Ann doganed
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Doganed.
Naontec dogan ha pevar-ugent
’Zo em rancontret ’n eur c’hroaz-hent.
Ma lere ’n eil d’guile ’nhe:
— Te ’zo dogan, me ’zo ive.
Tric’huec’h gwalennad lien moan
’C’h a d’ober bonet d’eun dogan ;
Ha c’hoas a lâr ann dogan kès
He vonet na ’n ê ket grêt ês ;
He vonet na ’n ket grêt ês,
He gorn-braz a chore c’hoaz emès ;
Ha c’hoaz a lar ann dogan braz :
Ma c’hernio, ’mezhan, gresco c’hoaz.
Ma groeg Jannedic a zo coant,
A c’hone d’in calz a arc’hant ;
Eur scoet bemde, ha daou, d’ar zul,
A ra eiz scoet epad ar zûn.
Gwech-all, aroc ma oan dogan,
N’am boa tam bara ’bed d’am c’hoan ;
Brema, me ’m eus, ha rouz ha gwenn,
Ha dougen kernio war ma fenn.
M’am be kenliès a vuc’h lès
Hac a dogan ’zo war ar mès,
Me roje crampous ha lès-tro
D’ann hol doganed ’zo er vro.
Marie-Jeanne Cun, Planiel, 1888.
— Me ’m eus daouzec a vreudeur, ho daouzec doganed,
Me ma hunan ’zo iwe,-setu eno trizec.
— Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Ann noz kenta ma eured, pa gouskis gant ma groeg,
Unan bihan divazde gant-hi em boa santet.
— Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd.
Me o treï euz ar voger, em lacad da oela :
— Aotro Doue, ma Doue, penaoz a rin-me brema ?
— Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
— Tawet, emezhi, Jannic, tawet, na oelit ket,
N’eo ket heman ar henta, rac daou all am eus bet.
Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Unan oa d’ar medecinn, egile, d’ar c’hloarec,
Hac heman ’zo ganen, d’ann diskeller kezec.
Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Sao war da barlocho, sao da gernio en er,
Ha lâr a vi evurus o vale em c’hever.
Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Dastumet en Kersont, en parroz Berhet, en miz
Eost 1868.