ket eat euz ar gear.
     Neuze e lavaraz : — « Va c’hoar,
     » Na ouelit ket, me ho ped !
     » Eunn tri dervez hep-ken
» A vezo d’in a-walc’h da aveli va fenn ;
» Distrei rinn hep dale, ha neuze hed-a-hed
» Choui a glevo gan-en kement vo c’hoarvezet.
» Ann displeg a vo kaer ; nep ne wel nemeur dra,
» N’en deuz nemeur ive da lavaret da zen.
» 0 klevet va zroiou, c’houi a drido laouen ;
» Ne vezo ket a-vad, ne vezo ’vit netra,
» Rak, eme-ve d’hoc’h-hu, setu a c’hoarvezaz,

» P’edounn el leac’h-ma-leac’h ; eno c’houi hoc’h-unan,
» C’houi gavo d’hoc’h beza, c’houi gan-en ken unvan ! »
          Evel-se e komzaz.
          Ann eil dioc’h egile,
Breur ha c’hoar gimiadaz : hi ho daou a ouele.
Setu ar goulm o vont digor he diouaskel,
Hag eur valkenn [1], zu-pod rak-enep o sevel.
Rankout voe d’al labouz klask bod oc’h eur wezen,
He-unan er vro-ze, out-hi dibaot delien.
Ar goulm hanter strobet, pa voe eat ann arne,
Eunn dersien riou gant-hi, a c’hournij ac’hane.
Sec’ha ra, dre ma c’hell, ar glebor zo out-hi.
0 welet enn eur park, eur goulm all o tibri,
Ann tremeniad war iun ha digor he galoun
A ia di da welet ; epad ma torr he naoun,
Ez eo paket war rikl enn eunn toullad lasou,
Stignet etouez ann ed : ne voa kre ar stignou ;
Rak o skrabat peb eil, o c’hoari endra c’hell,
Gant he vek, gand he dreid ha gant he ziouaskel
E teu, hep re a boan, a-benn d’em zilusia.
Eat er meaz ac’hano, neuze voe ar gwasa :

Koulm baour, gwelet e voe gant eur gup krabanek
O sacha war he lerc’h, evel eul laer tec’het,
          Eur pennad reun torret.
Ar gup a ia d’ezhi, digor ha lemm he vek,
Pa gouez war-n-han, d’he dro, evel eur mean pounner,
Euz a greiz ann envou, eur pez labouz, eunn er.
Epad m’edo ’nn daou-man oc’h enn em gribinat,
Ar goulm ha kuit e-biou. Diwar-nij e tisken
E liorz eunn tiik-soul voa eno e kichen,
          0 kredi evit mad
Voa er weach-man diout-hi distag he gwall stropad,
Pa deu eur c’hoz tamm paotr, d’ezhan pemp pe c’houeac’h vloaz,
(D’ann oad-ze eur bugel ne c’hoar pe zroug ra c’hoaz)
Da zinkla eeun out-hi eur mean gant he valtamm.
Koueza ra gwall dizet : ac’hano kamm-chilgamm,
Enn eur ziouaskella, leun-c’hoad, al labouz keaz !
Dizounet dioc’h mont, kuit d’he gouldri a zistroaz.
Brema’ma gant he c’hoar : diez e ve lavaret
Pegen euruz ho daou int oc’h en em garet.

Tud, c’houi holl enn em gar, Breiziz euz a bep bro,
En em garit bepred, na vezit ket edro !
E liorz ar bed poaniuz, boked ar garantez
A vez, seul-vui eo koz, kaeroc’h kaera bemdez.

En em harpit noz-deiz ann eil hag egile,
Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ;
Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal,
Gant aoun na ve anken enn hent oc’h ho kedal.
Evid-oun-me a gar va zud, va iez, va bro
Ha kement zo enn-hi : reier, bruk ha dero,
Me zo gwelloc’h gan-en gwelet ann heol e Breiz,
Klevet trouz ar mor doun o kroza hed ann deiz,
Beza paour, reuzeudik ken a rankinn mervel,
Eget beza euruz enn eur vro all a-bell,
Ma ve red d’in eno mouga ar garantez
A zo krog em c’haloun, evel tan eur fournez.






  1. Malkenn, s. f. pl. ou — nuage sombre. Ce mot, quoique
    breton et d’un usage fréquent, n’est dans aucun dictionnaire.
    Une foule d’autres expressions bretonnes sont dans le même cas,
    et les signaler toutes serait impossible.