Eur big a voa enn eur gaoued ;
Gant-hi voe lakeat eur pintik.
He-man, laouen ha sederik,
A gane bemdez kaer meurbed.
He glevet a voa eunn dudi ;
Ar big a-vad, o ragachat,
A dorre pennou tud ann ti.
Ne baoueze ket da chaogat
Ha da lavaret : « Boed d’in, boed !
Boed da Vargod enn he c’haoued ! »
Hag anez kaout da gorfata
Bek Margod a voa ar franca.
Ar pintik keaz, laouen bepred,
A gan hep goulenn tra ebed ;
Hag o klevet ker brao dudi,
Ann holl a rea he veuleudi,
0 lavaret : Eur c’haner eo !
Gant meuleudiou ne choumer beo.
Aliez siouaz ! ar pintik paour
Ne gave tamm na berad dour,
He zaou bodik goullo atao
Eunn deiz e voe kavet maro,
Maro gant naoun, enn eur gana.
Setu ann amzer zo brema !
Nep piou-bennag a c’hoar goulenn
Enn eur derri d’ann dud ho fenn,
Nep zo kasauz, a deu, a ia
Pep eil da glemm ha da ouela,
En devezo gwalc’h he galoun
Enor, madou dioc’h m’eo mac’houm ;
Ha mar d-eo gwe liven he gein
E pako c’hoaz silzik d’he lein.
Evit ar re a zo tud vad,
Tud kalounek da labourat,
Tud hag a dalv e vent meulet
Ha mui c’hoas e vent gopreet,
Ar re-ze paour, paour a vevo,
Ha, paour, gant ann naoun a varvo
Ma ne skrampont, evel aered.
Skrampet, neb a garo skrampet !