Ann intanvez paour
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An intañvez paour.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo newez savet ;
D’un intanvez iaouank eo gret,
A zo ’newez marw hi friet,
Hi fried-paour newez-maro,
M’ia ’nn intanvez da vale-bro ;
M’ia er bloa-ma da glask hi boed ;
Da di hi aotro ez eo et.
— En han’ Doue un tamm bara ;
N’am euz bet elwenn en de-ma,
Hag am euz tri a vugale,
N’am euz bruzunn da reï d’ez-he ! —
— Na mar t’euz tri a vugale,
Kerz d’ar ger, laz un ann ez-he ;
Kerz d’ar ger, laz unann a dri,
’Wit reï d’ar re-all da zebri ! —
Ann intanvez paour ’z ia d’ar ger,
Evel un den en disesper ;
Ann intanvez paour ’z ia d’ar ger,
En aviz lazan hi bugel.
— ’N han’ Doue, mamm, un tam bara !
N’hon euz bet elwenn en de-ma ;
N’hon euz bet elwenn en de-ma,
Prest eo hon c’halon da faïa !
— A be-lec’h ’rofenn d’ac’h bara ?
Ha na euz tamm bars ann ti-ma !
Na euz tamm ebars ann ti-ma,
Me ia gant m’ c’hontel d’ho laza !
Ur bugel bihan oa en ti,
Oajet a daou viz, n’oa ket tri,
E-meaz he gawell eo lampet,
’N kichenn ne vamm ’eo daoulinet.
Burzud ! hag hen euz bet komzet :
— ’N han Doue ! mamm, n’hon lazet ket,
Me iel’ wit ar bloa da glask boed,
Lec’h bikenn james n’am gwelfet.
’Nn intanvez paour’ ia ’n hi gwele,
O klewet ’vel ma prezege ;
Et ’n hi gwele, manet kousket,
’R Werc’hes en ti zo antreet :
Antrenn ra ar Werc’hes en ti,
Ha seiz goulou-koar dira-z-hi :
War ann daol ho deuz-hi pozet,
Da gichenn ar c’hawel eo et.
’Nn intanvez paour a c’houlenne
Di-war hi c’hilinn, ’n hi gwele :
— Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz,
P’on et em gwele da repoz ! —
— M’ eo intanvez, ar Warc’hes sakr,
’Zo deut a-beurz Doue, hi mab,
Wit n’ lazfet ket ho pugale,
Rag beza ’po bara d’ez-he ;
Rag beza ’po bara d’ez-he
Ha dac’h ho unann ’po iwe :
Ann ed hadaz ’nn aotro ’r beure,
A vezo daro kent ann de. —
— Segal daro d’ann Nedelek,
Pez biskoas den na euz gwelet ! —
— It-c’hui d’ar park ha medet-han,
Digasset d’al leur, dornet han.
Kasset-han d’ar for, poazet-han,
Ha pa vezo poaz ar bara,
Kasset ’n tamm d’ez-han da dava,
Met n’ gasset ket nemeur d’ez-han ;
Met n’ gasset ket nemeur d’ez-han,
Hennes vo he damm diweza ! —
— Dalet m’ aotro, un tam bara,
Segall-newez wit ar bloa-ma ! —
— Pa vez bikenn hen laret d’in,
Eo bara-newez offrez d’in ;
Eo bara-newez offrez d’in,
Na oufenn bikenn da gredi.
Pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Prepar d’in-me ma inkane
Ma ’z inn da c’houd ar wirione. —
En leur ’nn intanvez p’eo arruet,
Ann ed ’n deuz gwelet goustellet :…
Ann douar endann-han ’zo rannet,
’N kreiz punz ann ifern ’z eo kouezet !
Kriz vije kalon nep vije
’N leur ’nn intanvez, mar na oelje,
O welet c’hoas ann den brutal
’Sevel he benn war-c’hore ’nn douar ;
’Sevel he benn war-c’hore ’nn douar,
Hag o lavaret gant glac’har :
— Ma zudou kez, mar am zentet,
’Nn aluzon d’ar paour a rofet ! —
Kanet gant ur baourez koz
a Blounevez-Moëdec, 1854.