Ann ter groeg kabluz

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An teir gwreg kablus.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 84-88)



ANN TER GROEG KABLUZ.
—————————


I


   Ann ter groeg iaouank ingrat
A ia da Rom, a galon-vad,
D’ glask absolvenn digant ar Pab,
Da glask pardon euz ho fec’hat.

   Pa oant gant ann hent o vonet,
Un den fur-braz ho deuz kavet ;
— Aotro, blamour d’ar Bassion,
Nin a c’houlenn ann aluzon ;

   Ni a c’houlenn ann aluzon,
Rag just eo hon frovision. —
— Dalet, groagez, peb ’ seiz gwennek,
D’ho sikour un tamm da vonet.

   Bars ar ger a Rom p’arrufet,
Peb ’bater wit-on a larfet,
Dirag aoter ’r Jakobined,
’Zo en tu-deo, pa antrefet. —


II


   Er ger a Rom p’int arruet,
Bonjour ha joa ho deuz laret :
— Bonjour ha joa holl er ger-ma,
Ar Pab a Rom pelec’h ema ? —

   — Mar eo ’r Pab a Rom a glasket,
It d’ann iliz-vraz, hen kavfet ;
Ema ’laret he ofern-bred,
Dirag aoter ’r Jakobined ;

   Dirag aoter ’r Jakobined,
’Zo en tu-deo pa antrefet. —
En iliz vraz p’int arruet,
Dour-binniget ’deuz komerret ;


   Dour-binniget deuz komerret,
Da dreid ar Pab int em strinket,
Hag he bardon deuz goulennet.
— Pez torfedou oc’h euz-c’hui gret ? —


ar c’henta.


   — Me a zo bet ken dinatur
Ewit laza ma c’hrouadur,
Me ’m euz lazet ma inosant,
Hep ole ha hep badeziant ! —


ann eil.


   — Ha me, siouas ! am euz lazet
Ar vamm pini deuz ma ganet,
Hag hi c’huzet ’n ur bern-deillo,
Lech n’euz bet belek war hi zro ! —


ann dervet.


   — ’Baoe ma ’z on deut war ar bed,
Meur ’govezion ara euz gret ;
Nemet re-faoz n’am euz me gret,
Aoun-braz am euz d’ veza daonet ! —

   Ann Tad-Santel a lavare
D’ann ter groeg iaouank, p’ho c’hlewe :
— Ter groeg iaouank, em gonfortet,
P’ oc’h euz anzavet ho pec’het.

   Roët ’m euz pouar d’ann eskibienn
D’absolvi ann holl bec’herrienn ;
Hag evel-se, mar anzavet.
Gant pinijenn, zalwet ’vefet.

 Setu aze ’r wialenn-wenn
Ho rento ’n kambr ar binijenn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Hag a-benn tri bloavez goudé,
Sekretour ’r Pab ho bisite :
— Ter-groeg iaouank, mar oc’h c’hoas beo,
Deuit ama, m’ho absolvo. —

   Burzud ’beurz Doue arruet !
Ann ter groeg a oa beo bepred.
Ann aotro sekretour lare
Na d’ann ter groeg iaouank neuze :
 
   — Ebars ar ger pa arrufet,
Dirag ho priejou ’taoulinfet ;
Dirag ho priejou ’taoulinfet,
Pardon digant-he ’c’houlenfet. —


III


   Bars ar ger pa ’z int arruet,
Ho friejou n’ho anveent ket,
Dre ar boan ’r binijen galet
Ha dre forz hïr-hent ho doa gret :

   Nag ho bugale, kenneubeud,
Dre ann tri-chant lew ho doa gret ;
Ha pa ’z int bet em anvezet,
Ho c’halonou a zo rannet ;

   Hag ho c’houec’h ez int desedet,
Ha dann ef kerkent ez int et :
Et eo ar c’houec’h pried d’ann ef,
Ha graz d’imb da vonet iwe !


Kanet gant Mari-Job Kado. — 1846.

─────────